Kerdadraon hag ar Gernewez (An Uhel)
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kerdadraon hag ar Gernewez.
Kerdadraon hag ar Gernewez,
Braoa daou den-jentil ’vale,
Hag a zo ho daou mignoned
War ar gwinn ha war ar merc’hed.
’Nn aotro Kerdadraon a lare
D’he vreur, ann aotro ’r Gernewe :
— It-c’hui, ma breur da Vontroulez
D’ober al lez d’ar benherez ;
Ar benherez a Vezarnou,
Mar gallann ’vo itron ’r Gerdadraon,
Ha laret d’ez-hi, da welet,
Ma dilezell, ho kommerret. —
’Nn aotro Kernevez a lare,
En Montroulez pa arrue :
— Salut dac’h-c’hui fourdelizenn,
C’hui ’zo ker koant hag ur rozenn ! —
— Mar on-me koant ’vel ur rozenn,
Ann aour ann arc’hant am gra gwenn ;
Ann aour, ’nn arc’hant ’zo war ma zro,
Kernewez, ra koant ac’hanon. —
— Penheres, dimezomp hon daou,
Ha lezet ma breur Kerdadraon. —
— N’ larann ket n’och ket ma mignon,
Met Kerdadraon ’n euz ma c’halon.
Pa venn em hinviz diwisket,
Ha Kerdadraon en be rochet,
Ar pognard-noaz vont em c’halon,
Kerdadraon eo ma gwir vignon ! —
Ar benherezik ’c’houlenne,
Euz hi mageres, un dez oe :
— Ma mageres, lavaret d’in,
Hag eo poent d’in-me dimizi ? —
— Penheres, dimet pa garrfet,
Chui n’ho euz bloaz nemet seitek ;
Hogenn kent wit ma timezfet,
Lizer d’ho tad a vo kasset. —
— Ma mageres, mar am c’haret,
Lizer d’am zad na gasfet ket ;
Lizer d’am zad na gasfet ket,
Ken ’vinn dimet hag eureujet ;
Ken ’vinn dimet hag eureujet,
Et d’ Gerdadraon gant ma friet. —
Ar vageres a lavare
D’ar benherezik en de-se :
— Bet drouk gant ann nep a garo,
Lizer d’ Vezarnou me gasso,
Rag m’hen goar mad ez on manket,
En riskl da veza distrujet. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
Et eo Mezarnou da Baris,
Da gerc’had un tan artifiz,
Na wit dewin ar Gerdadraon,
Hag ’r benheres a Vezarnou……
Ar benherezik a lare,
A brennestr hi c’hambr, un dez oe :
— Ma well levrenn m’ zad en ale,
Ar wes-ma kolfomp hon buhe !
Ma fried paour, en em guzet,
A-walc’h eo d’in-me bout lazet ! —
Ar benherezik a lare
D’hi zad Mezarnou en de-se :
— Ma zadik paour, mar am c’haret,
Kent wit ma bugel am lazfet ;
Ma lazet kent wit ma bugel,
N’ vo ket red d’in diou-wes merwel !
Met, tadik paour, mar am lazet,
Kent bars ma bugel a krogfet ;
Grit d’in ’vel ma karfet neuze,
’Vel un tad mad d’he vugale ! —
Mezarnou koz a lavare,
Bars ar bugel paour pa groge :
— Gaou lar ma daoulagad ho daou,
Pe ’z out henvel euz Mezarnou ! —
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ann tan artifiz ’zo kroget ;
Ann tan artifiz ’zo kroget,
Ar Gerdadraon a zo dewet !
Ar benheres a lavare
D’hi zad Mezarnou ann de-se :
— Aotro Doue ! petra ’ vo gret ?
Ar Gerdadraon a zo dewet !
— Tawet, ma merc’h, na oelet ket,
Ar Gerdadraon a vo zavet ;
Ar Gerdadraon a vo zavet,
Hag en mein-glaz kudon toët ;
Ha pa deuï ann heaul da bara,
’Vel arc’hant teuïo da vrilla ;
’Vel arc’hant ’teuïo da vrilla
Gant ann heaul sklezr o lugerna. —
’N aotro Kerdadraon a laraz
D’he dad-kaer Mezarnou, p’hen klewaz :
— Ar Gerdadraon a vo zavet,
Aotro Mezarnou, hep ho kavet.
Gwell wit ho merc’h a Vezarnou
’Zo bet itron en Kerdadraon ;
Ar verc’h-henan a Gerouspi
’Zo bet itron kent ewit-hi ! —
Kanet gant Garandel, leshanwet Kompagnon-Dall.
Keramborgne, 1845
Er Gerdadraon a zo seiz mab,
Melenn ho bleo, glaz ho lagad ;
Er Gerdadraon a zo seiz mab,
Braoa seiz den a wisk dillad.
’Nn aotro Kerdadraon a lare
D’he vreur Koat-ar-Skinn, un dez oe :
— Deut-c’hui da Vontroulez ganin,
Da c’houli ’r benheres da zimi. —
’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lare,
En Montroulez pa arrue :
— Demad ha joa holl er ger-ma,
Noblanz Lezarmo [1] pelec’h ’ma ? —
Hag ar porzier a lavaraz
Da Goat-ar-Skinn, vel m’hen klewaz :
— M’eo noblanz Lezarmo ’glasket,
E-toul ar porz a parlantet. —
Ha Koat-ar-Skinn a lavare,
Bars ar maner pa antree :
— Demad ha joa er maner-ma,
Ar benheres pelec’h ema ? —
Hi mageres oa bars ann ti
Hag a lavaraz ewit-hi :
— ’Ma bars ar zal o tijuni,
Kalz a dutjentil ’zo gant-hi. —
’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lare,
Bars ar zal ha pa arrue :
— Na demad dac’h-c’hui, penheres,
Dac’h-c’hui ha d’ho kompagnunes.
Penherezik, d’in-me laret
Ur veaj inutil am euz gret ? —
— O Koat-ar-Skinn, n’ho euz-c’hui ket,
Rag Kerdadraon ’garann bepred :
Hag ’ve ’r c’hleze noaz em c’halon,
Kerdadraon ez e ma mignon !
Me ia da gaout ma mageres,
Hounnes ’zo d’in gouarneres.
Ma mageres, lavaret d’in,
Ha na eo ket poent d’in dimi ? —
— N’oc’h met daouzek (vloaz) krog en trizek,
Abredik d’ veza dimezet ;
Red vezo kaout konje ho tad,
Ho keront, betek pemzek oad,
Hag ho tad ’ zo et da Baris,
Bars ’retorno ’vo unnek miz ;
Met me ’ ia d’ skriva lizerou,
Ewit kass d’ho tad ann aotrou. —
— Ma mageres, na rit ket se,
Me dimezo hep he gonje ! —
Ar vageres a c’houlenne
Un dez ar beure, ’n hi gwele :
— Daoust a zo a newez en ker,
Kreena ’ra ’r paveïou ’n antier ? —
— Ma eo karronsiou Kerdadraon,
Magerezik ’zeu da vouit-on ! —
Ar benheres a lavare
Da Gerdadraon eno neuze :
— N’ ’c’h euz ket klasket dimezelled,
Gant-oc’h d’ Gerdadraon na inn ket. —
— Dimezelled ’walc’h ’m euz klasket,
Ma c’hininterv ha ma moereb. —
Ar benheres a lavare
D’hi mageres, p’hi c’huitaë :
— Margerezik, mar am c’haret,
Ma iskuzou d’am zad ’refet.
’Nn aotro Lezarmo a lare,
Ebars ar ger pa arrue :
— Ma fenheres pelec’h eo et,
D’am digommer n’eo ket deuet ? —
Ar vageres a lavaraz
D’ann aotro eno p’hen klewaz :
— Ho penheres ’zo ’n Kerdadraon,
Warc’hoaz dek miz klez a vezo. —
— Me na gredann ket kement-se,
’Ve dimezet hep ma c’honje :
Mar eo ma fenheres dimet,
Mageres, c’hui a zo manket. —
— Gret ’m boa offr skriva lizerou,
Da gass ho bete, ma aotrou……
Ann aotro, ’vel m’hen euz klewet,
D’he baj-bihan ’n euz lavaret :
— Na kerz-te brema da Baris,
Da gerc’had un tan artifiz,
Ewit dewi ar Gerdadraon,
Hag ar benheres Lezarmo ! —
’Nn aotro Lezarmo a lare,
En Kerdadraon pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Penheres Lezarmo pelec’h ’ma ? —
— Ema duze, en hi gwele,
Ur mab-bihan euz hi c’hoste,
Ha na eo ket c’hoaz badezet,
Ken ’po hano d’ez-han roët. —
Kerdadraon, ’vel ma ’n euz klewet,
Prim gant ar vinz ’zo diskennet ;
Prim gant ar vinz eo diskennet,
Hag he dad-kaer ’n euz zaludet :
— Demad d’ac’h, ma zad Lezarmo ! —
— D’ac’h iwe, aotro Kerdadraon !
Na verite ket Kerdadraon,
Kaout ’r benheres a Lezarmo ! —
— Kerkoulz hag ho merc’h, Lezarmo,
’Zo bet itron en Kerdadraon !
Ar verc’h-henan a Gerouspi
Deuz bewet eno dizoursi ! —
Ar benheres, pa deuz klewet,
’Meaz hi gwele ’zo dilampet :
— Ma zadik paour, ma fardonet,
Me oar a-walc’h ez on manket. —
— Ma merc’h, kerzet-c’hui al lec’h-se,
Ma merc’h it-c’hui prim d’ho kwele ;
Et ’zo messajer da Baris
Da gerc’had un tan-artifiz,
Ewit dewi ar Gerdadraon,
Iwe penheres Lezarmo ! —
Ar benheres, pa deuz klewet,
Hi bugel d’hi zad ’ deuz roët :
— Ma zadik paour, mar am c’haret,
Poan d’am bugel na refet ket ! —
’Nn aotro Lezarmo ’lavare,
Bars ar bugel paour pa groge :
— Ma bugelik, deuss da ved-on,
Te ’vo heritier Lezarmo,
Ha me ’zavo did ur c’hastel,
Ar c’haera ’vo en Breiz-Izel ;
He dorojou en aour melenn,
He brennestrou en arc’hant gwenn…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar paj en ti ’zo digwezet ;
Ar paj en ti ’zo digwezet,
Ann tan er c’hastel ’n euz c’houezet ! —
Dewet penheres Lezarmo,
Kerdadraon hag he holl vado ! —
Kanet gant Anna Prigent,
euz a Bourit-Jaudi.
- ↑ Les chanteurs disent, les uns Mézarnou, et les autres Lezarmo. Je ne suis pas en mesure d’établir, avec preuves à l’appui, lequel de ces deux noms il faut préférer, quoique je penche pour Mezarnou. Il y a un manoir noble de ce nom en la commune de Plouneventer, dans le Finistère. C’est sans doute celui que pilla La Fontenelle, le fameux Ligueur. Il ne se contenta pas de ce butin, estimé quarante mille écus ; il enleva aussi l’héritière, fille de Vincent de Parcevaux, et l’épousa. — Il y a un manoir de Kerdadraon, à deux kilomètres de Saint-Pol-de-Léon.