Logdu

Eus Wikimammenn
Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 450-456)



LOGDU.
________


I


   Anter-kant nozwez ez on bet
En bered Maudes o kousket ;

   En bered Maudes o kousket,
O klask tioud minorezed.

   Ha n’am euz ket a geun d’am foan,
P’am euz gallet tioud unan……


II


   — Aotro Logdu, ma gortoët,
Me ’z ha d’ar ger, n’ daleïnn ket,

   Da wiska ma zemizettenn,
Ha da lakad ma flottantenn. [1]

   — Ho ! salv-ho-kraz na iefet ket,
Ganin-me d’am zi a teufet.

   Pa arrufet-c’hui bars ma zi,
’M euz peadra d’ho akoutri :

   Me breno d’ac’h zemizettenn,
Hag a wisko d’ac’h flottantenn ;

   Hag a wisko d’ac’h flottantenn,
A gousto pemp skoed ar walenn.


III


   Pa oant bet ur pennad ’vel-se,
Arru gant-he kezlou newe ;

   Arruas Kerdalouarn d’he di,
Wit rentan ar visit d’ez-hi ;

   Wit rentan ar visit d’ez-hi
Ha kalonnad d’hi glac’hari.

   — Demad d’ac’h, aotro Presidant,
Ur barner hag un den vaillant ;

   Ur barner hag un den vaillant,
Ha resever ar Parlamant.


   Pe barnedigez ’rofac’h dun den [2]
A deufe d’ho ti gant armou ;

   A deufe d’ho ti gant armou
D’ gerc’had ho tud hag ho madou ? —

   — Mar be païsant, hen krouga,
Mar be denjentil ’n distruja ;

   Mar be denjentil, ’n distrujan ;
Setu ’r varn a rofenn d’ez-han…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Naïk ’r Waz-arc’hant a lare
D’ann aotro Logdu eno neuze :

   — Aotro Logdu, mar am c’hredet,
D’ar ger a Razon n’iefet ket ;

   D’ar ger a Razon n’iefet ket,
Un draitouraj bennag ’zo bet,

   Ha mar bet tiet en Razon,
Ho penn a baëo ho ranson. —

   — Drouk ha mad gant nep a garo,
D’ar ger a Razon me ielo !…… —

   Et ez eo Logdu da Razon,
War-gein un inkane mignon ;

   War-gein un inkane mignon,
Hag hen houarnet gant leton ;

   Houarnet eo gant leton gwenn,
Ur brid arc’hant ’zo en he benn.

   Pa oa o vont gant ann hent-braz,
Paotr ar Baron a rankontraz :

   — Aotro Logdu, mar am c’hredet,
D’ar ger a Razon n’iefet ket,

   Rag sur oc’h da veza tapet,
Ho unan ez oc’h em varnet :

   Ha mar bec’h tapet en Razon,
Ho penn a baëo ar ranson. —

   — Me ’zo bet kant-gwes en Razon,
N’ gredann ket ’ve paotr ar baron ;

   N’ gredann ket ’ ve paotr ar baron
Ma zistrofe d’ vont da Razon. —


IV


   ’Nu aotro Logdu a lavare,
Er ger a Razon p’arrue :

   — N’ gavfenn ket habit ur belek,
Ewit mont d’al lez da glewet ? —

   Hen ’tibab un habit voulouz-du,
O vont gant-han d’al lez d’oc’htu ;

   O vont gant-han d’al lez d’oc’htu,
Ma ’z eo kommerret al Logdu. —

   — Pa ’z oc’h-c’hui da Razon deuet,
Gant-omp-ni c’hui ’zo kommerret ;

   Ewit d’ho klask na iajemp ket,
Ho unan ez oc’h em varnet :

   Ur plac’h iaouank ho poa laeret,
A bini ’c’h euz gret ho pried ;

   A bini ’c’h euz gret ho priet,
Met al lez n’euz ket permetet…… —


V


   ’Nn aotro Logdu a lavare
’R vaz huella ’r skeul pa bigne :

   — Me a well arru ma friet,
Gant-hi ’r plat-arc’hant alaouret ;

   Gant-hi ’r plat-arc’hant alaouret,
D’ lakad ma fenn, pa vo troc’het :

   Brases eo a verc’h pe a vab,
Met bikenn n’ anvezo he dad ! —

   Naïk ’r Waz-arc’hant, pa deuz gwelet,
War al lec’h a zo fatiket.

   Naïk ’r Waz-arc’hant a zo kasset
D’ar fabourjou, ha dizemplet.

   Pa dizemplas, a lavaraz :
— Roët d’in-me ur c’hleze-noaz ;

   Roët d’in-me ur c’hleze noaz,
Mar euz waleur, me hen graï c’hoaz.

   Mar kavfann ma mamm en Razon,
Me blanto m’ c’hleze ’n hi c’halon !

   Kiriek eo d’ varo ma fried,
Braoa denjentil ’ oa er bed ;

   Hen meritout me na renn ket,
Nag a vado, nag a c’henet.


   Ma vije beo c’hoaz Kermorvan,
Hen ’raje did, Kerdalouarn ;

   Hen ’raje did, Kerdalouarn,
Dibri ann dirr hag ann houarn,

   Hag ar c’hik diwar da eskern……
Met te ’ zo daonet en ifern ! —


Kanet gant ur goaderes, en Loguivi-Plougras. — 1868.


________

  1. Le mot zemizettenn, signifie une jupe de dessous ; quant au mot flottantenn, je ne sais pas bien quelle partie des vêtements de la femme il pourrait désigner. C’est sans doute un manteau, ou un cotillon ample et flottant ?
  2. Le vers est faux et ne rime pas, c’est sans doute la faute du chanteur.