Mont d’an endalc’had

Prezegenn, pe Sarmon Person Plou…

Eus Wikimammenn
Meur a hini
J.-P. Gadreau, 1872  (p. 55-57)



PREZEGENN
PE SARMON PERSON PLOU…
————


Ma mignoned, ma selaouet un neubeud amzer, me ho ped, rag ho person, pehini na glask en pep tra nemet ho mad, hen eûz da gomz d’ehoc’h, hirie, euz a draou a dalvoudèges vraz. Gwall-fall eo bet troët ann traou en hon bro, epad ann darn diveza euz ar bloaz 1870, hag ann hanter kenta euz ar bloaz tremenet, 1871. N’hon eûz ket gwelet ar Prusianed en Breiz-Izel, se a zo gwir, met en ul lod vraz a Vro-C’hall n’ez int bet gwelet nemet re, siouas ! Hon iaouankiz holl a zo bet redet a-eneb d’ezhe, ha meur a hini na eo ket bet distroët d’ar gêr ; sellet en-dro d’ehoc’h hag a welfet oc’hpenn ur skabel goullou en iliz. Ar re-se ho d-eûz roet, kalonek, ho buhez evit difenn ho bro, (rag Bro-C’hall a zo hon bro, kerkoulz ha Breiz-lzel). — hag emaint brema gant Doue.

Ho kalonou holl, me hen goar mad, a zo glac’haret o welet penoz ez eo bet gwall-gaset (maltraitée) hag izelleet hon bro ; met rèd a vo d’imp em sevel un de ha diskouez na omp ket marw c’hoaz, n’eo ket gwir ? Greomp ma talvezo d’imp ar gentel digaset gant Doue, hag evel-se a teufomp da veza un de brasoc’h ha krenvoc’h eget biskoaz. — Met penoz ober se ? a lârfet marteze. — Rèd eo distrei, buhan, war ann hent mad, ha labourad da em ober welloc’h eget ma ’z omp. Na dalv da netra koll hon amzer o lâret penoz ar re a oa en penn ar gouarnamant na oaint ket ar re a dleje beza bet, penoz hon jeneraled na wient netra, pe ez oaint trubarded, peurvuia…, ha kalz a draou all evel-se ; nann, ni hon-unan eo a zo hon brasa enebourienn, hag a zo bet kiriek da holl. Labouromp eta, a vrema, evit em ober welloc’h, hag asgonid d’hon zro ar pez hon euz kollet, rag hon bro na vezo biken nemet evel ma vefomp ni hon-unan.

Lâromp un dra bennag diwarbenn ann diskadures (l’instruction). Pa ’z oac’h o em-ganna eneb ar Prusianed, ar wirionez a oa ganheoc’h, hag ann nerz a oa a eneb d’ehoc’h. Met allas ! n’eo ket awalc’h kaout ar wirionez oc’h he du evit trec’hi, rèd eo c’hoaz kaout armou mad. Armou an Allmanted na oaint ket hep-ken ho fuzuillou a nadoz (fusils à aiguille), met c’hoaz, met dreist-holl, ho diskadures. Ur soudard disket mad a dalv keit hag un oviser. Er Prus, ann holl a oar ha lenn ha skriva ; ha c’hui a zo peurvuia, pell ac’hane ; an dredern ac’hanoc’h, ma zud keiz, na ouzont ket sina ho hano. Kement-se a zo mezuz ! C’hui, pennou tiegez (pères de famille), a dle kas ho pugale d’ar skol ; ho pugale a vezo, ho koude, harperienn ar vro, ha mar na ouzont netra, na rafont ive netra a vad.

Met ann diskadures, evit-hi da veza un dra gaer, na eo ket c’hoaz a-walc’h. Ar gwizièges (la science) na eo nemet ur benvek pehini hon laka da c’hallout dibab etre ar fall hag ar vad. Evit ober mad, ez eo rèd karoud ar vad, hag ez eo rèd lakaad ho pugale da gaout ar garante-se. Ha penoz e teufet a-benn da ober kement-se ? Dre galz a gomzou ? — Nann, — nemet dre ar skouer vad. Ar bugel pehini n’hen eûz ket disket douja (respecter) he dad, ha na wel ket en he dad ar skouer euz ar furnez, ann dever, ar relijion, hen defo poan vraz o tont da veza un den mad ha fur (un honnéte homme). — Mar tremened hoc’h amzer en hostaleri, petra a lavaro ho mab pa virfet out-han eva ? Lavaret a raio : — Ha perag eta na rafenn me ket evel ma zad ? — Kement-se n’eo ket mad ; rèd eo ober d’ho pugale karout beza er gêr ; red eo rei d’ezhe da anaout sklêr penoz ez eo braz ho karantez evit-he, ha na rafont netra hep goulenn kuzul diganheoc’h, hag evel-se a espergnfet d’ezhe kalz a geuz (regrets). D’ann noz, goude koan ha labouriou an de, ar penn-ti a rafe mad o komz d’he vugale, ha da holl dud he di ive, a draou a dalvoudeges, pe o lenn d’ezhe ul levr mad bennag, rag evel-se e teufent, hep poan, da dilezel ar c’hoario hag ann dud a skouer fall. Disket d’ezhe stoui (se baisser) dirag ar bleo-gwenn. douja ar groagez, kaout kas euz ar gaou, kaout mez euz ar vezwenti hag ar blijadurezo fall. Evel-se e rafet soudarded mad evit harpa ar vro, hag ive sitoyaned vad.

Rag evit lakaad ur vro da veza evuruz ha krenv, ez eo rèd da genta senti oc’h he lezenno. Petra a ra nerz un arme ? Ar reiz vad (la discipline). Mar na ioull ket ar soudard senti oc’h ar serjant, nag ar serjant oc’h ann oviser, ha mar lavar ann oviser penoz ez eo muioc’h gwiziek eget he jeneral, ann arme-se a vezo evel hini ar gommun Paris, a be-hini he jeneral he-unan a lavare : — « Ann holl a c’hourc’hemen, ha den a-bed na ioull senti. » Lec’h na ve reiz a-bed, holl a zo kollet, pe dost da veza. Ha kredi a ra d’ehoc’h penoz na eo ket evel-se ive gant ann traou civil ? — Eo a-vad. Met aman (en traou civil), na eo ket da un den a dle senti ann dud, met d’al lezenn. pehini a zo ioull (la volonté) ann holl. E-keit ha na vezo ket al lezenn un dra sakr, e-keit ha ma kredo pep-hini gallout mont a-eneb d’ezhi, mar displij d’ezhan, — e keit-se a vefomp war hent ann dismantr (la ruine). Perag ma eo deut da vad, — ur pennad, — tol Commun Paris ? Penoz ar Barisianed, pere ho defoa stourmet ken kalonek epad ar seizi (siège), penoz ho deûz lest da ober, divezatoc’h, ur bagad tud-fall, pere na glaskent nemet lac’ha ha tana holl ? M’hen lavaro d’ehoc’h en diou gomz : — Ann dud-se ho d-eûz roët da gredi da bopl Paris ez oa fall ho gouarnamant, hag ar Parisianed pere na ioullent ken senti oc’h al lezenn, nag oc’h mestr a-bed, ho d-eûz c’hoantet neuze diskar ar gouarnamant-se. Met allas ! ker eo bet koustet d’ezhe. N’am eûz aoun a-bed a rafeac’h kement all, c’hui. Met gouveit mad, ma mignoned keiz, penoz ann doujanz (le respect) a zo un dra a dle beza disket abred : rèd eo d’ar bugel karout he dad, senti d’ezhan, ha kaout aoun da wall-ober en he gever, en un dra bennag. Savet mad ho pugale eta, herve lezenn Doue hag hini ho pro, hag evel-se e labourfet evit Doue hag evit ho pro.

Petra a lavarin-me d’ehoc’h brema diwarbenn ar relijion ? — Sonja a ra d’ehoc’h marteze, ma mignoned, penoz n’am eûz nemet melodiou da rei d’ehoc’h war ar poent-se, abalamour ma teuet holl bep-sul, d’ann offerenn-bred ? — En gwirionez, kement-se a zo mad kaer, ha pa vennan (je pense) en traou euzuz pere a zo bet gwelet en ilizou Paris, e pad amzer ar gommun milliget, a em gavan eüruz en ho touez. Ha koulzgoude, a-weziou, pa vennan er pez a welan aman, e ven ive trist meurbed ; pa welan ma iliz leun, hag ur pennadig goude ann hostaleriou leun ive ; pa sonjan penoz goude beza selaouet ann offerenn hag ar brezegenn (sermon), a em dennet peurvia, evit koueza kerkent en ho faziou koz ; ha mar g-oc’h tud vad, tud a relijion, pa vec’h indann daoulagad ann holl, er gêr, re alies, a renet ur vuhe disurz, hag hec’h ankouaët abred ar pez ho pe klewet d’ar sul, en iliz : ia, neuze a ven trist, hag a lavaran en-hon ma hunan : — Ha gwir eo ho relijion ? Allas ! aoun braz am eûz na vefe ket, rag n’eo ket a-walc’h dont bep-sul d’ann offerenn : c’hoant am eûz d’ho kwelet o reen (conduire) ur vuhez all, ha beteg eno, na roinn peuc’h a-bed dehoc’h. Karit Doue, a wir galon, ma mignoned, ha pedit anezhan evit hon bro baour, rag ezomm braz a d-eûz da veza sikouret, goude ar gwall-reuziou (calamités) a zo bet digaset warnezhi, evit hi c’hastia !


————