Fanch Ar C’halvez
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Fanch ar C’halvez.
Fanch ar C’halvez, a Bont-Meno,
Braoa den-jentil ’zo er vro.
C’hoaz ’vile braoc’h un hanter,
Penamet ma ’z eo ur froder ;
Froder ar butun hag ar gwinn,
A denn peurvia da wall finn.
Etre Gwengam ha Landreger,
A zo pontjo war ar rivier ;
A zo pontjo ba gward war-n-hê,
Ewit attrap Fanch ar C’halvez.
Fauch ar C’halvez a zo tapet,
Ha gant-han tric’houec’h marc’h sammet ;
Gant-han tric’houec’h marc’h sammet frank
Euz a winn hag a winardant ;
Gant-han tric’houec’h marc’h sammet finn
Dimeuz a vutun hag a winn.
Fanch ar C’halvez ’zo erreet,
Da brizon Roazon ’eo kaset.
Fanch ar C’halvez a lavare
Euz prennest he brizon, un dez ’oe :
— Ar gêr a Bont-Meno zo d’in,
Me garrie ’n tan euz hi dewi ;
Me garrie ’n tan euz hi dewi,
Annaïg Iakob aman ganin !
Annaïg Iakob a Loguivi,
Alc’houes ma c’halon ’zo gant-hi.
Fanch ar C’halvez a lavare
Euz prennestr he brizon, un dez ’oe :
— Itron Varia a Greis-Kêr,
Na gavfenn ket ur mesajer,
A gasfe ’wit-on ul lizer
D’Annaïg Iakob da dont en kêr ?
Ar jeolieres a lâras
Da Fanch ar C’halvez, p’hen klewas :
— Skrivet ho lizer pa garfet,
Mesajer d’hen kas na vanko ket ;
Mesajer d’hen kas na vanko ket,
Me ’c’h aïo ma-hunan, mar karet.
Ar Jeolieres a lâre
En ti 'r Iakob koz, p’arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-ma,
Annaïg Iakob pelec’h ema ?
Eman ’r sal gant he dijuni,
Jeolieres it da vêd-hi.
Ar Jeolieres a lâre
D’Annaïg Iakob, p’he gwele :
— Komerret kador hag azeet,
Setu ul lizer, hen lennet ;
Setu ul lizer, hen lennet,
Fanch ar C’halvez ’n eûs han skrivet.
N’oa ket al lizer digorret mad,
’Oa ann dour war he daoulagad;
N’oa ket al lizer hanter-lennet,
M’oa ’tre he zaoudorn distrempet.
Annaïg Iakob a lâre
D’he faotr marchosi en de-se :
— Dibret d’in-me ma inkane.
Ma ’z inn da ober ur bale :
Houarnet-han gant leton-gwenn,
Laket brid arc’hant en he benn.
Anaaïg Iakob a lâre
Er gêr a Roazon p’arrue :
— Demad ha joa holl er gêr-man,
Pelec’h eman ’r prizon aman ?
— Annaïg Iakob, ma iskuzet,
E-toull ann nor e c’houlennet.
Annaïg Iakob a lâre
Da Fanch ar C’halvez, p’hen gwele :
— Alies ’m boa ho kelennet,
Lêzel ar frod, na rajac’h ket ;
Froder ar butun hag ar gwinn
A denn peurvuia da wall-finn.
— Me ’m eûs em armel tric’houec’h mil skoed,
Penamet ar frod n’am bije ket ;
Hag ewit-on bea froder,
’Zo kouls ha merc’h ur c’hevijer.
— Merc’h ur c’hevijer ’z on bepred,
Me ’c’h a d’ar ger, te na i ket ;
Me ’c’h d’ar gêr, te na i ket.
Ha mar karjes ’vijes deuet.....
Ha Fanch ar C’halvez a lâre
War ar chafot na pa bigne :
— Aotro Doue, petra ’m eûs gret,
Annaïg Iakob ’m eus disoblijet !
M’hi gwel o vont traon gant ar ru,
Gant-hi un abit satinn du :
Mar karienn n’am boa hi disoblijet,
Na vijenn ket bet distrujet !....
Annaïg Iakob a lâre,
Ebars ar gêr pa arrue :
— Fanch ar C’halvez ’zo em dapet
Dre m’hen eûs ma disoblijet ;
A-benn ma vezo noz fete,
A vô he benn war ar pave !
Kanet gant Anna Mari Tili,
a barous Berhet — Kosteio ann Hanter-Noz — 1868.