Gloar da Jezuz ! A-greiz kalon me gano :
Gloar da Jezuz ! Meuleudi d’e ano !
Ano karet, degaset eus an Neñvou,
Evel ar mel ho kavan dous d’am genou
Gloar da Jezuz ! (2w)
Gloar da Jezuz ! Jezuz hoc’h ano Doue
War ma ene eo glizenn ar beure ;
Bokedig paour, neuze me oar digeri,
Arc’hantet holl ha laouen ’vel al lili :
Gloar da Jezuz ! (2w)
Gloar da Jezuz ! War ma c’halon en anken,
Ano Jezuz, ar wella louzaouenn ;
Sklerijenn gaer hag eur peuc’h leun a zouster
’Zeu em c’halon gant, ano dous ma Salver :
Gloar da Jezuz ! (2w)
Gloar da Jezuz ! Jezuz, hoc’h ano santel,
’Zo nerzusoc’h ’get mil den a vrezel :
War an douar, en Nenv, en ifern douna,
Ano Jezuz a ra d’an holl daoulina :
Gloar da Jezuz ! (2w)
Gloar da Jezuz ! Ya, gloar d’ezan da viken,
Er Baradoz n’eus kaeroc’h kanaouenn ;
An arc’haelez, ar sent holl, ar sentezed,
A lavar holl hep paouez, o fenn stouet :
Gloar da Jezuz ! (2w)
Gloar da Jezuz ! ha gloar ivez da Vari ;
Anoiou sakr, d’eoc’h ho taou meuleudi !
Hed ma buhez hag e-pad an holl-amzer,
’Fell d’in diskouez d’eoc’h eur garantez tener :
Gloar d’hon Salver ! Gloar d’e Vamm ger !