Diskennit eus an Neñvou, Sperejou eürus,
Deut adarre da gana meuleudi da Jezuz ;
Embannit e vadelez dre gantigou a c’hloar,
Degemeret a-nevez ar peuc’h war an douar.
Diwanet zo eur rozenn war wrizienn Izai,
N’eus ket en hol liorzou eur vleunienn evelti ;
Evel eur flourdilizenn savet e-kreiz an drez,
Eus ar wezenn a bec’hed eo deut ar santelez.
Ar Vamm he deus e c’hanet a zo anvet Mari,
Ar c’haera eus an aelez zo nebeut dirazi ;
Ar Spered-Santel en deus he choazet da bried,
Evit beza Rouanez e palez an Drinded.
Pelec’h o kaout hon Roue hon bo-ni levenez ?
En eur palez alaouret pe ’n eur c’hastell nevez ?
E Betleem, e klevan, e tle beza ganet…
En eur gêrig ken dister n’ez eus palez ebet !
— « Selaouit, a lavare an ael d’ar bastored,
An tu d’e anavezout setu d’eoc’h diskleriet :
Ar bugel zo mailhuret en eur c’hraouig dister,
War eun tamm plouz astennet, hennez eo ho Salver
O tont da welout Jezuz, tud yaouank a weler
O vale dre an hentou, gante o dilhad kaer :
Mestr an holl binvidigez ganet er baourentez,
A roy d’ezo eur gentel enep d’al lorc’hentez.
C’houi, hudur-lous ho kalon, na zeuit ket aman.
Rak, n’hall ket ho taoulagad divez sellout outan !
Na savit ket ho sellou war e Vamm, ar Werc’hez,
Tec’hit pell diouz al lec’h-man da ruzia gant ar vez.
Deut c’houi, tud fur ha santel da domma ho krouer,
Krena ra gant an anoued ar bugelig tener ;
E lojit en ho kalon, klet-mat e vo eno,
Gwell eget en eur palez, ganeoc’h en em blijo.
Pe gentoc’h, tommit ho Mab, Mari, ouz ho kalon,
Eno eman e balez, e aoter hag e dron :
Ne gavo nemet eno an deneredigez
He deus karantez eur vamm e kalon eur Werc’hes.
Ar galon-se ken tener a ranno gant glac’har
Pa ranko ho Mab Jezuz mervel war ar C’halvar :
E holl wad dre bemp gouli a skuilho evidomp :
C’houi ivez, Mamm druezus, bezit sonj ac’hanomp.