Kroaz aour Plouaret

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask
Gwerziou Breiz-Izel. Chants populaires de Basse-Bretagne.
Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 446-448)
◄  Penheres Crec’hgoure Kroaz aour Plouaret Logdu  ►



KROAZ AOUR PLOUARET.
________


I


   Kaera tri zenzaour ’zo er bed,
A zo ho zri en Plouaret :
Al lamp-arc’hant, ar werenn-vraz,
Hag ar groaz-aour, ’zo kaeroc’h c’hoaz !

   Kenta ma oenn en Plouaret,
Oa ur zulwez, en ofern-bred :
Pa oann en tro ’r prosession,
Skoas ur remorz em c’halon.

   Skoas ur remorz em c’halon,
Welet ur groaz-kaer dirazon :
Na setu ur groaz-kaer meurbed,
Hag a ve mad d’ar C’hozannet !

   Hag a ve mad d’ar C’hozannet
D’ober peziou pemp-realed !
’Ve mad da Iannik ar C’hozan,
’Zo bet mewell er Prat-Ledan ! [1]


II


   Hanter-kant nozwes ez on bet
En santes Barba o kousket, [2]
’Klask laeres kroaz-aour Plouaret,
Ha pa varwjenn, n’hen grajenn ket !

   Penamet honnont, groeg ’nn Dantec,
’Deuz ann alc’houeou d’in roët ;
’Deuz roët d’in ann alc’houeou,
P’oa et ann dut d’ho gweleou.

   Pa oann antreet ar vered,
Ha me ’rankontr ur c’hi-barbet ;
Ha me ’rankontr ur c’hi-barbet,
Hag hen euz d’in-me lavaret :

   — Mar laeres ’r groaz, me as salvo,
Ha mar na reez, me as daono ! —
Pa oann ’tigori ’nn or genta,
’Komansas ’r c’hleïer da vralla ;


   Ar sierjou-koar da allumi,
Daoulagad ’r zent da lugerni ;
Hag ar grusifi ’laret d’in :
Leusk hi zenzaourou gant Mari ! — [3]

   Pa oann o serri ’nn diweza,
’Lare ’r person ’n he bresbitoar :
— Aotro Doue, Plouaridiz,
Na setu laeret hon iliz ! —

   Pa oann arru war bont ’r Zaozon,
Ar c’huruno ’ komanz da zon :
— Kouraj ! kouraj kamaraded,
Arru omp tost da Lanvellec !

   — Mari Garan, digoret ho tor,
Biskoaz n’ho po bet sort digor ;
Biskoaz sort digor n’ho po bet,
Set’ aze kroaz aour Plouaret ! —

   Mari Garan, ’vel ma klewas,
Hi gwinn da redek a leuskas ;
Hi gwinn da redek ’deuz leusket,
Gant ar joa euz kroaz Plouaret !

   Nao c’harg-keuneud am euz dewet,
Nao fillik-arm am euz fontet,
’Klask fonta kroaz aour Plouaret,
Hag a varwjenn n’hen grajenn ket !

   Hag a varwjenn, n’hen grajenn ket,
Blamour d’hon Zalwer benniget ;
Blamour d’hon Zalwer benniget,
A oa er groaz krusifiet.

   En un arc’h-stoup en Lanvellec
’Ma brema kroaz-aour Plouaret,
N’ema ket hi far war ann douar,
Met en Langoat ema hi c’hoar !


Kanet gant Barba Tassel, en bourk Plouaret, — 1867.


_____________
  1. Le Prat-Ledan est un village à moins d’un kilomètre du bourg de Plouaret.
  2. Sainte-Barbe est une chapelle du 16e siècle, dans le bourg même de Plouaret.
  3. Variante :
       Un dra em speret lavar d’in :
    — Lez hi zenzaourou gant Mari ;
    Lez hi zenzaourou gant Mari,
    Rag mar laeres, krouget a vi ! —