Son zoudard (1)

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Son Soudard.

Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 262)



SON ZOUDARD
____


Mar gan-me biken d’ann arme,
Treidadira, ladiradireno !
Mar gan-me biken d’ann arme,
Me am bo eun habit newe.

Eun habit newe penn-da-benn,
Eun ancane ouz ma dougenn.

Eun tog a dri c’horn war ma fenn,
Ha war he leïnn eur blumachenn.

Eur zabrenn noaz ouz ma c’hoste,
Ewit mont treuzec ann arme !


Mac’harit Olier. — Pludual.


____________