Kanaouen d’an otro Disez

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 73-76)



KANAOUEN D’AN OTRO DISEZ
                  Person newe Lohuec
                   (23 a viz c’houewrer 1908)

                          ————



A-rôk ma teu an heol hanv d’ober d’ar bleun diwan,
Da lakat richan ha kân e beg an evn bihan,
Me, barzig paour, a fell d’in kanan a-greiz kalon
’N enor d’an otro Disez, newe-hanvet person


E parouzig Lohuec, ’tre Kerneo ha Treger,
’Tu’r c’hreiz de da Logivi, stok ouz ar Finister,
Ez eo digouezet d’ean eur loden c’hoanteet
Gant meur a berson, sur ’walc’h, hep komz eus kureed.

E Lohuec, ’vel gwechall, e paroujo hon bro,
Ar gristenien ’deus miret gizio-mat hon tado ;
Gwelet hon deus, en de all, gant pebez karante,
Ez eo bet digemeret ’n otro person newe !

Ya, daoust ma oa, en de-ze, an amzer fall ha louz,
Da di an otro Julou, holl benno ar barouz
A zo deut goude kreiz-de, levenez ’n o c’halon,
Da gerchet ’n otro Disez, bugel sant Milion.

Hag an otro maer e pen, ’dreuz da Goad-ar-Markiz,
Beleien, kuzuilherien, gante kezeg diskwiz,
A zo deut da Lohuec, ’lec’h ’vralle ar c’hleier ;
O ! ’wit eur person newe, kaerat da digemer !

————


Ton : Mouez ar c’hleier (p. 17)


Ha breman, tudo, pan-eo-gwir
Eo ’rabad d’in bean re hir,
Ma lezet, en eur chanj a don
Da ganan d’ho person eur zon.

Ar memes de, en Plouaret
An hent-houarn ’moamp kemeret
’Wit mont da Gloerdi Sant-Briek
’R bla pewar-ugent-ha-daouzek !

E-tal ar mor, te, goude-ze
E parouz Plouvouskan kure,
Me ’oe hanvet e Sant-Servez
E bro Kallak, ’lec’h e teuez.


Tremen seiz vla ’zo e Gwengamp,
A belech ’rez aman eur lamp,
Evel breudeur hon deus bewet,
Pe vije joa, pe boan-spered.

Ha daoust d’in-me da gaout keun,
Ewidout ’m eus kuntuilhet bleun ;
Ret-mad eo d’in o dispakan,
P ’eo gwir ’on deut herie aman.


Savet gant tud hag a gare
A-greiz o holl galon Doue
An otro Disez, evelte,
A-gren ’n em ro d’Ean ive.

Stag-mat e galon ouz e vro,
Gouest da doman ar c’halono,
Ne glasko ’met eun dra aman :
’Vo karet Doue, da gentan !

Ha ravo Jezuz-Krist meulet,
’Vel er beure-man ’n eus laret,
’Wit m’hallo, en tiegezo,
Skuilh e vennoz hag e c’hraso !

Parousianiz Lohuec,
Me gred, ho person kalonek
A ’n em blijo ganec’h aman ;
C’houi ive vo evrus gantan.

Gant e vouez kaer hag e ganio
E ray tridal ho kalono,
Hag e gador, gant e gomzio,
Ray sklerijen d’hoc’h ineo.

Sturian a ray ar vugale
’Trezek ar vad, ’trezek Doue ;

D’an dud yaouank ’selaou e vouez,
Hag ’kersfont en hent ar furnez !

An dud a boan, hag ar re goz
’Vo klewet o laret bennoz
D’ar beleg ’no o c’honfortet
E barz en o foanio kalet.

En hoc’h iliz koant, a c’hiz-koz,
Diazeet war lein ar roz,
Holl e kavfet c’hoaz levenez,
O pedi Doue asamblez.

Ar garante evel chaden
Trezan hag e barouz kristen,
Na diaoul na den n’hallo kammet
Trec’hi warnoc’h holl, unanet !

————



N’hallan dihan hep kas eur beden
D’an Hini ’n eus karet kement,
D’an Itron Varia Wir-Zikour,
’Wit ma vinnigo e labour :

O Patronez oat kerig Gwengamp,
Chomet bepret e wellan Mam,
Ha tolet eur zell a drugare
’Warnan hag e barouz newe !
(Diou wech).


————