Son zoudard (2)
Neuz
Emile Bouillon, 1890 (Levrenn II, p. 266-268)
SON ZOUDARD
____
Tri fôtr iaouanc deuz ar c’hontre
A zo partiet d’ann arme ;
Ho zri d’ann arme partiet,
Hac ho zri ec’h int glac’haret,
Abalamour d’ho mestrezed,
Pere a zo er gêr chommet.
Ar iaouancan deuz anezhe
A deu da c’houlenn he gonjè :
— Conjè, cabitenn, a c’houllan,
Ewit monet d’ar gêr breman,
Na da welet ma dous, Annan
Am eus clewet lâret zo clanv.
Az zoudard iaouanc a lâre,
’N ti he vestrès pa arrie :
— Demad ha joa ’bars en ti-man !
Ma dous Annan, pe-lec’h e-man ?
He c’hoar Mari a oa en ti
A respontas neuze ’wit-hi :
— Anna ’zo marw ha douaret,
Hac ive ma c’hoar all Jannet.
— M’ê marw Anna, n’ê ket gant joa,
Met gant keun d’ ’n amourous ’defoa !
____________