Mont d’an endalc’had

Me oar e chomet noz ha de

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Me ’oar e chomit noz ha deiz.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 86-87)


N° 75. — Peden d’an El-mad.
War an ton N° 75.


Diskan.
Me oar e chomet noz ha de
Em c’hichen leun a

garante :
Penoz e teufen d’hoc’h ankouat,
Ma gwellan mignon, ma El-mad ?
Me oar e chomet noz ha de
Em c’hichen leun a garante !

1. Reit d’am divrec’h
pa labouran Nerz d’ober ar pez â dlean,
Ma c’heliin gonit ma bue,
Keit ha ma plijo gant Doue.

2. Ganin er park p’ enem gavet,
Skarzet a dro d’in ar pec’het :
Harzet ma genou da zigor
Enep d’ar Fe pe d’an enor.

3.Pa ’z omp er gèr, tud hag Elet
Evel ar Baradez mesket,
Gret ma vevimp er garante,
Nessan, kerent ha bugale

4. Pa larin ma Fater neuze
War ma daoulin, noz ha beure,
Pedet ganin, hag astenet
Hoc’h askel endro d’am speret.

5. Hoc’h askel warnon astenet
Da guzan ouzin traou ar bed :
Mouget enon trouz an douar,
Ma vo ma zonj gant ma lavar.

6. Pa vo eet an heol da gousket,
Dorn ouz dorn ganin baleet :
Rag an diaoul hag e vevelien
Zo goasoc’h en devalijen.

7. Evel gwejal ouz mac’havel.
Bezet ouz ma gwele-mervel :
War ho lerc’h e fel d’in ninjal
Prim euz ar bed-man d’ar bed-al.

8. Beteg an env c’houi am c’hencho,
Beteg Jezuz c’houi am reno,
Ha genac’h e teskin kanan
Ar zoniou kaer a blij dezan. Amen.

K. G.


————