Mont d’an endalc’had

An noz tenval

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An noz tenval a n-euz ledet.

A. Prud’homme, 1934  (p. 153-154)



N° CXIV. — An noz tenval.



  1. An noz teñval he deuz ledet he mantell
    ’-us d’an douar morgousket ha didrouz ;
    E korn eur c’hraou Jozeb hag e Wreg santel
    Oc’h adori zo stouet war ar plouz.
    Poblou ar bed, hastit dihun ha sevel :
    Ne glevit ket o kanan dre an aer
    Aelez an Neñv, o sellou war eur c’havell.

Diskan
    Nouel ! Nouel ! Ganet eo hon Salver !
    Nouel ! Nouel ! Ganet eo hon Salver !

  1. Taolet er-maez a varadoz an Eden,
    Hon tadou koz abaoe kantvejou
    A hirvoude, beuzet ’n eur mor a anken :
    Ne gredent ken sellout buz an Nenvou.
    Fals doueou pe gentoc’h drouksperejou
    O dalc’he stag gant chadennou pounner ;
    Paganed paour, selaouit holl ar c’helou :
    Nouel ! Nouel ! ganet eo hon Salver ! (2w)

  2. Ar rouaned warlerc’h ar paour hep truez
    A zo galvet en e graou bep eil tro :
    D’hon c’hentelia e tispigno e vuhez
    Ha d’hon prena ouz ar Groaz e vârvo.
    D’ezan e Dad a ginnig e holl vadou,
    E vrec’h ’zo krenv, e galon ’zo tener :
    ’vit e veuli unanimp holl hon moueziou :
    Nouel ! Nouel ! ganet eo hon Salver ! (2w)

  3. Ouspenn e wad hag e gelennadurez,
    D’imp ar Bugel da vamm a roy e vamm,
    An hini ’vo dre ar bed-holl Rouanez
    Hag a zo bet a bep amzer dinamm.
    Bet hon eus c’hoaz d’hon diwall, evel patron,
    Pried Mari, Joseb e dad mager ;
    O, pebez joa a dle birvi ’n hon c’halon :
    Nouel ! Nouel ! ganet eo hon Salver ! (2w)