Distro eur zoudard
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Distro eur Zoudard.
O tistrei euz eul leur newe,
Me am boa grêt eur bromesse :
Eur plac’hic coant ’m boa rancontret,
Hac a oa plijet d’am souhêt.
Ha me o c’houlenn digant-hi :
— « Contant a vec’h da zimezi ? »
— « Iaouankic mad a em gayan
Da zimezi c’hoas, er blâ-man. »
— « Eur mouchouër zei rû fleuriet,
« Ouspenn, eur walenn alaouret,
« Mar bec’h fidel d’ho promesse,
« Merc’h iaouanc, setu-int aze !
« Me ec’h a breman d’ann arme,
« Na da zerviji ar Roue ;
« A-benn eun daou vlà pe eun tri,
« Me a deuio d’hoc’h eureuji. » .....
Setu ann daou vla tremenet ;
He zad a neus hi dimezet,
He zad a neus hi dimezet
D’eun d’en coz ha na garrie ket.
— « Ewit zenti euz ho comzô,
« Ma zadic, me hen kemerro ;
« Me hen kemerro ’wit pried,
« Mès cousked gant-han na rin ket ! » .....
Pa oa ann anter-noz o sôn,
Hi o clewet mouez eur c’hlêron ;
Hi ’clewet mouez he zervijer,
Oa o retorn euz ar brezel.
Ann nôr pa deus bet digorret,
En he c’herc’henn ê bet lampet ;
En he c’herc’henn ê bet lampet,
Ar plac’h kerkent a zo marwet.
Neuze, d’eur mewel oa gant-han,
Hac a lârer Pierr anezhan :
« Pierri, ma mewel, zent ouzin,
« Comer ma c’hleze, gra ouzin !
« Setu aze ma hol arc’hant,
« Ive ma hol accoutramant !
« Kerz d’ar gêr ha lar d’am c’herent
« A vin marwet er regiment ! »
N’ oa ket he c’hir peurlavaret,
En he gic’henn ec’h ê marwet.....
Ha setu eun intanv coz grêt,
Ann noz kenta deuz he eured.
Marc’harit Fulup.