- Pe trouz war an douar, pe kan a glevan me ?
Na kaer eo ar moueziou a zeu eus lein an Neñv !
Eled, oh ! larit d’imp ’vit petra e kanet,
Pebez burzud eta zo digouezet er bed ?
Diskan.
Gloria gloria in excelsis Deo,
Gloria gloria in excelsis Deo.
- Kanit ive ganimp, kanit, pobl an douar
Deut omp da larout d’eoc’h eun neventi hep par :
Eur mabig benniget, Roue Jerusalem,
A zo ganet ’vidoc’h e kerig Betleem
- Eman deut an termen eus ar profesiou
O noz mil gwech eurus a dorr hon liammou !
Kanit gloar hag enor da Jezuz ha Mari :
Doue zo ’n em c’hraet den, ganet eo ar Mesi !
- D’an taol a hanter-noz, fenoz ez eo ganet,
En eur c’hraouig disto, en eur stad trist meurbed ;
Eman eno etre eur c’hole eun azen :
’Vit tomma e vemprou, n’en deus ’met o alan.
- Eno c’houi a welo Krouer ha mestr ar bed
War eun dornadig plouz, ’n eul laouer astennet,
E teurvez beza paour, ’vit ho pinvidikat,
Ha pellat ho kalon diouz ar bed evit mat.
- E liammou santel, e gavel benniget
A gomzo splannoc’h d’eoc’h evit an doktored ;
Gante c’houi a gavo kalz gwelloc’h kenteliou
’Vit ar re a gaver ’barz ar c’haeran leoriou.
- Tud staget ouz ar bed hag e blijaduriou,
Tostait etal Jezuz ha gwelit e zaerou ;
Troit kein da viken d’ar joaiou safarus,
O welout ho Toue ’ne eur stad ken truezus.
- Kraouig Kêr Betleem ’vo eun tammal ’vidoc’h
Mar ne fell ket d’ac’h ren eur vuhez santeloc’h ;
Ar c’houadur dister-man eun deiz a vo gwelet,
Leun e c’hloar eus an nenv o tont da varn ar bed.
- Pegen eurus oc’h c’houi, o Gwerc’hez venniget,
C’houi ’zo Mamm d’ho Krouer hep kolla ho kwerc’hded
Goulennit m’hon bezo, ’vit plijout da Zoue,
Gant lod eus ho klanded, lod eus ho karante(z).
- Ha c’houi Jozeb, den just ha fidel d’ho tever,
Choazet oc’h bet da ren da vaga hon Salver,
Goulennit ’vidomp ar c’hras da virout bepred
E-kreiz hon c’halonou Jezuz, Salver ar bed.
- Jezuz, ma Salver, Krouadur benniget,
Bezit meulet noz-deiz, e pevar c’horn ar bed !
Reit d’imp ’raok ho huitaat grasou gant largente(z),
Ha renit hon c’halon da viken, o Doue !
|