An noz tenval a n-euz ledet

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 140-141)



N° 113. — An noz tenval.
War don : Minuit, Chrétiens, N° 113.


1. An noz tenval a n-euz ledet he mantel
Uz d’an douar morgousket ha didrouz :
E korn eur c’hraou Jozep hag e vroeg zantel,
Oc’h adori zo stouet war ar plouz !
Boblou ar bed, hastet dihun ha zevel :
Na glevet ket o kanan dre an èr
Elet an Env, o zellou war eur c’havel ?
Nouël ! Nouël ! ganet eo ho Salver !
Nouël! Nouël ! ganet eo ho Salver.

Diskan
Enor ha gloar da virviken
Da Jezus-Krist Doue ha den,
Roue ha Tad e groadurien.

2. Tolet ermez a varados an Eden,
Hon tadou koz, aboe meur a gantvet,
A hirvoude beuet ’n eur mor a anken :
Ouz an Envou na gredent ken zellet !...

Doueou foz, pe kentoc’h drouk-sperejou,
O dalc’he stag ’n o chadenou poner...
Païanet paour, chilaouet ol ar c’helou :
Nouël, Nouël ! ganet eo ho Salver ! (bis).

3. Ar re dister kenkouls hag ar rouane
A zo galvet en e graou bep eil tro :
D’hon c’hentelian e tispigno e vue,
Ha d’hon prenan ouz ar Groaz e varvo !
D’ezan e Dad a genig e ol vadou,
E vrec’h zo krenv, e galon zo tener :
Vit hen meuli unanomp ol hon mouejou :
Nouël, Nouël ! ganet eo hon Zalver ! (bis).

4. Ouspen e voad hag e gelenadures,
D’imp ar Bugel da Vam a rei e Vam,
An hini vo dre ar bed ol Rouanes,
Hag a zo bet a beb amzer dinam :
Eun de zo tont ni hon bezo da Batron
Pried Mari, Jozep e dad mager :
O pebes joa a dle birvi ’n hon c’halon :
Nouël, Nouël ! ganet eo hon Zalver ! (bis).

K. G.

Ar roue Herodes a lakas lazan ol botret vian Bethleem. Deiz o gouel e tigaser ar vugale da welet ar Mabik Jezus, hag ec’h eo mad kanan eun Nouëlen benag ha Kantik ar vugaligou, N° 136.