Mont d’an endalc’had

Ar mesaër bihan

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Er vugulez.



AR MESAER BIHAN
————


Ar skridoù-sonerezh zo diweredekaet evit poent.

1

Disul vintin, ’vel ma saven, o !
Disul vintin, ’vel ma saven,
Eur vouez dous a gleven, e lon la !
Eur vouez dous a gleven, o !


2

Eur vouez a gleven o kana,
E lez ar c’hoad tosta.


3

Eur vouez bravoc’h ne c’heller ket,
Klevet e bro ebet.


4

Vit kana gwelloc’h ne deus ket
Met an eostig er bed.


5

Ha dre al lann pa dremenen,
Bleuniou a gutuilhen.


6

Ha war bleg va brec’h o c’hasen,
D’an hini a gleven.


7

Ouz ar c’hoad dre ma tostaen,
He c’hlevet gwell a raen.


8

Met, allas, he c’hlevet a raen,
Hep kompren he sonenn.


9

Eur zonnenn deut eus a Vro-C’hall,
Gant eun trouc’her-segal.


10

Kerkent va bleuniou ruz ha glas,
Eus va dourn a gouezas,


11

Rak n’am oa ket o c’hutuilhet,
’Vid eur verc’h ken desket.


————