Conscrived Loguivi

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 262-266)



CONSCRIVED LOGUIVI
____


      Zilaouet, ha me gonto d’ac’h,
      Na allan ket hen nac’h, (bis)
Tenor ann amour, ha pa gommans crigin,
Dibôt ar veach ma aller hen torrin.

      Me ’m eus caret fidelamant
      Eur plac’h fur ha prudant,
Ha coant dreist an hol verc’hed, hep offansin hini,
E-lec’h ma varche na garrien nemert-hi.

      Me ’m eus choazet eur vestres coant,
      Eur plac’h fur ha prudant ;
Gened ha moyenn, netra na vanc d’ezhi :
Pebeuz plijadur dont d’hi c’honsideri !


      Met arru ez eo ar mandat,
      E-touez ar bôtred vad
Da dennan d’ar billet, en faveur ar Roue
Doue da gonzolo neb a digwezo d’hè !

      Na pa oamb en kêr assamblet
      Eun tri c’hant a bôtred,
Eno oa hirvoud, chagrin ha melconi,
Da c’hoûd piou vije zoudard ’wit parrouz Loguivi.

      Pa oan er gambr, prest da dennan,
      Me o commans crenan,
O sonjal em chalon, em speret,
A vijenn zoudard, ha gwir am boa sonjet.

      Pa oa digwêt ar billet d’in
      Ha me da déplorin,
O gwerc’hez Vari ! digwêt ar ballet d’in,
Setu me conscrit ’wit parrouz Loguivi !

      Roët oe d’imp eun tam conje,
      ’Wit mont d’ar gêr neuze,
Da lâret adieu, kerent ha minoned,
Ha da gimiadin digant hon mestrezed.

      — De-mad d’ac’h-c’hui, ma dous Mari,
      Digwêt ar billet d’in ;
Arru ann amzer ma vo ret ho cuitad,
Hac ho tilêzel, marteze ewit mad !

      — Ha possubl ve, ma zervijer,
      Ve collet hon amzer,
Hac hon joaüsted troët ’bars en glac’har !
Me garje bezan ’n creiz calon ann douar !

      — Mari, na lavaret ket se,
      C’hui c’heus ho liberte
Da choas ho tezir, en parrous Loguivi,
Ha me ’zo breman dindan ho damani.

      ’N ker’liès plass ma valein,
      Am bô zonj a Vari ;
Na noz na de na iei deuz ma speret,
Pa sonjfet ’n neubeutan, me deuio d’ho kweled.

      Mari, en ho hol bedenno,
      Bezet zonj ac’hanon,
Ha ma retornan c’hoaz d’am bro birwikenn
Me dalvo d’ac’h-c’hui en kefer eur c’hristenn.


      Adieu, hospital ar Roue,
      Me n’ho kwelin goude ;
N’am bezo pelloc’h nep-sort plijadurès
O pourmen dre-z-och en kefer ma mestrès !

      Adieu, pors Brest ha Recouvrans,
      ’C’h an da guitaad Frans,
Ar Roc’h, Landernè, Castel-Pol, Montroulès,
Landivichau tremenen aliès !

      Adieu, kerent ha mignoned,
      C’hui na bartifet ket :
Canet eur zonic ewit em recreïn,
M’ hen graïo ive, pa vin en Enesi !


Plouaret.


____________