Gloar da Jezus !

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Gloar da Jezuz, a-greiz kalon.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 142-143)


Gouel an Hano a Jezus a ve gret an eil zul goude ar Rouane.

N° 115. — Gloar da Jezus !
War don : Vive Jésus, N° 115.


1. Gloar da Jezus ! a greiz kalon me gano :
Gloar da Jezus, meulodi d’e Hano !
Hano karet, digaset euz an Envou,

Evel ar mel ho kavan dous d’am genou :
Gloar da Jezus ! Gloar da Jezus !

2. Gloar da Jezus ! Jezuz, hoc’h Hano divin,
War ma ine eo glizen ar mintin ;
Bokedik paour, neuze me oar digeri,
Arc’hantet-ol ha laouen vel al lili :
Gloar da Jezus ! (bis).

3. Gloar da Jezus ! war ma c’halon en anken,
Hano Jezus eo ’r gwellan louzaouen ;
Sklerijen bur hag eur peoc’h leun a zouster,
A zeu enon gant Hano dous ma zalver :
Gloar da Jezus ! (bis).

4. Gloar da Jezus ! Jezus hoc’h Hano zantel,
Zo nerzusoc’h vit mil den a vrezel :
War an douar, en Env, en ifern donan,
Hano Jezus d’an ol ra daoulinan :
Gloar da Jezus ! (bis).

5. Gloar da Jezus ! e Hano zo eur c’hleze,
Evit trec’hi enebour hon ine :
Jezus, Jezus, a boan am euz ho kalvet,
Diwar ma zro e red kuit an drouk-speret :
Gloar da Jezus ! (bis).

8. Gloar da Jezus ! ia gloar dezan da viken,
Er Barados n’euz kaeroc’h kanaouen ;
An arc’hele, ar zent ol, ar zentezet,
Stouet o fen, na skuizont o lavaret :
Gloar da Jezus ! (bis).

7. Gloar da Jezus ! ha gloar ive da Vari !
Hanoiou zakr, d’ac’h ho taou meulodi !
Hed ma bue, epad an eternite,
Bezet dudi ma c’halon ha ma ine :
Gloar d’hon Zalver ! Gloar d’e Vam ger !

(Kantikou Kemper ha Leon).