Kambr ann deputeed hag ann elektionou
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kambr ann deputeed.
Klewet a ret alies, ma zudou geiz, komz euz Kambr ann Deputeed, pe ar C’horf legislatif, euz Deputeed hag elektionou, ha kalz ac’hanoc’h na ouzont ket petra eo un Depute, na petra a dleer da ober evit beza un Depute mad.
Ann elektionou ive a ra poan spered da veur a hini, ha kalz a zo hag a zo skuiz o vont ken lies da roï ho moueziou, pe da voti, evel ma ve lavaret en gallek, abalamour na welont netra a vad o c’hoarvezoud goude, hag ann traou, peurvuia, o vont fall pe falloc’h. Klevet am eûs, meur a wez, tud divar ar meaz, hag ive euz kêr, o lavaret : « Ne ma inn ken da reï ma mouez, pa ez eo gwir ez on bep-tro en tu koll. »
Ac’hanta, kement-se na eo ket mad. It bep-tro da reï ho mouez. kemerrit kuzul euz ann dud onest, an dud gwirion pere a anaveet (bez’ a zo anezhe dre-holl), ha na ret ket evel kalz pere a lavar : — « Petra a raïo ma mouez-me en kement-man holl ? Ur vouez en tu-ma pe en tu-hont, mouez ul labourer-douar, ur mevel dister, na eo netra. »
Kement se na eo ket gwir, ha mouez ur mevel en tu ma ve, a dalv kement hag hini he vestr. Ha neuze, gwelet petra a c’hoarvezfe, ma komzfe ann holl dud vad er stum-se. Ann dud fall evel a-vad paotred ar Gommun ruz, en Paris, hec’h a holl da voti bep-tro ma ve elektionou, ha mar na ioullet ket mont ive, evel-t-hê, e teufont da drec’hi dre-holl, ha spontuz eo sonja er pez a c’hoarverfe neuze. Goulennet kuzul, a lavaran d’hoch c’hoaz, euz ann dud onest hoc’h eûs fizians en-hê, lennet hon journal, lec’h ma kavfet ive meur a ali mad war gement-se, evel war kalz a draou all, ha votet bep-tro, ha na gredet ket penaoz ho mouez a vezo ur vouez kollet, evel ma zo kalz hag a lavar.
Un dez a deuo, hag hep dale, hag e c’houvezfet gwelloc’h eget brema penoz e tremen ann traou en ho pro, hag er vroïou all ive, ha da betra e talv mont da voti. Red eo lavaret zoken penaoz ur pennad-amzer a zo hoc’h eus disket kalz war gement-man, hag e votit breman gwelloc’h. Ha kemment-se, me oar vad, dre ma hoc’h eûs selaouet aliou mad ann dud disket pere a anaveet, hag ive dre ma hoc’h-eûs lennet, pe selaouet lenn journaliou pe levriou. Ia. lennet, pa ho pô un tam amzer, en gallek, ar re a oar ar gallek, hag en brezonek, ar re na ouzont ket ar gallek. Hag ar re a oar lenn a dlefe leun a vouez uc’hel d’ar re na ouzont ket, er goanv, e-tal ann tan, goude labouriou ann de ; hag en hanv, pa ve hir ann de, goude ar pred, pe hoc’h ober ur c’hornedad er park, en disheol ur wezenn. Evel-se e tiskfac’h kalz a draou talvoudus war ann doare da labourad ann douarou, da vaga al loened, d’ho louzoui en ho c’hlenvejou, da viret ho iec’hed hoc’h-unan, — hag ive un tammig politik, evel ma ve lavaret en gallek. Ann traou-se holl a ve kavet e levriou hag er journaliou.
Kalz a zo hag a lavaro d’in, marteze : — kement-se holl a zo brao da lavaret : met pelec’h e kavfomp al levriou hag ar journaliou en pere e tiskomp ann holl draou-se ?
Gwir eo, al levriou hag ar journaliou brezonek en pere a vefe gallet deski ann traou am eus lavaret uc’hello’h a zo kalz re-neubeud anezhe e-touez ann dud diwar ar meaz, en Breiz-Izel. Met disket lenn ha skriva da genta, ar re na ouzont ket, hag al levriou hag ar journaliou a deuo ive hep-dale. Me a anavez tud pere a lakao, gant plijadur, ho foan hag ho gwièges evit ho skriva evidoc’h, ha mar tiskouezet kaout c’hoant da anavezoud ann traou talvoudus a zo red da c’houzoud evit beza un tiek mad, un elektour mad, hag ive ur c’huzuiller municipal, pe ur mear mad, ho c’havfet el levriou-se. Hag ar journal man ive a zo grêt evit ho tiski hag ho kelenni war gement-ze-holl.
Met dont a ran brema d’ar pez a lavarenn d’heoc’h da genta : fellout a ra d’in reï d’heoc’h da glewet, en berr gomzou petra ero ann elektionou, petra eo un depute, a da betra e kaset anezha da Baris, pe da Versailles, pa eo gwir penaoz en Versailles eman brema kambr ann deputeed.
Ar giriou elektion, elektionou, a zo giriou gallek, hag er iez-se ez int evel ma lavarfac’h : — dibab, dibabou. Un elektion eta a zo un dibab grêt gant an elektourien, da lavaret eo ann dibaberien, ar re a zo en noad hag en doare, hervez al lezennou, da reï ho moueziou evit henvel ar re a gavont ar gwella evit beza en ur gark bennak, evel kuzuler munisipal, mear, kuzuler jeneral, pe depute. Gwes-all, ann holl gargou-se na vijent ket roet dre votadek, pe dre elektion. Ar Roue, pe ann Impalaer, pe ar Prefet a hanve ar re a garie, hep goulen digant ar bopl pe ho c’havent mad, pe n’ho c’havent ket mad. Ann deputeed hep ken a vije hanvet dre votadek, pe dre dibab, ha c’hoas ez oa red beza pinvidik evit beza elektour, da lavaret eo dibaber, ha pinvidikoc’h c’hoas evit beza Depute. A-boe 1848 hep ken, ann holl gwased ho d-eûs ur bloaz war-n-ugent, — nemet ar re a zo war-n-hê ur varn-fall bennag, — a zo galvet da reï ho moueziou evit ober ar c’huzulerienn munisipal, ar c’huzulerienn jeneral hag an deputeed. Evel-se eta mar hoc’h eûs kuzulerienn fall, pe deputeed fall, na eo nemet d’heoc’h hoc’h-unan a dleet en gemer diwarbenn kement-se. Gwelet eta pegement ez eo un dra talvoudus voti bep-tro, ha voti mad, da lavaret eo evit ann dud honest, ann dud fur pere a anavez hoc’h ezommon ha pep-tra a gement a sell ho madou.
Ar c’huzulerienn munisipal, — gouzoud a ret kement-se, me oar-vad, — a zo hanvet ganeoc’h, en pep parroz, evit rena traou ar barroz ewit ar gwella, hag ober un impli vad euz he dinerou, evel a-vad digori hentjou nevez, ha derc’hel ar re goz en stad vad. — Ar c’huzuterienn jeneral, pe-re a em dastum en penn-kêr ann departamant, en ti ar prefet, ho d-eûs da ober evit mad ann departamant holl, ha pep-hini evit he ganton dreist-holl, abalamour ma anavez gwelloc’h he ezommou. Re hirr a vefe lavaret d’heoc’h aman holl ar pez a sell anezhe : met gouvezit mad penoz mar hanvet ur c’huzulier jeneral fall, ho pezo keur braz divezatoc’h. Hanvet eta unan pehini a anavezet mad, hag a anavez ac’hanoc’h ive hag hoc’h ezommou ; unan hag a dremen he vuhe holl, pe da vihanna un darn he vuhe, en ho touez, hag a garo hag a difenno ho mad en pep-tra.
Un Depute hen eus kargou uc’helloc’h, hag ive dleou, pe deveriou brasoc’h en ho kever. Indann ur gouarnamant republikan, evel ma ’z omp hirie, pensturier ar Republik, pehini a zo ar c’henta euz ar gouarnamant, evel diagent ar Roue pe ann Impalaer, — ar pensturier eta, na c’hall ober netra a vraz, netra a dalvoudegez, hep kemer kuzuliou hag aliou ann Deputeed, hag a ve red d’ezhan ober evel ma c’houlenn ann tu lec’h ma ve ar majorite, da lavaret eo ar muia a voueziou. Ar vro holl, a ouzoc’h mad, a zo galvet da henvel ann deputeed. Anu Depute a gaset da Baris, — pe da Versailles, pa eo gwir emaint breman en Versailles, — a ro he vouez evidoc’h en kambr ann Deputeed evit ober al lezennou pere a reen holl er vro. Kambr ann Deputeed a zo eta ur sall vraz lec’h ma em dastum holl Deputeed Franz, en niver a 750, pa vent holl, evit em glevet war holl kement a sell euz madou ar vro, evel kreski pe bihannad ann taillou, ober ar brezel pe ar peuc’h, ober lezennou nevez war meur a dra, — ha kalz a draou all pere a sell euz ar Fransijenn holl. Kambr ann Deputeed a ve hanvet c’hoaz : Korf legislatif, hag ar gir gallek-se : législatif grêt gant daou c’hirr latinn, a zo evel ma lavarfac’h : — Oberour lezennou, — rag evel am eûs lavaret un tammig uc’helloc’h, ann Deputeed a zo ar re a ra al lezenou nevez.
Dre gement-man holl a welet sklêr penoz a votet, pe roêt ho mouez, ho kuzul, bep-tro, en Kambr ann deputeed, dre vouez ann deputeed pere hoc’h eus kaset da Versailles, mar ro ann deputeed-se ho moueziou hervez ho c’hoant, hag ive hervez ho mad hag hini ar vro — en un gir, — mar int deputeed mad. Met kalz a zo anezhe, siouas ha na glaskont beza hanvet nemet evit kaout ur gark uc’hel hag enorus, gonid arc’hant mad, hep kalz poan ; pe dre lorc’h, hag ur wez duhont, na int ket nec’het ganeoc’h, na gant hoc’h ezommou : alies zoken a reont goap euz ar re pere ho d-eûs bet fizianz en he, hag a roont ho mouez war bep-tra evel ma plij gant-hê, ha nann evel ma plij ganeoc’h. Kaset hoc’h eus anezhe duhont evit lavaret nann, pe lavaret du, — hag a lavaront ia, pe gwenn.
Ar re-se a zo deputeed fall, ha n’ho c’hasfet ket a-nevez, me oar-vad.
Gwelet eta pegement a dleet diwall, kemer kuzul, ha sellet piz evit henvel deputeed mad. Met allas ken eaz eo ober goab ac’hanoc’h pa na ouzoc’h ket lenn er journaliou ar pez a ra pell diouzoc’h ho teputeed ! — Ur wez c’hoaz, lennet eta, pe grit lenn d’heoc’h ha goulennit kuzul, mar hoc’h re oajet evit deski lenn : kaset ho pugale d’ar skoliou, hag ez ouvezfont neuze penoz reï mad ho moueziou, pa vô deut ive ho zro, hag ho defo deputeed mad, hag ur gouarnamant mad, hag hon bro ger Franz a em gavo c’hoaz un de da veza ar c’henta euz an holl vroiou !
- F.-M. L.