Hirie, lavaromp trugarez

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Trugare a laromp hirie.

A. Prud’homme, 1934  (p. 76-77)



N° LXIV. — Evit Kloza Miz Mari.
Ton : L.


  1. Hirie ’lavaromp trugarez
    ’vit ar grasou hoc’h eus skuilhet
    Warnomp, Rouanez an Aelez
    E-pad ar miz-man binniget.

Diskan.
    D’eoc’h e ouestlomp hon c’halonou ;
    Renit enne ’vel en Nenvou,
    Ho servija fell d’imp, Mari,
    A-raok mont du-se d’ho meuli.

  1. Bep beure ’baoe an deiz kenta
    Ho saludemp gant levenez,
    O Klevout dre-holl o kana
    Evnigou an amzer-nevez.

  2. Da noz dirak hoc’h Aoteriou,
    C’houi a wele ho pugale,
    Kaeroc’h ’get eur parkad bleuniou,
    O tiskouez d’eoc’h o c’harante(z).

  3. Ouz ar pec’hed e tiwallemp,
    Ma ne ouelje ho taoulagad :
    Hent ar vertuziou a heuliemp
    D’ober plijadur d’hon Mamm vat.

  4. En deiz ma tarzo c’hoaz brezel
    Enep d’eoc’h ha d’ho pugale,
    Bezit dalc’hmat, o Mamm santel,
    Hon skoazell ’vel e-pad miz Mae.

  5. D’an Illiz savet gant Jesuz,
    Dre e vuhez hag e varo,
    Plijit astenn Ko tourn nerzus,
    Ganeoc’h warnomp ’vit ma reno.

  6. Da c’hortoz ma vimp unanet
    Er Baradoz en-dro d’ho tron :
    Eno Nevez-amzer bepred,
    Ha levenez ’leiz ar galon !