Mont d’an endalc’had

An noz war ar bed a zisken

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An noz war ar bed a ziskenn.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 76-77)


N° 66. — D’ar Werc’hes, euz an noz.
War an ton N° 66.


1. An noz war ar bed a zisken :
Setu kouls an devalijen :
Dirag hoc’h oter koulskoude
’C’h eo ken dous pedi, Mam Doue,
Ma teuomp di kent fin an de !


2. Brezel hon euz gant an diaoulou,
An dud fal hag hon goal-dechou :
Dirag hoc’h oter koulskoude
’C’h eo ken dous pedi, Mam Doue,
Ma trec’h ar peoc’h en hon ine.

3. Ar boan hag an dristidiges
A fraill hon c’halon alies :
Dirag hoc’h oter koulskoude
’C’h eo ken dous pedi, Mam Doue,
Ma tizec’h hon daerou neuze.

4. Stank e kavomp rust an amzer
Hag al labour hir ha poner :
Dirag hoc’h oter koulskoude
’C’h eo ken dous pedi, Mam Doue,
Ma ve skanvoc’h hon bec’h goude.

5. Aman genac’h na skuizomp ket,
Kuitat eur vam a zo kalet :
Dirag hoc’h oter koulskoude
’C’h eo ken dous pedi, Mam Doue,
M’hon gwelfet o tont adare.

K. G.