Mont d’an endalc’had

Doare ober ann Amann mad

Eus Wikimammenn
Disanv (Th. de Pompery)
J.-P. Gadreau, 1872 (pp. 58-59).
◄  Prezegenn, pe Sarmon Person Plou… Doare ober ann Amann mad Boed Chatal evit ar goanv   ►



DOARE OBER ANN AMANN MAD


————


Gwerza a reer breman ann amann da vont e-meaz ar vro, ha beteg er broiou pella. Talvezoud a ra kals muioc’h a-baoue ma zo kement a glask war-n-han : ha koulzgoude talvezoud a rafe muioc’h c’hoaz, mar oufemp hen ober gant muioc’h a ewez hag a skiant. Na ouzomp ket, en Breiz-Izel, kemprenn ha disvlevi ann amann evel ma reer el lec’h-all, ispisial en Normandi hag en enezenn Irland, pehini a zo kichenn hag indann Bro-Saoz. Amann ann Irland, hep beza dre natur gwelloc’h eget hini Breiz-Izel, a zo gwelloc’h brudet, abalamour d’ann doare ho d-eûz tud er vro-se d’hen ober, d’hen kemprenn ha d’hen dileaza : talvezoud a ra ive, dre se, dek ha pemzek gwennek dre livr war hon hini. En Breiz-Izel, ann amann a deu da veza krenv, hag a kemer c’houez-fall en bêr-amzer. Na veskomp ket ar ribot alies a-walch, implijout a reomp dien pe tro koz, ha goude ma ve deut an amann, na ve, koulz ê laret, dileazet tamm ; al leaz chomet en-han a laka anezhan, buhan, da gemer c’houez krenv ha blaz fall.

Ann dien na ro amann mad nemet pa ve dalc’het neubeud er pod. En hanv, ha pa ve tomder braz, e tlefac’h meska ar ribot bep eil devez, rag ann dien na hell ket em virout hirroc’h, hep trenka. Er goanv zoken ez eo a-walc’h hen derc’hel tri de bars ober ann amann. Mar ve re-ien ann dien, e viot pelloc’h o veska, ha pa ve pell-amzer o tont, na ve ket kouls ann amann. Evit kaout un domder a zoare, e renket, en amzer ar ienien , gwelc’hi ar ribot gant dour tomm hag hen souba (tremper) en ur varaz lec’h a vezo ivez dour klouar ; en hanv, en eneb, a renket gwelc’hi ar ribot hag hen souba en dour ien. Ar ribot a renk c’hoaz bea dalc’het neat ha kempenn, ispisial pa ve en koad, hag ez int holl peurvuia.

Arabad eo meska re-vuhan, na re-goustadig : pa reer re-vuhan, ann aman a goll he vlaz hag he c’houez-vad ; pa reer re-goustadig, e ve pelloc’h o tont, ha na ve ket koulz gret. Ur wez deut ann amnann, tennet al leaz euz ar ribot, tolit dour ien ebars, ha meskit c’hoaz un neubeud bennag, ha chenchit dour diou pe der gwez. Er giz-se, an amann a vezo dileazet mad. Dastumit anezhan hag hen lakit en un hanaf pe ur skudel goat, pehini a vezo neteat ha glebiet a-raok, gant dour feunteun. Gwaskit ha mêrit ann amann er skudel-se, evit tenna ann dour anezhan piz. Goude-se, n’oc’h ken da ober nemet hen dastum en un tamm, evit kas d’ar marc’had.

Evit kaout kalz a amann, hag hini mad, rèd eo ive kaout bioc’hed, pe saout, ouz ur wenn (race) vad, gren (bien portantes) ha krenv, hag o boeta mad. Ar boed mesket eo ar gwella : er goanv, foenn, plouz-kerc’h, ha panes pe betterabes : en hanv, ar peuri a zo dreist holl ; koulzgoude, mar n'oc’h eûz ket peuri a-walc’h da voeta anezhe er-meaz, roët d’ezhe, er c’hraou, irvinn glaz mesket gant kerc’h, pe segal-brazed. Pa ve deut ar melchon, kemeskit ieot etouez. Ar melchon dre-han he-unan na eo ket karet kaer gant al loened-korn ; skuiza a reont buan gant-han ; mesket gant ieot all, hen debront gwelloc’h, hag e roont muioc’h a leaz.

Arabad eo skuiza ar saout, o kas anezhe re-bell da beuri ; dour mad ha sklêr a renkont da gaout da eva. Er goanv, pa ve kriz ann amzer, arabad eo ho leuskel pell-amzer er-meaz, ha mar be re-fall ann amzer, ispisial glao ien ha fonuz, gwelloc’h eo derc’hel anezhe en ho c’hraou. Oc’h ober en doare-se, ho pezo ar muia a leaz hag ar muia a amann hec’h heller kaout.


————