Mont d’an endalc’had

D’an otro Bescond

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 76-79)



D’AN OTRO BESCOND
         Person newe Plouaret
               (15 a viz Du 1908)

                 ————



Parouz Plouaret gwechall he far n’he devoa ket ;
Peder chapel warn-ugent war he douar savet !

Kestel du-man ha du-hont, ha tud brudet meurbet,
E Treger kaeroc’h ’witi ne oa parouz ebet !

Daoust ma zo bet distaget diouti eur skolpaden,
’Wit ober ar C’hoz-Varc’had, an eil evel eben
A ra c’hoaz diou barouz kaer. Iliz vrao ’deus ar verc’h,
Gant hec’h iliz koz ar vam n’eo ket chomet war-lerc’h.

Pa oe gret an disparti, e oa, en Plouaret,
Eur beleg meurbet gouiek, ha gant an holl karet,
Diwar-ben ar person-ze, ’komzer c’hoaz alïes ;
Eun den, eme ar re goz, ’oa an otro Denès !

Breman a zo pemzek vla, unan all a zo deut,
Mat ha kalonek ive, daoust ma seblante reut,
Eur beleg santel da vat, ha n’ouveas biskoaz,
Chanj a liou d’ar wirione. Maro ez eo, siouaz !

Eur ween, kouet d’an douar, e c’haller kât he ment ;
Pa ve tremenet an den, anveet diagent,
Ez eo ezetoc’h ive gôut e dalvoudegez,
Hag ar mignon ’c’hall neuze komz eus e vadelez.

An otro Stephan, dalc’hmad, didamant a zo bet
En e genver e-unan, ’kenver re-all n’oun ket ;
N’en devoa kammet disket rei eun tu-gin d’e c’hir,
Na trei pen gant pep awel ; trempet ’oa evel dir !

Plouaridiz, diwallet d’ankouaat anean !
E boan kouk hag e arc’hant ’n eus dispignet aman.
Ar skol gristen, an iliz, ha gweren-vras ar c’heur
A laro ’oa ’n em roet, ’vel ’n em ro ket nemeur !

Ar barouz, pa aruas, war goz a oa eun tam,
An otro Stephan, zoken, ’gave pounner ar zam ;
’Met souc’h e alar oa mat hag e brezegenno
Tam-ha-tam ’deus digozet douar ar c’halono


Hag o furchal an douar, eun de en eus kavet
Eur goz-vedalen velget, eno pell oa kuzet ;
Gwalc’het ’n eus ar vedalen ; warni ’tizoloas :
’Neun tu ’skeuden ar Werc’hez, ’n tu-all skeuden ar groaz !

Neuze ’teuas ’n e spered eur zonj, sonj ar c’haeran :
Gwechall, ’mean, eur groaz aour a oa er barouz-man ;
Kroaz aour parouz Plouaret, siouaz, ’zo bet laeret,
’Met ar Fe, er c’halono, a welan ’zo chomet.

Setu ar vedalen-ze, ’n otro Stephan maro,
Roet d’an otro Bescond, misioner hon bro,
Kouean ’ra etre daouarn ha n’emaint ket e noaz,
Daouarn ’ray d’ei, a gredan, Juchan eun tammig c’hoaz !

Komz eus an otro Bescond a ve, sur, poan gollet,
Rak dre ar vro neus hini eveltan anveet,
Anveet ’vel prezeger ha poanier didamant,
Elech ma ve ’oar ober labour kement ha kant.

N’ho peus ket klewet ’nean meur a wech ’n hoc’h iliz,
Ha n’ho peus ket lavaret : Hennez kammet na skwiz ;
Pa ve eur gir o tont ’maez, ’kichen an toull dek all
A ve o voutan warnan, hag holl ’vont dishual.

Ha kaerat da Vrezoneg a ouve dispakan !
Nep hen klew a renk laret : Tremen mestr eo heman !
’N e c’heno ar brezoneg ’zo dous d’an diouskouarn,
Evel ma ’z eo ar voulouz hag ar zei d’ar daouarn.

E-keit ha ma ’n eus troet en-dro da Blouaret,
’Vel kure pe ’vel person, karante ’n eus kavet :

Perwenan, Plistin, Gwengamp, Plunet, Paonrit-Beskont
N’o deus ket c’hoaz ankoueet hano ’n otro Bescond.

Ewit an dud a hep oad e galon digor-frank,
En eus an tu da c’honit, dreist-oll, an den yaouank,
Dre ’lec’h ma ’n eus tremenet, ar yaouankiz, dalc’hmad,
He deus bet kavet ennan eur mignon hag eun tad !

Karante e genvreudeur ’n eus pell zo goneet,
Rak da rei dorn ha zikour, eveltan nan eus ket,
Ha pa ’z eo deut ar c’helo ’teue da Blouaret,
An holl o deus lavaret : Dibab-mad a zo gret !

Itron-Varia ’Blouaret, d’Ec’h ma gir diwean !
Binniget an Tad newe, hag e barouz gantan ;
Skoulmet erfad ar chaden ’stago ar c’halono
Ouz Doue, ouz ar pastor, hag ouzoc’h war eun dro !


————