Kimiad soudard ar Républic
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kimiad Soudard ar Republik.
Zilaouet hac e clewfet, hac e clewfet canan
Eur zôn a zo bet zavet a newez er bloaz-man ;
’Zo grêt da daou den iaouanc a barrouz Pleuverit,
Evit ar blawez daou dimeuz ar Republic ;
Evit ar blawez daou deuz a Republic Frans.
Kent ’wit lâret davantaj, me hec’h a d’hi c’hommans.
Diganec’h a c’houlennan iscuz, compagnonès,
Me na gomzi deuz a den nemet deuz ma mestrès...
Na en noz diarôc ha ma oa partiet,
An noz Pardon Pleuverit, hen eus bet lavaret :
— Deus ganin-me, camarad, deus ganin da vale,
Rac me renc kimiadi ouz ma mestrès, fete ;
Me a renc kimiadi fenoz ouz ma mestrès,
Rannan a ra ma c’halon gant ann dristidigès.
P’arrias en tal ann nôr hen eus bet remerket...
— Otro Doue ! emezhan, calon disconzolet,
Zerret ê ann dorojo, êt ann dud da gousked !
— Taw, a lâr he gamarad, na em disconzol ket ;
Taw, a lâr he gamarad, na em disconzol ket,
Me a scoo war ann nôr, ma vô dit digorret.
Hac hen skei daou pe dri dôl ewit goulenn digor,
Ha donet an hini goz da zigerri ann nôr.
En eur antren ’bars ann ti, noz-vad hen eus lâret,
En eur c’houlenn digant-he hac hi oa iac’h bepred.
Hac hi o respont d’ezhan oant iac’h, braz ha bihan,
— Ha c’hui, ’meï, gwerzed iaouanc ? Didostaët d’ann tan !
Ar boan, ann dristidigès hen efoa ’n he speret,
Ha comz gant he vestrezic hen eus bet goulennet.
Ma zav ’n hini goz neuze na war banc he gwele :
— Ma merc’hic kès, emezhi, zavet-c’hui a lec’h-se ;
Ma merc’hic kès, emezhi, zavet-c’hui a lec’h-se,
Da gomz gant eun den iaouanc, a zo arri aze.
Den na oar met-he ho daou, ha Doue ’zo en ne,
Ar boan ’zo o separi daou balon em garrie.
Lavaret hen eus d’ezhi, ebars eur gir newe :
— Pa vin en creiz ar brezel, hac en creiz ann arme ;
Pa vin en creiz ar brezel, hac en creiz ann arme,
’Wit me n’ho ancouaïn ket, ma dous, ma c’harante !
Gant ar Rekisizion ar goaz ’zo partiet,
Hac ar plac’hic dezolet er gêr a zo chommet ;
Hac ar plac’hic dezolet er gêr a zo chommet ;
Hac, hi a oele dourec d’he amzer tremenet.
Eun dewez deuz ar beure a savas mintinn mad,
Hi o clewet eun envnic o canan ’bars ar c’hoad ;
Hac hi o tostad d’ar beure elec’h ma bane gê :
— Ha te a nijfe ’wit-on, bete penn ann arme? bis
Da c’hoûd hac hen ’zo beo c’hoaz ma dous, ma c’harante ?
Ann envnic, p’hen eus clewet, d’ezhi hen ens laret :
— Na scrivet ho lizero, Fanchonic, pa gerfet ;
Na scrivet ho lizero, Fanchonic, pa gerfet,
Ha me a iello d’ho c’hass ann instant ma vont grêt.
Nac al lizero ’n he veg d’ann envnic ’zo laket,
En treuzec Metz Sant-Laurans gant he ez eo bet êt...