An noz war ar bed a ziskenn
Setu koulz an deñvalijen
Dirak hoc’h Aoter koulskoude
Eo ken dous pedi Mamm Doue,
Ma taoulinomp eno neuze.
Brezel hon eus gant an diaoulou,
An dud fall hag hon gwall dechou :
Dirak hoc’h Aoter koulskoude
Eo ken dous pedi, Mamm Doue,
Ma trec’h ar peuc’h en hon ene.
Ar boan hag an dristidigez
A frailh hon c’halon alies :
Dirak hoc’h Aoter koulskoude
Eo ken dous pedi, Mamm Doue,
Ma tizec’h hon daerou neuze.
Rust-kaer alies an amzer
Hag al labour hir ha pounner :
Dirak hoc’h Aoter koulskoude
Eo ken dous pedi, Mamm Doue,
Ma vez skanvoc’h hon bec’h goude.
Aman ganeoc’h ne skuizomp ket ;
Kuitaat eur vamm a zo kalet :
Dirak hoc’h Aoter koulskoude
Eo ken dous pedi, Mamm Doue,
M’hon gwelot o tont adarre.