Amzer ar peoc’h hag er brezel

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 89-90)



N° 77. — Amzer ar peoc’h hag er brezel.
War an toniou N° 77.


Diskan.
Amzer ar peoc’h hag er brezel,
Anna, c’houi zo ners Breiz-Izel,
Gloar ha meulodi d’hon ltron,
War ar mèz ha war ar mor don.

1. C’houi hepken touez ar mamrnou ec’h euz laket er bed
Eur bugel ker d’he C’hrouer, Raktal m’he deuz bevet :
C’houi zo mam da Vam Doue, da Vam ar gristenien,
Ho merc’h a zo Rouanes war an ol groadurien.

2. Pa oa genac’h en ho ti, Mari d’ac’h a blege,
Kenkent ma larec’h eur ger Mari a chilaoue,
N’eo ket bouzar nag amzent en envou war he zron,
Teneroc’h eget biskoaz eo breman he c’halon.

3. Evel Mari ha Jozep, pa gomzet ouz Jezuz,
Hen galvet e gwirione ho Mab karantezuz :
An dud a gar ho mam-goz, c’houi zo mam-goz ive
Hag ho Mab-bihan a zo gwir den ha gwir Doue !


4. Eüruz eta dreist an ol ar bobl a Vreiz-Izel
Da gaout evit Itron eur zantez ken uhel !
Keit ha ma talc’ho ar mor da grozal tro hon bro,
Enomp, dre zikour Anna, ar Feiz start a chomo.

5. N’eo ket awalc’h d’ar C’hristen anavet ar gwir Fe ;
Eur bar zec’h eo d’ober tan mar n’en deuz karante :
Anna, disket d’imp karet Jezuz hag ar Werc’hez,
Ha ganthi da virviken bezet hon Rouanez. Amen.

K. G.