M’hoc’h ador Mabig Jezuz

Eus Wikimammenn
A. Prud’homme, 1934  (p. 156)



N° CXVI. — Mabig Jezuz (Nedelek) (War don XIX)
Ton : XIX


Diskan

Ni hoc’h ador, Mabig Jezuz,
Mabig dous ha karantezus,
Doue meurbet madelezus.

1

Mabig Jezuz, e-kreiz an noz
C’houi a zilez ar Baradoz
’Vit dont en hon touez henoz.

2

Mabig Jezuz, Doue-bugel.
Ra vezo klouar an Avel,
En noz-man en dro d’ho kavel.

3

Mabig Jezuz, dre an menvou,
Aelez a gan d’eoc’h kantigou
Perak glevan me ho klemmou ?

4

Mabig Jezuz, me oar ervad
Perak e ouel ho taoulagad :
Hon fec’hed ’ra d’eoc’h kalonad.

5

Mabig Jezuz, evit bepred,
O ! me a dro kein d’ar pec’hed,
Ma c’halon d’eoc’h zo gounezet.

6

Mabig Jezuz, war ma daoulin
Dirazoc’h beteg ar mintin,
D’ho pedi henoz e chomin

7

Mabig Jezuz, hed ma buhez,
Me a veulo ho madelez :
Ra varvin en ho karantez !