Ann aotrou Thiers
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ann otro Thiers, Pensturier ar Republik.
Mad ez eo d’heoc’h holl anaout buhez ann den brudet-kaer, ann den gwiziek ha fur pehini a zo bet pensturier (president) ar Republik en Franz, hag hen eûz gret kement a vad d’he vro, ann aotrou Thiers
Ann aotrou Thiers a zo mab ur mecherour ouvrier). Gwelet a ret dre-se, ma mignoned, penoz hec’h haller sturia (gouverner) mad ur vro, hep beza ur prinz. Ganet eo er gêr a Varseill, er bloaz 1797, hag evel-se hen eûs brema tric’hec’h ha tri-ugent bloaz. En he iaouankiz, e studias kalz oll kement a zo mad da c’houzoud evit kuzulia mad ur gouarnamant, pe beza en he benn zoken, evel ma ez eo bet — hag e teuas da veza gwiziek braz war al lezennou, ar finansou, — da lâret eo ann impli (l’emploi) vad euz arc’hant ar vro, — hag ive war an tu da rena, da diski ha da vaga un arme. War histoar ar Franz ive, hag historiou ar broiou all, na eûs ket a grenvoc’h evit-han. Goude beza disket evithan he-unan, e skrive er journaliou hag el levriou, evit rei da anaont d’ar re-all ar pez hen defoa disket. War-dro an noad a dregont vloaz, e skrivas histor Revolution Franz, ar Revolution vraz, hag he levr a zo ar gwella euz an holl pere a zo bet grêt war ar Revolution. Goude-se, e skrivas en ur journal brudet d’an amzer-se, evit goulenn lezenno mad hag ur gouarnamant mad. Hogen el-lec’h selaou aliou mad ann aotrou Thiers, ar roue Charles dek, pehini a rene d’ar c’houlz-se, a c’hoantaas ober al lezennou nevez he-unan, hep goulen kuzul ann Deputeed ez oa bet dibabet gant ar vro, hag hoc’h ober evel-se e reas fall, hag e lakaas an holl a-eneb d’ezhan. Popl Paris a em savas neuze, a Charles dek a rinkas mont er-meaz a Franz, en Bro-Saoz. Ann Deputeed a hanvas neuze da roue en he lec’h Loëiz-Fulup. Kement-man holl a c’hoarveas ar 27-28 ba 29 a viz Gouere, er bloavez 1830.
Daou vloaz divezatoc’h, ann aotrou Thiers a oe hanvet ministr, hag a renas evel ministr epad pevar bloaz. E-keit ha ma oe ministr, a oe peur-c’hrêt (achevée) ar brezel pehini a redimas ar Belgik eur indan veli (domination) ann Holland. Ar gêr-grenv hanvet Anvers, lec’h ma oa em dennet an Hollanted, a oe kemeret, hag a-boe ann amzer-se, ar Belgik a zo ur rouanteles libr.
Bez’ a zo tud, evel ar Prusianed, pere na reont ar brezel nemet evit gonid, da lâret eo laeres douarou hag holl draou ho amezeïenn ; hogen armeou ar Franz ho d-eûs a bep-amzer difennet ar re dinerz, ha redimet ar re a on gwasket (opprimés). En amzer-se, evel breman, an aotrou Thiers a renkas mouga (reprimer) froudennou d’ar bopl da em sevel a-eneb d’he roue. Hen a lakaas kemer ann dukes de Berry, pehini a c’hoantaë ober d’ar Vendea em sevel, ha lakaad da roue he mab, bibanig c’hoaz neuze, hennes pehini a gemer hirio ann hano a Herri Pemp, Divezatoc’h a rinkas c’hoaz ober ar brezel d’ar republikaned, pere a c’hoantaas diskar Loëiz-Fulup, hag a kersas he-roan eneb ar barikadennou. Er bloaz 1835, ur muntrer anvet Fieschi a eseas lac’ha ar roue, gant un ijin (machine) hanvet en gallek machine infernale, da lâret eo ijin an ifern. Ar roue n’hen defoe drouk a-bed, nag ann aotrou Thiers ive, evit-han da veza en kichen ar marichal a Franz Mortier, pehini a oa gouliet d’ar maro. Hogen prestig goude-se, siouas ! e lakaas ar bopl a-eneb dezhan gant lezennou harvet lezennou mis Gwengolo, ha pere a vihannaë liberte ar journaliou. Er bloas 1836 e pouezas da veza ministr.
Pevar bloaz divezatoc’h, en 1840, ann aotrou Thiers a oe arre galvet da vinistr gant ar roue Loëiz-Fulup. Neuze e reas digas da Baris relego am Impalaër braz, Napoleon kenta, pehini a oa marvet en enezenn Santes Helena, lec’h ma oa dalc’het prisonier gant ar Saozon, — evit beza grêt re ar brezell. He gorf a oe lakêt neuze en ilis ann Invalided, pe ar soudardet mac’hagnet, en Paris.
Neuze ann aotrou Thiers a aozas (prépara) ar Franz evit ur vrezel vraz, rag ann holl a sonje a vije ur vrezel vraz diwarbenn ann Turkianed, evel brezel ar C’hrime, en 1854. Neuze e lakaas sevel mogeriou ha kastellou (les forts) Paris, pere ho d-eûs, epad pemp miz, harzet ar Prusianed da vont en Paris, rag Paris n’eo ket bet komerret gant ar Prusianed, em rei e d-eûs rinket da ober, siouas ! pa na oa ken netra da debri en kêr.
Na oe ket a vrezel neuze, evel ma sonje
gant ann holl, hag ann aotrou Thiers a
baouezas arre da veza ministr. Neuze a em
lakaas da skriva buhez ann Napoleon braz,
unan ar c’haera levriou eur hon amzer.
Er bloaz 1848 e oe ur revolution nevez, hag en dro se arre ar gouarnamant hen defoe keuz dre ma n’hen defoa ket selaouet ann aotrou Thiers. Ar bopl a c’houlenne ma vije galvet, — nann ann holl evel brema, — met un niver brasoc’h a dud da henvel ann Deputeed : hogen Loëiz-Fulup hag he vinistred na ioulfont ket selaou mouez ar bopl, ha Loëiz Fulu ap gouezas ive, evel ma oa kouezet Charles dek. Allas ! kerkent ha ma teu un den da veza dreist ar re-all, evel Roue, pe Impalaër, na selaou ken ann dud fur ; hag e koll e ben, hag e teu prestig da goueza. Pa oe peurc’hrêt (finie), pe dost, ar revolution, ar roue koz digorras he zaoulagad. Neuze a c’hoantaas lakaad ann aotrou Thiers da vinistr, evit an derved gwez ; ha rei d’ar bopl ar pez a c’houlenne : met allaz ! re-divezad ez oa ! — Dre ma n’hen defoa ket ioullet rei un dra dister, er c’houlz vad, Loëiz-Fulup a gollas e gurunen, hag e renkas iwe em denn en Bro-Saoz, evel Charles Dek.
Ann aotrou Thiers a reas euz he wella evit harza (arrêter) ar revolution ; met ar bopl, ur wez en hent, na ve ket dalc’het evel-se. Ann insurjeed a oa mestr en kêr holl, ha n’eo ket ministred nevez hepken a c’houlennent brema, met kas-kuit ar roue hag ann holl rouanez zoken, da viken ! Ma renkas eta ar roue koz, gant he re (avec sa famille) tec’hel en Bro-Saoz, evel am ens lâret huelloc'h. — Loëiz-Fulup a oa un den onest, ur roue mad ; met allaz ! ha na vefe ket lâret gant Doue penoz ann holl rouanez, ar re wella zoken, a deu un deiz da stoufa ho diou-skouarn da vouez ho fopl ?
Ann aotrou Thiers, hanvet da depute goude ar revolution, guzuillas ann deputeed da digemer mad ar Republik, pehini a oa bet embannet (proclamée) gant ar republikaned : — « Ar republik, emezhan, eo ar gouarnamant pehini hon disuhan (désunit) ann neubeuta » — Hag en gwirionez, ann holl a ioull (désire) servija he vro, — el-lec'h darn na iouliont ket servija ar Vourboned, pe an Orleaned, pe ar Bonaparted. Ma vefe goulennet diganehoc’h, ma mignounet : « Ha c’hui a gar ar Franz ? » Holl e lavarfac’h, en ur vouez : — Ia ! — Ha mar befe goulennet diganehoc’h — « Ha c’hui a gar ann Impalaër ? » — unan a lavarfe : Gwelloc’h eo ganen Herri Pemp ; » — unan all : — « Gwelloc’h eo ganen an duk d’Aumal, mab Loëiz-Fulup ; » — hag unan all : — « Ia, me a gar ann Impalaër, ha na garan na Herri Pemp nag an duk d’Aumal. » — Evel-se eta ann holl a em glew evit karout ar vro, ha pa ve komzet euz a brinsed, a ve tabut ha na em gleveur ken ! Leuskomp eta ar prinsed da em chikanad etre-z-he, ha bezomp holl a unan evit karout ar vro, ar vro hep Roue, de lâret eo ar Republik.
Ann aotrou Thiers a servijas e-leal (fidèlement) ar Republik. ha bep-tro a roas he vouez a-eneb ar re a c’hoantaas hi diskar. En miz Ewen 1848, tud fall a em savas a eneb gouarnamant ar Republik ; met trec’het a oent hepdale, hag ar re ar muia kabluz a oe kastiet. An aotrou Thiers a harpas stard ar general Cavaignac, karget da vouga ann insurrection, ha neuze, evel breman, ez oe enebour braz ann demagoged, da lâret eo ar re a lavar beza republikaned, ha na int, en gwirionez, nemet tud a dizurz, hag alies torfedourienn (des criminels), evel paotred ar Gommun. Ul levr kaer a skrivas d’ar c’houlziou-se, evit diskouez sklêr penoz ar pez hen eûz goneet pep-hini dre he labour hag he boan a zo d’ezhan, hag ann hini a c’hoanta hen lemel digant-han a zo ul laer, ha zoken un torfedour. Na roas ket bep-tro he vouez, pe he vot, en gallek, da blijout d’ann holl, ha, me oar-vad, hen eveuz keuz brema d’hi beza roët evel m’hen eveuz grêt a-weziou (quelque-fois) ; met, da vihanna, hi roas bep-tro hervez he gonsianz, ha bepred e chomas un den onest. Evel-se ive ez oe kemerret a lakeet er prison pa reas ho zol paotred ann daou a viz Kerdu 1851. Prestig goude e tistroas en Franz, met na c’hallas ken, siouaz ! beza euz ar gouarnamant.
Er bloavez 1863, ez oe koulzgoude hanvet Depute, en Paris, hag a komzaz alies eneb brezel gwall-reuzeudik (désastreuse) ar Mexiq, pehini a zo koustet d’imp kement a soudarded hag a arc’hant, hag a zo bet evidomp ken mezuz. Met ar c’houlz (le moment) ar muia enoruz euz he vuhe, marteze, a oe ar bemzek a viz Gouere, pa esaas harza ar brezel milliget eneb ar Prus. Alies hen defoa lâret d’ar gouarnamant ha da gambr ann deputeed kaout disfizianz euz ar Prus, met den a-bed na reaz van euz he gomzou, ha Napoleon III a zo ann drivet roue (souverain) diskaret evit beza stoufet he diou skouarn da aliou mad ann otrou Thiers. Ann otrou Thiers hen defoa roet ann ali da harza ar Prus da em vrasaad, pehini a em gavas kresket braz he galloud goude ma defoa goneet viktoar Sadova var ann Autrichianed, er bloavez 1866. Roët hen defoa ive ann ali da greski ann niver euz ar soudarded, met na ioulle ket gwelet mont a-eneb ar Prus gant armeou re-vihan, goude hi beza lezet da dont da veza ken krenv. Hogen, a-eneb d’ar skiant vad, ann Impalaër a lezaz ar Prusianed da greski ho nerz, d’ar c’houlz m’hen dije gallet ho harza da ober kement-se, ha pa oe deut ar Prus da veza krenvoc’h eget ar Franz, a tisklêriaz ar brezel, evel un diot. Ann deputeed pere a oa a-du gant ann Impalaër a veule anezhan hag a krient : — Da Verlinn ! da Verlinn ![1] — evel ar ganfarded (les gamins) dre ar ruiou. An aotrou Thiers a esaas ober dezhe gwelet penoz na oa nemet digareou fall evit ober ar brezel, ha ne oa ket prest hon arme. Tamallet a oe neuze da veza em gwerzet d’ar Prusianed.
Setu ama darn euz ar c'homzou a lavaras
an deiz brudet-se.
An Aotrou Thiers. — « Ac’hanta ! aotrounez, c’hoant hoc’h eûs a lavarfe ann Urop holl penoz ann dra (le fond) a oa aotreet d’imp, hag evit ur gestion a naoz (de forme) ho pezo lakeet da redek steriou goad ?
… Evidon-me, dre damant evit ar c’houn (le souvenir) a vezo ac’hanon goude ma maro, na ioulfenn ket a ve gallet lavaret am eus kemerret war-n-hon (que j’ai pris la responsabilité) ur brezel diazezet (fondée) war un abek ken dister…
En savet a-eneb d’in, lavaret drouk konzou (insultez-moi) mar karet… prest on da c’houzanv (souffrir) holl evit difenn goad ma c’henvroïs ez hoc’h prest da skuilla ken diavis… (si imprudemment).
… Ar Gambra raïo evel ma karo : ez on en gortoz euz ar pez a raïo, met evit-on me na gemerran war-n-hon lodenn a-bed euz ur brezel ken neubeud didammall (si peu justifiée).
Ann Aotrou Ollier, ministr ann Impalaër. — « Ni a gomer holl war-n-omp, gant un galon skanv. »
Ann aotrou Thiers. — Gouzoud a ret pere eo ar re ho d-eûs grèt drouk d’ar Franz ? N’eo ket me, met ar re n’ho d-eûs ket ioullet selaou ma aliou, ar re ho d’eûs grèt brezel ar Mexiq, ar re ho d-eûs grèt Sadowa : hag ar re-se a ankounac’ha breman ann holl drouk ho d-eûs grèt, evit hen lakaad war hon c’heign, pa glaskomp espern goad ar vro…
C’hoant am eûs a ve gwelet er Journal officiel ho interruptionou[2] holl : ar vro hon barno…
… Ha koulgoude na diskennan eus ar gador (la tribune) nemet abalamour ma am eûs gallet, daoust d’heoc’h ha d’ho interruptionou, lavaret ar pez a zo ar muia dalvoudegez (ce qui est le plus important) en kement-ma, da c’houzoud eo : — mad ar Franz ez oa salv (l’interêt de la France était sauf), hag a zo grèt sevel etre ann diou rouanteles kizidigezou des susceptibilités) pere a dlee ober na vije ken gallet tec’hel dirag ar brezel : en se hoc’h eûs pec'het… »
Daoust da holl gouzou mad ann aotrou Thiers, ar brezel a oe diskleriet, hag holl hec’h ouzoc’h penoz ez eo bet troët a-eneb d’imp. Da vihanna ann elektourien a welas neuze pegement ez oant bet dallet evit reï ho moueziou da servijerrienn ann Impalaër. Neuze e hanvjont, peurvuia, tud a skiant vad hag a galoun eeün, hag ann aotrou Thiers a oe hanvet war-dro en tregont departamant.
Ar Gambr, anaoudeg, a hanvas anezhan Chef ar pouar executif, ha divezatoc’h, pensturier, pe President ar Republik, hag a-baoue hec’h ouzoc’h evel ma hen eûs bet renet an traou gant furnez. Trec’het hen eûs, em bêr-amzer, war arme ar Gommun milliget, ha kavet arc’hant da reï d'ar Prusianed, evit mont er-meaz a Franz. — Setu aze, en bêr gomzou, buhez ann aotrou Thiers.
Paotred Breiz-Izel. bezit anaoudek (reconnaissants) en kever ann den a skiant vraz, ann den fur-se, evit ar vad hen eûs grêt evidomp holl, ha dalc’hit sonj med penoz n’eo ket mab ur roue, pe un impalaër, met mab ur micherour ; ha tri roue ho d-eûs kollet ho c’hurunenn, dre ma n’ho d-eûs ket ioullet selaou he vouez, ha heulia he aliou mad.
Doue d’hen miro en iec’het !
- F.-M. Ann Uc’hel.