Jezuz pegen bras ’vez
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Baradoz.
Pe
Diskan
Jezuz pegen bras vez
Plijadur an ene
Pa vev e gras Doue
Hag en e garantez. (2 w)
Berr ’kavan an amzer,
Hag ar poaniou, dister,
O sonjal deiz ha noz
E gloar ar Baradoz.
Pa sellan en Nenvou,
Etresek ma gwir vro,
Nijal di a garfen
Evel eur goulmig wenn.
Gant joa e c’hortozan
An tremen diweza(n)
Hast am eus da welet
Jezuz, ma gwir bried.
Kerkent ha ma vezo
Torret ma chadenno(u),
Me a savo en aer
Evel eun alc’houeder.
Tremen a rin al loar
Evit monet d’ar c’hloar,
Dreist an heol, ar stered.
Me a vezo douget.
Pa vin us d’an douar,
Traonienn leun a c’hlac’har,
Neuze me ray eur sell
Ouz ma Bro Breiz-Izel.
D’ezi me lavaro :
Kenavo d’it, ma bro ;
Nag a zaerou skuilhet
Ennout, bro vinniget !
Kenavo, da viken,
Paourentez hag anken,
Kenavo, pec’hejou,
Trubuilh ha klenvejou.
Pelloc’h ne zoujin ket
Ardou an droukspered :
Netra ken n’am sponto
Goude taol ar maro.
Goude taol ar maro,
Joaüs me a gano :
Torret eo ma chadenn,
Dizalc’h oun da viken.
A bep tu pa sellin,
Kement tra a welin
A ray d’am daoulagad
Ha d’am c’halon mil vad
Doriou ar Baradoz
Digor ouz ma gortoz ;
Ar sent, ar sentezed
War o zron azezet.
Me vo degemeret
E palez an Drinded
E-kreiz an enoriou
Hag ar meuleudiou.
Me ’c’hallo, evit mat,
Gwelout Doue an Tad,
Gant e Vab eternel,
Hag ar Spered-Santel.
15
Me a welo Jezuz,
Gant eur c’hoarz dudius,
O lakaat war ma fenn,
Eur gaer a gurunenn.
Pegen brao vo klevout
Jezuz o lavarout :
« Deut, ma servijer mat,
Da gaout Doue ho Tad. »
Eus bered an iliz,
Ho korf, bev war e giz,
Aman, hep pell dale,
A vo douget ive(z).
C’houi zo em Baradoz
Evel bokedou roz,
A zivleugn d’ar mare,
Hag a vleugn adarre.
Gwenn evel al lili,
Gwennoc’h n’eus ket hini,
Setu c’houi em falez,
Eürus gant an aelez.
Evit poaniou dister,
Evit ankeniou berr,
Me a vo paeet-mat
Gant Doue ma gwir Dad.
Eno e vo gwelet
Ar Werc’hez vinniget,
Gant daouzek steredenn
A ra he c’hurunenn.
Gwelout a rin ivez
An aelez, arc’haelez,
Ma tregern an Nenvou,
Gant o meuleudiou.
Hag eno unanet,
An holl batriarked,
Ganto ar brofeted,
Holl, o fenn kurunet.
An ebestel eürus,
Gant diskibien Jezuz,
Hag an holl verzerien,
Enor ar gristenien.
Tud salvet, a bep bro,
A welin c’hoaz eno
’kichen ma zadou koz
Pell ’zo ouz ma gortoz.
Gwerc’hezed a bep oad,
Sentezed a bep stad,
Gwragez, intanvezed
Er bed-man disprizet.
Bugale diniver
Tro-war-dro d’o Salver,
Gant sae o badeziant,
O nijal skanv ha drant.
Eürusted hep he far
A-vreman me ho kar
Hag ennoc’h pa sonjan
Dinec’h en em gavan.
Em holl boaniou kalet
A gorf hag a spered,
Sonjal rin deiz ha noz,
E gloar ar Baradoz.