Mont d’an endalc’had

Kambr ann deputeed

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kambr ann deputeed hag ann elektionou.

Meur a hini
J.-P. Gadreau, 1872  (p. 51-54)



KAMBR ANN DEPUTEED


ANN ELEKTIONOU. — RED EO D’ANN HOLL voti.


————


Klewet a ret alies, ma zudou geiz, komz euz Kambr an Deputeed, pe ar C’horf legislatif, euz Deputeed hag elektionou, ha kalz ac’hanoc’h na ouzont ket mad petra eo Kambr an Deputeed, petra eo un Député zoken, na petra a dle da ober evit beza un Depute mad.

Ann elektionou ive a ro poan-spered da veur a hini, ha kalz a zo hag a zo skuiz o vont ken alies da rei ho moueziou, pe voti, evel ma ve lâret en Gallek, abalamour na welont netra a vad o c’hoarvezoud goude, hag ann traou o vont peurvia fall pe falloc’h. Klewet am eûz, meur-a-wez, tud diwar ar meaz, hag ive euz kêr o lâret : — « Me na inn ken da rei ma mouez, pa eo gwir ez on bep-tro en tu koll. »

Ac’hanta, se na eo ket mad ; it da rei ho mouez bep-tro, komerrit kuzul euz ann dud onest, ann dud vad (bez’ a zo anezhe dre-holl), pere a anavezet, ha na ret ket evel kalz re a lavar : — « Petra a raio ma mouez en kement-man holl ? ur vouez en tu-man pe en tu-hont, mouez ul labourer-douar, na eo netra. »

Kement-se na eo ket gwir, ha mouez ur mevel a dalv, en tu ma ve, kement hag hini he vestr. Ha neuze, gwelet petra c’hoarvezfe, mar komzfe ann holl er stum-se. Ann dud-fall, evel potred ar Gommun, en Paris, hag ho re, hec’h a holl da voti bep-tro, ha mar na ioullet mont ive, evel-t-he, e teufont da drec’hi dre-holl, ha spontuz eo sonjal er pez a c’hoarvezfe neuze. Goulennet kuzul, a lâran d’ehoc’h c’hoaz, euz ann dud vad hoc’h eûz fizianz en-hê, ha votet bep-tro, ha na gredet ket penos ho mouez a zo ur vouez kollet.

Un dez a deuo, me oar vad hag a c’houvefet gwelloc’h eget hirie penoz a tremen ann traou en ho pro, ha da betra e talv mont da voti. Me garrie ho kwelet holl o komer plijadur o lenn en Gallek, ar re a oar ar Gallek, en Brezonek, ar re na ouzont ket ar Gallek. Hag ar re a oar lenn a dlefe lenn a vouez huel d’ar re na ouzont ket, er goanv, etal ann tan, goude labouriou ann de, hag ar suliou, goude kreiz-de, epad ann hanv, evit diski kalz a draou talvouduz, (importantes) pere na ouzoc’h ket, war ann doare da labourad ann douarou, da vaga al loened, d’ho louzoui en ho c’hlenvejou ; — hag ive un tammig politik, evel ma ve lâret en Gallek. Ann traou-se holl a gavfeac’h el levriou.

Kalz a zo hag a lavaro d’in, marteze ; — « Kement-se holl a zo brao da lavaret ; met pelec‘h e kavfomp al levriou en pere e tiskfomp ann holl draou-se ? »

Gwir eo, al levriou brezonek en pere a ve gallet diski ann traou am eûz lavaret huelloc’h a zo kalz re-neubeud anezhe e-touez ann dud diwar ar-meaz, en Breiz-Izel. Met disket lenn ha skriva, ar re na ouzont ket, pe grêt lenn d’ehoc’h, ar re a zo re-goz evit diski, hag al levriou mad a deuo ive, hag hep dale : me e anavez tud pere a lakao, gant plijadur, ho foan hag ho gwieges evit ho skriva, ha mar diskouezet kaout c’hoant da deski ann traou talvouduz a zo rêt da c’houzout evit beza un tiek mad, un elektour mad, hag ive ur c‘huzuiller munisipal, pe ur Mear mad, — un dez a deuo hag ho pezo ive, marteze, ho journal pe gazettenn. en iez koz ho tadou, evel ho person, ho noter, hag otronez ann noblanz, — pere ho d-eûz ho re en Gallek.

Met dont a ran d’ar pez a lavarenn d’heoc’h da genta : fellout a ra d’in rei d’ehoc’h da glewet, en bêr gomzo, petra eo ann elektionou, petra [eo] un Depute, ha da betra a ve kaset ganeoc’h da Baris.

Gwelomp da genta petra eo ann elektionou.

Ar giriou elektion, elektionou, a zo giriou gallek, hag er iez-se ez int evel ma lavarfac‘h : — dibab, dibabou. Un elektion a zo eta un dibab, pe ur choaz, mar karet, grêt gant ann elektourien, da lâret eo ann dibaberienn, ann dud a zo en noad da rei ho moueziou evit henvel ar re a gavont ar gwella evit beza en eur gark bennag, evel kuzuler munisipal, Mear, kuzuler jeneral, Depute. Gwez-all, ann holl gargou-se na vijent ket roet dre votadek, pe elektion, evel ma lârer en Gallek ; ar Roue, pe ann Impalaër, pe ar Prefet a hanve ar re a garie, hep goulen digant ar bopl pe ho c’havent mad, pe na reent ket. Ann Deputeed, hep-ken, a vije hanvet dre votadek, ha c’hoaz ez oa rèd beza pinvidik evit beza elektour, da lâret eo dibaber. A-boe 1848, hep ken, ann holl gwased ho d-eûz ur bloaz war-n-ugent, nemet ar re ho d-eûz bet ur varnediges fall bennag (en Gallek — un jugement infamant), a zo galwet da rei ho moueziou evit ober ar c’huzulerienn munisipal, ar c’huzulerienn jeneral hag ann deputeed. Evel-se eta, mar hoc’h eûz kuzulerienn fall, pe deputeed fall, na eo nemet d’ehoc’h ho-unan a dleet em gomer diwarbenn kement-se. Gwelet eta pegement ez eo un dra talvouduz (importante) voti bep tro, ha voti mad, da lâret eo evit ann dud onest, ann dud fur pere a anavez ho ezommou ha pep-tra a gement a sell ho madou (vos intérêts).

Ar c’huzulerienn munisipal, — gouzoud a ret se, me oar vad, — a zo hanvet ganeoc’h ; en pep parroz, evit rena traou (les affaires) ar barroz evit ar gwella, ha ober un impli vad euz he dinerou, evel a-vad, aoza (réparer) ann hentjou fall, ha digorri hentjou nevez lec’h ma ve ar muia a ezomm. — Ar c’huzulerienn jeneral, pere a em dastum en penn-kêr ann departamant, pe en ti ar prefet, — ho d-eûz da labourat evit mad ann departamant holl, ha pep-hini evit he ganton dreist-holl, abalamour ma anavez gwelloc’h he ezommou. Re-hirr a ve lavaret d’ehoc’h aman holl ar pez a sell anezhe ; met gouveet mad penoz mar hanvet ur c’huzulier jeneral fall, ho pezo keuz braz a se, divezatoc’h.

Un depute hen eûz kargou huelloc’h, ha dleou, deveriou brasoc’h c’hoaz en ho kever. Indan ur gouarnamant republikan, evel ma ’z omp hirie, Pensturier ar Republik, pehini a zo ar c’henta euz ar gouarnamant, evel diagent ar Roue, pe ann Impalaër, — ar Pensturier eta na c’hall ober netra a vraz, netra a dalvoudegez, hep komer kuzuliou ann deputeed, hag a ve red d’ezhan ober evel ma c’houlenn ann tu lec’h ma ve ar muia a voueziou, en Gallek, ar majorité. Ar vro holl, a ouzoc’h mad, a zo galwet da henvel ann deputeed. Ann depute a gaset da Baris, — pe da Versailles, pa eo gwir e-maint breman en Versailles, — a ro he vouez evidoc’h en kambr ann deputeed, da lâret eo en ur sall vraz lec’h ma em dastumont holl, en niver a 750, a gredan, evit em glewet war holl kement a sell madou (les intérêts) ar vro, evel kreski pe bihanaad ann taillou (les impôts), — ober ar brezel pe ar peuc’h, ober lezennou nevez, ha kalz a traou all, pere a sell ar Fransijenn holl. Kambr ann deputeed a ve hanvet c’hoaz Korf législatif, hag ar gir gallek-se, législatif, grêt a daou c’hir latinn, a zo evel ma larfac’h : — oberour lezennou, — rag, evel am eûz lâret un tammig huelloc’h, ann deputeed eo a ra al lezennou nevez.

Dre gement-se holl a welet sklêr penoz e votet, pa roët ho mouez, ho kuzul, bep-tro en kambr ann deputeed, dre vouez ann deputeed pere hoc’h eûz kaset da Baris, mar ro ann deputeed-se ho moueziou hervez ho c’hoant, hag evit ho mad hag hini ar vro, — en ur gir, mar int deputeed mad. Met kalz a zo anezhe, siaouas ! ha na glaskont beza hanvet nemet evit kaout ur garg huel hag enoruz, gonid kalz a arc’hant, hep poan, — pe dre lorc’h (vanité). — ha ur wez duhont, na int ket nemet ganeoc’h na gant ho ezommou : alies zoken a reont goap euz ar re pere ho d-eûz bet fizianz en-he, hag a roont ho mouez war bep tra evel ma plij gant-hè, ha nann ganeoc’h. Kaset hoc’h eûz anezhe duhont evit lavaret nann, pe du ; — hag a lavaront ia, pe gwenn.

Ar re-se a zo deputeed fall, ha n’ho c’hasfet ket a-nevez, me oar-vad.

Gwelet eta pegement a dleet diwall, komer kuzul, ha sellet piz evit henvel deputeed mad. Met allas ! ken eaz eo ober goap ac’hanoc’h, pa na ouzoc’h ket lenn er journaliou, pe er c’hêloiou, ar pez a ra pell ouzoc’h ho teputeed ! — Ur wez c’hoaz, lennet eta, pe grêt lenn d’heoc’h ha goulennet kuzul, mar oc’h re oajet evit diski lenn : kaset ho pugale d’ar skoliou, hag ez ouvefont neuze penoz rei ho moueziou, pa vezo deut ive ho zro, hag ho defo deputeed mad, hag ur gouarnamant mad, hag hon bro ger Franz a em gavo c’hoaz da veza ar c‘henta euz ann holl vroiou !