Ervoanik Prigent

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Erwanig Prigent.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 464-474)



ERVOANIK PRIGENT.
GWES KENTA.
________


I


   Et ’ Ervoanik Prigent d’ar men-aour,
Bikenn Landreger na vo paour ;
Met ’tont d’ar ger ve dirobet
Gant ’r Vilaudri hag he baotret.

   Ur vroac’hik koz ’ zo ’r Vilaudri,
A bign bemde war ar c’houldri,
Hag a well seiz-lew diout-hi,
Gant ul longuevu ’ve gant-hi.

   Ar vroac’hik koz a lavare
D’ar Vilaudri koz, un dez oe :
— Me well ’ tont Ervoanik Prigent,
Hag ’r charreterienn a Wengamp ;

   War ’r marc’h a-rok ur perroquet,
A oar al latinn, ar gallek ;
A oar al latinn, ar gallek,
Kerkoulz ma oar ar brezonek. —

   Ar Vilaudri, pa ’n euz klewet,
En penn he ale a zo et ;
En penn ’r marc’h a-rok eo kroget,
Ervoan Prigent ’n euz saludet :

   — Diskennet, Ervoan, deut en ti,
Laket ho kezeg ’r marchosi. —
Ervoanik Prigent a lare
D’ar Vilaudri eno neuze :

   — Na ziskenninn, na ’z inn en ti,
N’ iel’ ma c’hezek er marchosi ;
Fete ma marc’h-gwenn n’ zizammann,
Ken vo ’n Landreger da leinan ;

   Ken vo ’n Landreger da leinan,
Asambles gant ma c’hoar henan. —
Ar Vilaudri goz a lare
D’Ervoan Prigent eno neuze :

   — Tre Sant-Malo ha Landreger,
A oa ar volerienn ’neizeur ;
Oa ’r volerienn dec’h da greiz-de,
Ervoan, taolet ewes out-he. —


   Ervoanik Prigent pa ’n euz klewet,
Diwar he varc’h ’zo dilampet ;
Diwar he varc’h eo dilampet,
Gant ar Vilaudri ez eo et.

   Ar c’houarneres ’n euz kavet,
He berroket d’eï ’n euz roët ;
He berroket d’eï ’n euz roët,
Lec’h ’nn itron ’n euz hi c’hommerret.

   Merc’h ar Vilaudri a lare
D’ar Vilaudri goz en noz-se :
— Mui ’respet diskoez da dut ann ti,
Ewit d’ac’h-c’hui, kerkoulz ha d’in…… —

   Nep ’ glewje Ervoanik Prigent
O soon gant he flaüt arc’hant !
Ar re-goz d’ann nec’h ’ ebate,
’R re iaouank d’ann traon ’re iwe.

   Soon a ra gant-hi ker vaillant,
Ma debauch kalon ’r verc’h iaouank ;
Ma debauch kalon ’r verc’h iaouank,
Hen kaoud da bried a deuz c’hoant.

   Ar Vilaudri-goz c’houlenne
Euz Ervoanik Prigent, ’n noz-ze :
— Ervoanik Prigent, d’in laret,
C’hui ’zo bet biskoaz dimezet ? —

   Ma karje Ervoanik bout laret
Na oa bet biskoaz dimezet,
’N dije rekouret he vuhe,
Hag he vadou ’n dije iwe :

   Met kontrol hen euz bet laret,
Laret ’n euz ez oa dimezet :
— Hirie tri bloaz oann eureujet,
N’on bet met tri de gant ma fried. —

   Ar Vilaudri goz a lare
D’Ervoan Prigent eno neuze :
— Ma karjac’h Ervoan bout laret
Na oac’h biskoaz bet dimezet,

   Ho poa rekouret ho puhe,
Hag ho madou ho poa iwe. —
Paotred ’r Vilaudri ’zo deuet,
Ervoanik Prigent ’deuz aretet ;

   Ervoanik Prigent ’deuz aretet,
Ha war leur ar zal diskaret.
Ervoanik Prigent a lare
D’ar Vilaudri eno neuze :


   — Aotro ’r Vilaudri, m’am c’haret,
War leur ho sall n’am lazfet ket ;
N’am lazfet ket war leur ho sall,
’Nn anter ma gwad ’zo gwad roïall. —

   Ar Vilaudri goz a lare
D’Ervoan Prigent eno neuze :
— Me am euz chass ha levrini,
Lipo da wad, dre ma skuilli ! —

   — Aotro ’r Vilaudri, mar am c’hredet,
Ebars ho ti n’am lazfet ket ;
M’ c’hasset d’ doul-dor ho marchosi
M’ welinn ma marc’h, ’ rok ma varwinn ! —

   Ervoanik Prigent a lare,
Toul-dor ’r marchosi p’arrue :
— Aotro Doue, ma marc’hik kez,
Ama ta ’ kollfomp hor buhez ! —

   Ar Marc’hik-gwenn, pa ’n euz klewet,
Euz hi stag eo em distaget ;
Peder chadenn hen euz toret,
War ’r Vilaudri goz ’z eo lampet.

   Seiz ar Vilaudri ’n euz lazet,
Ken eo digwet gant ann eizvet ;
Ken eo digwet gant ann eizvet,
Allas ! hennes ’n euz-han lazet !

   Hennes hen euz ar marc’h lazet,
’N doa gwisket ’n habit hernachet.
Ervoanik Prigent, he vado,
Holl ez int bet chommet eno !


Kanet gant ar C’hemener-bihan,
bourk Plouaret, 1863.


____________


ERVOANIK PRIGENT.
EIL GWES.
________


I


   Et ’Ervoanik Prigent d’ar men-aour,
Bikenn Landreger na ve paour ;
Bikenn Landreger paour na ve,
Met ’r Vilaudri hen atakfe.

   Ar zorseres koz ar Vilaudri
’Iee bemde war-lein ar c’houldri ;
’Iee bemde war-lein ar c’houldri,
Seiz lew tro-rond ’ wele diout-hi.

   — Me ’well ’tont Ervoanik Prigent,
Ha gant-han tric’houec’h karg arc’hant ;
Karget int a arc’hant hag aour,
Bikenn ’r Vilaudri na ve paour.

   War ’r marc’h a-rok ’zo ’r perroket,
A oar al latinn, ar gallek ;
A oar al latinn ar gallek,
Kerkoulz ha ma oar ’r Brezonek.

   Ar zorseres-koz a lare
D’aotro ’r Vilaudri, un dez oe :
— Aotro ’r Vilaudri, em breparet,
Me ’well Ervoanik Prigent ’tonet ;

   Me ’well arru Ervoanik Prigent,
Ha gant-han tric’houe’h karg arc’hant,
Karget a arc’hant hag a aour,
Bikenn ’r Vilaudri na ve paour…… —

   Ervoanik Prigent a lare
D’he charreterrienn, ann de-se :
— Charreet-c’hui lijer ha skanv,
Rag ar Vilaudri ’zo aman. —

   N’oa ket he c’hir peurlavaret,
’N penn ar marc’h-a-rok eo kroget ;
’N penn ar marc’h-a-rok eo kroget,
Ar Vilaudri ’n euz-han zaludet.

   — Ervoanik Prigent, chommet fenoz,
Ema ’r volerrienn ’n Koad-ann-noz. —
— Koulz eo d’in merwell en ur c’hoad,
Evel ’n ho ti, m’hen goar ervad…… —


II


   Bars ann ti pa z’ eo antreet,
’N dimezell vrao ’n euz rankontret ;
’N dimezell vrao ’n euz rankontret,
He berroket d’eï ’n euz roët……

   Nep ’ welje Ervoanik Prigent
Soon gant ur ganjolenn [1] arc’hant,
Ken a lare ar verc’h d’hi zad,
A renkje hen kaout da briad ! —

   — Ervoanik Prigent, d’in laret,
Pe c’hui ’zo dimet, pe n’oc’h ket ? —
— Me am euz seiz a vugale,
A garrje bez ’r ger gant-he. —

   Ha pa oa ho c’hoaniou debret,
Da c’hoari ’r c’hartou ez int et ;
Da c’hoari ’nn dinsou ar c’harto,
Ervoanik ’c’honee bep-tro.

   — Gone, Ervoanik ’r pez ’ gari,
Ez out aze ’n heur ma varwi ! —
Aotro ’r Vilaudri, m’am c’haret,
War leur ho ti n’am lazet ket ;

   Ma c’hasset d’ gorn ho marchosi,
Ma welinn ma marc’h, kent m’ varwinn ;
Ma welinn ma marc’h, kent m’ varwinn,
Pemp kant skoed ’n aour eo koustet d’in.

   ’R zorseres koz a gorn ann tan,
A deuz lavaret ker-buhan :
— N’hen kasset ket d’ar marchosi,
N’oc’h ket ouit he varc’h tri-ha-tri ! —

   Ervoanik Prigent, p’hen euz klewet,
Ter griadenn-forz ’n euz leusket ;
Ter griadenn-forz ’n euz leusket,
He varc’h ter dor hen euz toret.

   Kriz a galon nep na oelje,
Er Vilaudri nep a vije,
’Welet ’r charreterrienn maro,
Krouget war-bouez ho landonio.

   Ar paj-bihan ’zo achappet,
Dre dor ’r jardinn eo em dennet ;
Dre dor ’r jardinn eo em dennet,
D’anonz ’r c’hezlo d’ Landreger eo et.


III


   Ann archer bihan ’zalude
Er Vilaudri pa zigoueze :
— Demad ha joa holl en ti-man,
’R zorseres koz, pelec’h eman ?

   ’R zorseres koz pelec’h ema,
Ma meomp hi buhe da genta ?……
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

   ’Nn aotro ’r Vilaudri ’zo krouget,
Ar zorseres koz ’zo dewet ;
Ar zorseres koz ’zo dewet,
Hi ludu gant ’nn awell gwentet !


Kanet gant Godik Fulup, en paroz Plunet. — 1867.


________

  1. Je traduis le mot kanjolenn par flageolet, quoique je ne le trouve ni dans Lagadeuc, ni dans Le Gonidec ; c’est un mot tombé en désuétude, mais que je me rappelle avoir entendu dans d’autres chants populaires.