Mont d’an endalc’had

Barnet e vo kement den (Ar varn Diweza)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Barnet a vo kement den (Ar varn divezan).

A. Prud’homme, 1934  (p. 120-121)



N° XCV. — Ar varn diweza.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=104
      \key g \major
      \override Rest #'style = #'classical
      \time 3/4
      c'4 b a | b2 c8( b) | a4 g2 | c4 b a \break
      b2 c8( b) | a2 r4 | c b a | b2 c8( b) \break
      a4 g2 | c4 b a | b2 c8( b) | a2 r4 \break
      a b c | d2 c4 | b a2 | c4 b c \break
      d2 c4 | b2 r4 | c b a | b2 c8( b) \break
      a4 g2 | c4 b a | b2 c8( b) | a2. \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       Bar -- net e vo ke -- ment den ’vo bet war
       an dou -- ar_; n’ou -- zer pe goulz pe
       am -- zer Dou -- e hep -- ken hen goar.
       Ar sent a ye -- lo d’an Neñv, d’an i -- fern
       ar re fall. Bem -- dez, er wi -- rio --
       nez -- se, holl e tle -- femp soñ -- jal.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. Barnet e vo kement den ’vo bet war an douar ;
    N’ouzer pe goulz pe amzer Doue hepken hen goar.
    Ar sent a yelo d’an Neñv, d’an ifern ar re fall.
    Bemdez, er wirionez-se, holl e tlefemp soñjal.

  2. Kent eur ho parnedigez, kent degouez fin ar bed,
    O, bezit trugarezus, ma Jezuz, ni ho ped ;
    Gras d’imp da c’hallout beva, evel ma vev ar sent,
    Hag evit mont d’ho lez-varn, ’c’h aimp dinec’h en hent.

  3. Pa dostao fin ar bed, ’vo dre-holl ken gwaz reuz,
    Ma tizec’ho diouz o sav, an holl dud gant an euz ;
    Pa savo an « Antekrist » en aer e vanniel,
    War an douar ’n em ledo ar spontusa brezel.

  4. Gant ar c’hurun o strakal, e kreno an douar ;
    Ha pa gouezo ar stered, d’o heul, an heol, al loar,
    E krogo dre-holl er bed, war eun dro, an tangwall,
    Ma vo an holl dud gantan devet, koulz mat ha fall.

  1. E tregerno an drompilh en draonienn, er menez,
    Evit degemenn ar varn, sonet gant an aelez ;
    Ha kerkent eus kreiz o bez, a bep tu e savo,
    Leun a nerz hag a vuhez, an holl gorfou maro.

  2. Int ken buan ’n em vodet e traonienn Jozafad,
    Pa savint war-du an Nenv neuze o daoulagad,
    E welint karget a c’hloar, hag e holl zremm skedus,
    O tiskenn war an douar, ar Barner bras, Jezuz.

  3. E Groaz douget dirazan gant eur rummad aelez,
    En eun doare kaer-dispar a lintro a-nevez ;
    Ha kerkent ’vo diskleriet du bep hini e stad.
    Na pegen eürus neuze e vo an holl dud vat !

  4. Met en o c’hichen, siouaz, ma pegen truezus
    Ar setans a vo hini enebourien Jezuz !
    Ne welint ken dor digor nemet dor an ifern,
    D’o degemer da leski, kig ha mel hag eskern.

  5. Diskuliet dirak an holl pec’hejou pep hini,
    Ma chomo, ouz o c’hlevout, nec’het meur a hini.
    O, na pebez ranngalon, pa ranko dizale,
    Pried kuitaat e bried, tad, mamm o bugale !

  6. Kerkent, graet gant an aelez eus an dud diou lodenn :
    Ar re dle mont d’an ifern pe d’an Nenv, ’vit biken.
    O Gwerc’hez santel, m’ho ped, roit d’imp ho skoazell,
    Ma nijimp, goude ar varn, d’an Nenv a-denn-askell.