Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari, hon Mam garantezus.
N° L. — Mari hon Mamm garantezus.
- Ezomm en deus en e neizig
Eus askell e vamm, an evnig :
Dindan ho tiouaskell ive(z),
Mari, kuzit ho pugale.
- D’an hanv, pa verv an heol re domm,
Ar roz a c’hlao en deus ezomm,
Degasit warnomp gliz Doue,
Sec’h-korn, allas ! eo hon ene.
- Ezomm o deus an denved keiz
Da veza miret ouz ar bleiz ;
Ni hon eus ezomm, Gwerc’hez c’hlan,
Da veza miret ouz Satan.
- Eur c’hrouadurig ’n e glenved,
Gant an derzienn pa vez devet,
A c’halv e vamm evit kaout dour :
Ni ’zo klanv-bras, deut d’hon sikour.
- War vor, pa stourm ar gwall amzer,
Hep dale bag ar peskataer
Ouz ar rec’hel a vez drailhet
Ma chom an Avel kounnaret.
- Ar bed a zo eur mor euzus
Tenval, meinek ha houlennus :
Hon bag a zo skanv ha dister,
Diwallit-hi, o Mamm dener !
|
(Troet diwar Brezoneg Gwened.)