Mont d’an endalc’had

Ann otro Thiers, Pensturier ar Republik

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ann aotrou Thiers.

Meur a hini
J.-P. Gadreau, 1872  (p. 45-50)



ANN OTROU THIERS
PENSTURIER AR REPUBLIK.


————


Mad ez eo d’ehoc’h holl anaout buhez ann den brudet-kaer, ann den wiziek ha fur pehini a zo brema pensturier (président) ar Republik en Franz, ann otro Thiers.

Ann otro Thiers a zo mab ur mecherour (ouvrier). Gwelet a ret dre-se, ma mignoned, penoz ec’h haller sturia (gouverner) mad ur vro, hep beza ur prinz. Ganet eo er gêr a Varseill, er bloaz 1797, hag evel-se hen eûz brema pevarzek ha tri-uguent bloaz. En he iaouankiz, e studiaz kalz holl kement a mad da c’houzoud evit kuzulia mad ur gouarnamant, pe beza en he benn zoken, evel ma eman hirie, — hag e teuaz da veza gwiziek braz war al lezennou, ar finansou — da Lâret eo ann impli (l’emploi) vad euz arc’hant ar vro, — hag ive war an tu da rena, da diski ha da vaga un arme. War histoar ar Franz ive, hag histoariou ar broiou all, na eûz ket a grenvoc’h evit-han. Goude beza disket evit-han he-unan, a skrive er journaliou hag el levriou, evit rei da anaout d’ar re-all ar pez hen defoa disket. War-dro ann noad a dregont vloaz, e skrivaz histoar Revolution Franz, ar Revolution vraz, hag he levr a zo ar gwella euz ann holl pere a zo bet gret war ar Revolution. Goude-se, e skrivaz en ur journal brudet d’ann amzer-soe, evit goulenn lezenno mad hag ur gouarnamant mad. Hogen el-lec’h selaou aliou mad ann otro Thiers, ar roue Charles dek, pehini a rene d’ar c’houlz-se, a c’hoantaaz ober al lezennou nevez he-unan, hep goulen kuzul ann Deputeed ez oa bet dibabet gant ar vro, hag hoc’h ober evel-se e reaz fall, ha e lakaaz ann holl a-eneb d’ezhan. Popl Paris a em savaz neuze, ha Charles dek a rinkaz mont er-meaz a Franz, en Bro-Saoz. Ann Deputeed a hanvaz neuze da roue en he lec’h Loëiz-Fulup. Kement-man holl a c’horveaz ar 27-28 ha 29 a viz Gouere, er bloavez 1830.

Daou vloaz divezatoc’h, ann otro Thiers a oe hanvet ministr, hag a renaz evel ministr epad pevar bloaz. E-keit ha ma oe ministr, a oe peur-c’hret (achevée) ar brezel pehini a redimaz ar Belgiq euz indan veli (domination) ar Holland. Ar gêr-grenv hanvet Anvers, lec’h ma oa em dennet ann Hollanded, a oe kemerret, hag a-boe ann amzer-se, ar Belgiq a zo ur rouanteles libr.

Bez’ a zo tud, evel ar Prusianed, pere na reont ar brezel nemet evit gonid, da lâret eo laeres douarou hag holl draou ho amezeienn ; hogen armeou ar Franz ho d-eûz a bep-amzer difennet ar re dinerz, ha redimet a re a oa gwasket (opprimés). En amzer-se, evel breman, ann otro Thiers a renkaz mouga (réprimer) froudennou d’ar bopl da em sevel a-eneb d’he roue. Hen a lakaaz kemer ann dukes de Berry, pehini a c’hoantaë ober d’ar Vendea em sevel, ha lakaad da roue he mab, bihanig c’hoaz neuze, hennes pehini a gemer hirio ann hano a Herri Pemp. Divezatoc’h a rinkaz c’hoaz ober ar brezel d’ar republikaned, pere a c’hoantaaz diskar Loëiz-Fulup, hag a kersaz he-unan eneb ar barikadennou. Er bloaz 1835, ur muntrer hanvet Fieschi a eseaz lac’ha ar roue, gant un ijin (machine) hanvet en gallek machine infernale, da lâret eo ijin ann ifern. Ar roue n’hen defoe drouk a-bed, nag ann otro Thiers ive, evit-han da veza en kichen ar marichal a Fanz Mortier, pehini a oe gouliet d’ar maro. Hogen prestig goude-se, siouas ! a lakaaz ar bopl a-eneb d’ezhan gant lezennou anvet lezennou miz Gwengolo, ha pere a vihannae liberte ar journaliou. Er bloaz 1836 a paouezaz a veza ministr.

Pevar bloaz divezatoc’h, en 1840, ann otro Thiers a oe arre galvet da vinistr gant ar roue Loëiz-Fulup. Neuze a reaz digas da Baris relego ann Impalaër braz, Napoleon kenta, pehini a oa marvet en enezenn Santes-Helena, lec’h ma oa dalc’het prisonier gant ar Saozon, — evit beza grét re ar brezell. He gorf a oe lakêt neuze en iliz ann Invalided, pe ar soudardet mac’hagnet, en Paris.

Neuze ann otro Thiers a aozaz (prépara) ar Franz evit ur vrezel vraz. rag ann holl a sonje a vije ur vrezel vraz diwarbenn ann Turkianed, evel brezel ar C’hrime, en 1854. Neuze e lakaaz sevel mogerou ha kastellou (les forts) Paris, pere ho d-eûz, epad pemp miz, harzet ar Prusianed da vont en Paris, rag Paris n’eo ket bet komerret gant ar Prusianed, em rei a d-eûz rinket da ober, siouas ! pa na oa ken netra da debri en kêr.

Na oe ket a vrezel neuze, evel ma sonje gant ann holl, hag ann otro Thiers a baouezaz arre da veza ministr. Neuze a em lakaaz da skriva buhez ann Napoleon braz, unan ar c’haera levriou euz hon amzer.

Er bloaz 1848 a oe ur revolution nevez, hag en dro-se arre ar gouarnamant hen defoe keuz dre ma n’hen defoa ket selaouet ann otro Thiers. Ar bopl a c’houlenne ma vije galvet, — nann ann holl evel brema, — met un niver brasoc’h a dud, da henvel ann Deputeed : hogen Loeïz-Fulup hag he vinistred na iouljont ket selaou mouez ar bobl, ha Loeïz-Fulup a gouezaz ive, evel ma oue kouezet Charles dek. Allas ! kerkent a ma teu un den da veza dreist ar re-all, evel Roue, pe Impalaër, na selaou ken ann dud fur, hag a koll he ben, hag a teu prestig da goueza. Pa oe peurc’hrèt (finie), pe dost, ar revolution, ar roue koz a digorraz he zaoulagad. Neuze a c’hoantaaz lakaad ann otro Thiers da vinistr, evit ann derved gwez, ha rei d’ar bopl ar pez a c’houlenne : met allas ! re-divezat ez oa ! — Dre ma n’hen defoa ket ioullet rei un dra dister, er c’houlz vat, Loëiz-Fulup a gollaz e gurunenn, hag a renkaz iwe em denn en Bro-Saoz, evel Charles Dek.

Ann otro Thiers a reaz euz he wella evit harza (arrêter) ar revolution ; met ar bopl, ur wez en hent, na ve ket dalc’het evel-se. Ann insurjeed a oa mestr en kêr holl, ha n’eo ket ministred nevez hep-ken a c’houlennent brema, met kas-kuit ar roue hag ann holl rouanez zoken, da vikenn. Ma renkaz eta ar roue koz, gant he re (avec sa famille) tec’hel en Bro-Saoz, evel am eûz lâret huelloc’h. — Loëiz-Fulup a oa un den onest, ur roue mad ; met allas ! ha na ve ket lâret gant Doue penoz ann holl rouanez, ar re wella zoken, a deu un de da stoufa ho diou-skouarn da vouez ho fopl ?

Ann otro Thiers, hanvet da depute goude ar revolution, a guzuillaz ann deputeed da digemer mad ar Republik, pehini a oa bet embannet (proclamée) gant ar republikaned : — « Ar republik, emezhan, eo ar gouarnamant pehini hon disunan (désunit) ann neubeuta. » — Hag en gwirionez, ann holl a ioull (désire) servija he vro, — el lec’h darn na ioullont ket servija ar Vourboned, pe ann Orleaned, pe ar Bonaparted. Ma ve goulennet diganehoc’h, ma mignouned : — « Ha c’hui a gar ar Franz ? » Holl a lavarfac’h, en ur vouez : — Ia ! — Ha mar be goulennet diganehoc’h : — « A c’hui a gar ann Impalaër ? » — unan a lavarfe : — « Gwelloc’h eo ganen Herri pemp ; » — unan all : — « Gwelloc’h eo ganen an duk d’Aumal, mab Loëiz-Fulup ; » — hag unan all : — « Ia, me a gar ann Impalaër, ha na garan na Herri pemp nag ann duk d’Aumal. » — Evel-se eta ann holl a em glew evit karout ar vro, ha pa ve komzet euz a brinsed, a ve tabut ha na em gleveur ken. Leuskomp eta ar prinsed da em chikanad etre-z-he, ha bezomp holl a unan evit karout ar vro, ar vro hep Roue, do lâret eo ar Republik.

Ann otro Thlers a servijaz e-leal (fidélement) ar Republik. ha bep-tro a roaz he vouez a-eneb ar re a c’hoantaaz hi diskar. En miz Ewen 1848, tud fall a em savaz a eneb gouamamant ar Republlk ; met trec’het a oent hep dale, hag ar re ar muia kabluz a oe kastiet. Ann otro Thiers a harpaz stard ar jeneral Cavaignac, karget da vouga ann insurection, ha neuze, evel breman, ez oe enebour braz ann demagoged, da lâret eo ar re a lâr beza republikaned, ha na int, en gwirionez, nemet tud a disurz, hag alies torfedourienn (des criminels), evel tud ar Gommun. Ul levr kaer a skrivaz d’ar c’houlziou-se, evit diskouez sklêr penoz ar pez hen eûz goneet pep-hini dre he labour hag he boan a zo d’ezhan, hag ann hini a c’hoanta hen lemel digant-han a zo ul laer, ha zoken un torfedour. Na roaz ket bep-tro he vouez, pe he vot, en gallek, da blijout d’ann holl, ha, me oar-vad, hen eveuz keuz brema d’hi beza roet evel m’hen eveuz grêt a-weziou (quelque-fois) ; met, da vihanna, hi roaz bep-tro hervez he gonsianz, ha bepred a chomaz un den onest. Evel-se ive ez oe kemerret a lakeet er prison pa reaz ho zol potred ann daou a viz Kerdu 1851. Prestig goude a tistroaz en Franz, met na c’hallaz ken, siouas ! beza euz ar gouarnamant.

Er bloavez 1863, ez oe koulzgoude hanvet Depute, en Paris, hag a komzaz alies eneb brezel gwall-reuzeudik (désastreuse) ar Mexiq, pehini a zo koustet d’imp kement a soudarded hag a arc’hant, hag a zo bet evidomp ker mezuz. Met ar c’houlz (le moment) ar muia enoruz euz he vuhe, marteze, a oe ar bemzek a viz Gouere, pa esaaz harza ar brezel milliget eneb ar Prus. Alies hen defoa lâret d’ar gouarnamant ha da gambr ann deputeed kaout disfizianz euz ar Prus, met den a-bed na reaz van euz he gomzou, ha Napoleon III a zo ann drivet roue (souverain) diskaret evit beza stoufet he diou skouarn da aliou mad ann otro Thiers. Ann otro Thiers hen defoa roet ann ali da harza da em vrasaad ar Prus, pehini a em gavaz kresket braz he galloud goude ma defoa goneet viktoar Sadova var ann Autrichianed, er bloavez 1866. Roët hen defoa ive ann ali da greski ann niver euz ar soudarded, met na ioulle ket gwelet mont a-eneb ar Prus gant armeou re-vihan, goude hi beza lezet da dont da veza ken krenv. Hogen, a-eneb d’ar skiant vad, ann Impalaër a lezaz ar Prusianed da greski ho nerz, d’ar c’houlz m’hen dije gallet ho harza da ober kement-se, ha pa oe deut ar Prus da veza krenvoc’h eget ar Franz, a tisklèriaz ar brezel, evel un diot. Ann deputeed pere a oa a-du gant ann Impalaër a veule anezhan hag a krient : — Da Verlinn ! da Verlinn ! [1] — evel ar ganfarded (les gamins) dre ar ruiou. Ann otro Thiers a esaaz ober d’ezhe gwelet penoz na oa nemet digareou fall evit ober ar brezel, ha na oa ket prest hon arme. Tamallet a oe neuze da veza gwerzet d’ar Prusianed.

Setu ama darn euz ar c’homzou a lâraz en de brudet-se :


KAMBR ANN DEPUTEED.


Dalc’h (séance) ar bemzek a viz Gouere 1870.


————



Ann otro Thiers. — « Ac’hanta ! otronez, c’hoant oc’h eûz a lârfe ann Urop holl penoz ann dra (le fond) a oa aotreet d’imp, hag evit ur gestion a naoz (de forme) ho pezo lakeet da redek steriou goad ?

… Evidon-me, dre damant evit ar c’houn (le souvenir) a vezo ac’hanon goude ma maro, na ioulfenn ket a ve gallet lâret am eûz kemerret war-n-hon (que j’ai pris la responsabllité) ur brezel diazezet (fondée) war un abek ken dister…

Em savet a-eneb d’in, lavaret drouk komzou (insultez-moi) mar karet… prest on da c’houzanv (souffrir) holl evit difenn goad ma c’henvroïz ez hoc’h prest da skuilla ken diavis… (si imprudemment).

… Ar Gambr a raïo evel ma karo : ez on en gortoz euz ar pez a raio, met evit-on me na gemerran war-n-hon lodenn a-bed euz ur brezel ken neubeud didammall (si peu justifiée). »

Ann otro Ollier, ministr ann Impalaër. — « Ni a gemer holl war-n-omp, gant un galon skanv. »

Ann otro Thiers. — « Gouzoud a ret pere eo ar re ho d-eûz grêt drouk d’ar Franz ? N’eo ket me, met ar re n’ho d-eûz ket ioullet selaou ma aliou, ar re ho d-eûz grêt brezel ar Mexiq, ar re ho d-eûz grêt Sadowa : hag ar re-se a ankounac’ha breman ann holl drouk ho d-euz grêt, evit hen lakaad war hon c’heign, pa glaskomp espern goad ar vro…

C’hoant am eûz a ve gwelet er Journal officiel ho interruptionou[2] holl : ar vro hon barno…

…Ha koulzgoude na diskennan euz ar gador (la tribune) nemet abalamour ma am eûz gallet, daoust d’ehoc’h ha d’ho interruptionou lâret ar pez a zo ar muia [a] dalvoudègez (ce qui est le plus important) en kement-ma, da c’houzoud eo : — mad ar Franz ez oa salv (l’intérét de la France était sauf), hag a zo grêt sevel etre ann diou rouanteles kizidigezou (des susceptibilités) pere a dlee ober na vije ken gallet tec’hel dirag ar brezel : en se oc’h eûz pec’het… »

Daoust da holl gomzou mad ann otro Thiers, ar brezel a oe disklêriet, hag holl hec‘h ouzoc’h penoz ez eo bet troet a-eneb d’imp. Da vihanna ann elektourienn a welaz neuze pegement ez oant bet dallet evit rei ho moueziou da servijerrienn ann Impalaër. Neuze a hanvjont, peurvuia, tud a skiant vad hag a galoun eeün, hag ann otro Thiers a oe hanvet war-dro en tregont departamant.

Ar Gambr, anaoudeg, a hanvaz anezhan Chef ar pouar executif, ha divezatoc’h, pensturier pe President ar Republik, hag a-baoue hec’h ouzoc’h evel ma hen eûz renet ann traou gant furnez. Trec’het hen eûz, en bêr-amzer, war arme ar Gommun milliget, ha kavet arc’hant da rei d’ar Prusianed, evit mont er-meaz a Franz. — Setu aze, en bêr gomzou, buhe ann otro Thiers.

Potred Breiz-Izel, bezit anaoudek (reconnaissants) en kever ann den a skiant vraz, ann den fur-se : evit ar vad hen eûz grêt evidomp holl, ha darc’hit sonj mad penoz n’eo ket mab ur roue pe un impalaër, met mab ur micherour, ha tri roue ho d-eûz kollet ho c’hurunenn, dre ma n’ho d-eûz ket ioullet selaou he vouez, ha heulia he aliou mad.

Doue d’hen miro en iec’hed !

  1. Berlinn a zo penn-kêr, en gallek — capitale — ar Prus, evel Paris a zo penn-kêr ar Franz.
  2. Interruption, — da lâret eo troc’ha he vouez d’ann hini a gomz.