Mont d’an endalc’had

Er vugulez

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar mesaër bihan.

Imprimerie de la Presse libérale, 1926  (p. 18)



ER VUGULEZ
AR VESAEREZ
————

\relative c'{
    \clef treble
    \key d \major
    \autoBeamOff
    \time 6/8 
    \partial 8*3
    fis8 d fis a4 b8 a( e) g | fis4 \grace{\stemUp d16  } \stemNeutral d( fis) fis8 d fis | a4 b8 a( e) g | \break
    fis4.\fermata  fis8( a) a | fis d( e) fis fis e16 d | e4. fis8( a) a | fis d( e) fis fis( e) | d4 r2 \bar "|." 
}
\addlyrics {
Dé -- sul vi -- tin, el ma saù -- en, ho! Dé -- sul vi -- tin, el ma saù --
en, ur voeh dous e gleu -- en é -- lon -- la, ur voeh dous é gleu -- en, ho!
}
\addlyrics {
Di -- sul vin -- tin, ’vel ma sa -- ven, ho! Di -- sul vin -- tin, ’vel ma sa --
ven, eur vouez dous a gle -- ven é -- lon -- la, eur vouez dous a gle -- ven, ho!
}
1

Désul vitin, el ma saùen, ho !
Dèsul vitin, el ma saùen,
ur voeh dous e gleuen élonla,
ur voeh dous é gleuen, ho !

2

Ur voèh e gleuen e kannein.
E sol er hoèd sapin.

3

Ur voéh brauoh ne heller ket,
Kleuet é bro erbet.

4

Eit kannein spisoh n’en des chet.
Meit en estig er bed.

5

Ha dré er lann el ma passen,
Boketeu e cherren.

6

Hou cherrein e hren eit ou rein.
Den hand e gleùen.

7

D’er hoed a vuzul ma tosten.
’E hleuet guel e hren.

8

Mes allas ! c’hleuet e hren,
Hemb kompren é sonnen.

9

Ur sonnen deit ag er vro-gal
get un trohour segal.

10

Kenteh boketeu ru ha glas
A men dorn e goéhas.

11

Hag men boketeu n’en dint ket
Eit ur verh ken disket.

1

Disul vintin, ’vel ma saven, ho !
Disul vintin, ’vel ma saven,
eur vouez dous a gleven élonla,
eur vouez dous a gleven, ho !

2

Eur vouez a gleven o kana,
e lez ar c’hoad tosta.

3

Eur vouez bravoc’h ne c’heller ket,
klevet e bro ebet.

4

Vit kana gwelloc’h ne ’z eus ket,
Met an eostig er bed.

5

Ha dre al lann pa dremenen,
Bleuniou a gutuilhen.

6

Ha war bleg va brec’h o c’hasen,
d’an hini a gleven.

7

Ouz ar c’hoad dre ma tostaen,
he c’hlevet gwell a raen.

8

Met, allas, he c’hlevet a raen,
hep kompren he sonenn.

9

Eur zonnenn deut eus a Vro-C’hall,
gant eun trouc’her-segal.

10

Kerkent va bleuniou rus ha glas,
ens va dourn a gouezas,

11

rak n’am oa ket o c’hutuilhet,
vit eur verc’h ken desket.

J. Le Bayon.