Mont d’an endalc’had

Bethleem ar gêr vihanig (Gouel ar Rouaned)

Eus Wikimammenn
A. Prud’homme, 1934  (p. 157)



N° CXVII. — Evit gouel ar Rouaned.
Ton : XXV


(Hervez eun himn koz : O, sola
magnarum urbium
.)


  1. Betleem, ar gêr vihana,
    ’Zo deut da veza ar vrasa,
    Peogwir enni eo bet ganet
    Ar Mesiaz, Salver ar bed.

  2. E bolz an nenv, eur steredenn,
    Trec’h kalz d’an heol he sklerijenn,
    A zisklerias d’an tri Roue
    E oa ganet gwir Vab Doue.

  3. Raktal int da guitaat o bro,
    Ha da ober hent war-eun-dro ;
    O steredenn kaer a luc’he
    D’o blenia betek ar Jude.

  4. Ar Mesiaz p’o deus kavet,
    Dirazan o zri zo stouet ;
    N’oant bet biskoaz ken eürus
    ’vel e kraou ar Mabig Jezus.

  5. ’vit diskouez o anaoudegez,
    P’o deus kalz a binvidigez,
    E roont aour, ezans ha mir.
    Pebez karantez ! N’eo ket gwir ?

  6. An aour a ziskouez eo Roue,
    Hag an ezans ez eo Doue ;
    Dre ar mir e anavezomp
    Eo, ivez, eun den eveldomp.

  7. Deomp, evel an tri Roue,
    Da welout Jezuz, Mab Doue,
    Ha pe ’z omp pinvidik pe baour,
    Profomp d’ezan mir, ezans, aour.

  8. Roomp d’ezan gant largentez
    Aour hon c’halon, hon c’harantez,
    Ezans ar gwir bedenn gristen,
    Ha goude, mir ar binijenn.

  9. Meuleudi d’eoc’h Salver ar bed,
    Ho kloar, hirie, dre-holl a sked ;
    Meuleudi da Zoue an Tad,
    D’ar Spered-Santel, evit mat.

J. Sk…