Fanchig Morvan
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Fanchig Morvan (Duhamel).
— D’ar pardon da Vulat hec’h an,
Konje, ma zad, a c’houlennan.
— Mar eo konje a c’houlennet,
Piou ho kompagnones da vonet ?
— Fanchig Morvan, hennes ’c’h a di,
Hennes, ma zad, ’vô pried d’in.
Bars en Bulat p’int arruet,
En hostaleri int diskennet ;
En hostaleri int diskennet,
Goulenn da loja ho d-eûs grêt.
— Hostizes, d’in-me lavaret,
Ha daou wele d’imp a rofet ?
Ha daou wele d’imp a rofet,
Rag ni na omp ket daou bried.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ur c’habitenn ’zo antreet :
— Fanchig Morvan, lâres-te d’in
Ha te ’rofe da vestres d’in?
— Gwell’ ’ve ganen koll ma buhe,
Ewit roï d’id ma c’harante.
Ar c’habitenn, ’vel ma klewas.
Gant Fanchig Morvan a lampas ;
Gant Fanchig Morvan a lampas,
Kerkent eno hen douaras.
Fanchig a oa lijer ha skanv,
Hag a savas prim en he sav :
Ar soudardet pa hen gweljont,
Gant Fanchig Morvan a lampjont,
Hag adarre hen douarjont.
Ha kerkent eno hen lac’hjont.
Ar plac’hig iaouank a oele,
Na gave den hi c’honsolje ;
Na gave den hi c’honsolje,
Met ar c’habitenn, hennes 'ree ;
Hennes lâre d’ezhi bepred :
— Tawet, plac’hig, na oelet ket,
C’hui deui’ ganen war ar pave,
Ma soudarded a deui’ gôude ;
C’hui a deui’ ganen war ar ru,
Ma soudarded a bep-a-du.
— Aotro kabitenn, m’am c’haret,
Ho kontell d’in-me a brestfet ;
Ho kontell d’in, pe ho pognard,
Da droc’ha ma las, ’zo re-stard.
N’eo ket he las a d-eûs troc’het,
En he c’halon d-eûs hi plantet !
Pa distro ’r c’habitenn en-dro,
Oa ar plac’hig war he geno ;
Oa ar plac’hig war he geno,
Ar gwad ’dann-hi a boullado :
— Penamet daoni ma ine,
N’oas ket êt gwerc’hes dirag Doue !
Pa varw ann eil ’wit egile,
Na ve ket finn d’ar garante !
Kanet gant Fant ar Gac,
eus a Verliskinn.