Diskenomp holl, kristenien, diskenomp war-eun-dro,
Betek e-kreiz an ifern d’ober eun tammig tro
’vit ma heuilhimp ar furnez, an onestiz kristen
Hon miro ouz ar poaniou a bado da viken.
An ifern a zo eul lec’h leun a denvalijenn,
Ne weler kammed ennan eur fulenn sklerijenn,
An doriou ’zo bet serret ha prennet gant Doue,
Ha n’ o digoro biken ; kollet eo an alc’houe(z).
An tangwall an euzusa ne deo nemet moged,
E-kichen tan an ifern, pa grog er re daonet ;
Hag aman e-kreiz an tan, ma tev korf, izilli,
En ifern, korf hag ene chom bepred da virvi.
Eno, war ar re zaonet o redet ar c’houez,
A-berz lealded Doue, dalc’hmat hag hep paouez.
Na pegen kriz ne vo ket eno ’ta ar vuhez,
E-kreiz eun tan peurbadus, hep gallout kaout truez.
Kaer devo eno yudal, klask distana o foan,
Ne ray nemet o brouda war wasaat an tan.
Siouaz kouezet en ifern, echu da bep pardon
N’eus met dizesper eno o krignat ar galon.
N’eo ket eur vuhez hounnez, klevout eno dalc’hmat
Ar malloziou o koueza barrad war-lerc’h barrad :
Tad ha mamm ha bugale bepred en em damall,
O skei an eil egile, didruez, en tangwall.
Pa vezer leun a yec’hed, yaouank ha dibreder,
Da heul kement fals vignon, dinec’h-brao e reder ;
Met e-kreiz tan an ifern, mignoned an douar,
N’int ken met enebourien, ’vel chas klanv e kounnar.
Diwallit-mat, m’hoc’h asped, c’houi a vev hep kredenn ;
N’eus Doue ’bet evidoc’h, na mui feiz na lezenn.
An neb na glask er bed-man nemet mont en e roll,
Deut ar maro, en ifern, da viken a ’n em goll.
Pegen kriz chom da viken da leski ’kreiz an tan !
Mar deo eur Gwall boan hounnez, ez eus c’hoaz gwasoc’h poan :
Beva pell diouz Doue ha biken pardon ebet,
N’eus gwasoc’h merzerenti da galon, da spered.
Dalc’homp, evel kristenien, hon penn uhel d’an nec’h,
Hag hon treid, hed hon buhez, digailhar war ar sec’h,
Ha ne vo ket evidomp ifern ebet goude ;
A-denn-askell e nijimp da Varadoz Doue.