Mont d’an endalc’had

Barnet a vo kement den (Ar varn divezan)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Barnet e vo kement den (Ar varn Diweza).

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 105-107)


N° 90. — Ar varn divezan.
War don N° 90 (Diskan N° 85, 1)


1. Barnet a vo kement den a vo bet war an douar,
N’ouzer nag heur nag amzer, Doue hepken ken goar :

Ar zent a ielo d’an Env, d’an ifern ar re-fal,
Bemde er wirione-man ol e tlefemp zonjal.

2. Pa dostao fin ar bed e vo gwelet o tont
An Antekrist miliget, a rei krenan gant spont
Kenkoulz ar gristenien vad vel ar bec’herien vraz,
Trubuill, brezel vo dre-ol vel na vo bet biskoaz.

3. Diwar o zreit gant an nec’h an dud a dizec’ho,
Strakal a rei ar gurun, an douar a greno,
En oabl al loar vo ru-goad, ar steret a gouezo,
Na biken mui deuz an heol sklerijen na baro.

4. En draouien, war ar mene, dre-ol e krog an tan ;
N’euz ken a dud dre ar bed, maro eo peb unan...
Zouden e korn an drompill e pevar c’horn ar bed :
Gant an ele vit ar varn an ol a zo galvet.

5. Ar maro a zo spontet hag an douar ive
O welet eskern an dud o sevel deuz ar be ;
A bep tu, euz fons ar mor, hag euz ar berejou,
Evit mont d’ar memes lec’h beo e sav ar c’horfou !

6. War eur goabren lugernus e vo gwelet neuze
O tisken euz an Envou Jezus hag e ele :
E Groaz splanoc’h vit an heol vo douget dirak-han,
Hag ar pemp gouli zantel a lintro warnezan.

7. Ha kenkent dirag an ol e vezo diskleriet
Petra n-euz gret pep hini ha petra na n’euz ket ;
Eürus neuze ar re-vad da vezan bet miret
O ine pur ha divlam, rak breman int zalvet.

8. Eno vo dizoloet stad an ol galonou,
Ho pue vo anavet gant tud an ol broiou ;
An tad, ar vam a welo bue o bugale,
An eil bried a welo dizurjou egile.

9. Pec’her, pec’heres dirol, et da goach gant ar vez,
Goude goal-skuer ho pue hag ho fallagries ;

An ol bec’hejou ec’h euz d’ho kovesour nac’het,
Dirag an ol zo breman gant Doue diskuillet.

10. Meur a hini er bed-man gant an dud istimet,
Abalamour d’ho visou en ifern vo tolet ;
Ha meur a hini ive gant an dud disprizet,
Kaeroc’h evit rouane mesk ar zent vo renket.

11. Gant an ele pad ar varn e vo gret diou loden,
En unan ar re-zalvet, ar re-daonet ’n eben :
Ha mouez spontus ar Barner a vo klevet raktal
O lenn zetans ar re-vad ha zetans ar re-fal.

12. D’ar re-vad e vo laret : « Deut, mignonet Doue,
Deut genin d’ar Barados hed an eternite.
Ar re-daonet a glevo ar c’helou-man ken kri :
« Et pel ouzin gant Satan en ifern da leski. »

13. Kenkent, pebes ran-galon ! vo gret an disparti
Etre daou den a veve gwejal er memes ti,
Etre diou c’hoar, daou bried, tad, mam ha bugale,
Unan an-he vo zalvet ha daonet egile !

14. An ifern a zigoro vit ar wej divezan,
Eur gri-fors a vo klevet o sevel anezan !...
Ha trezek ar Barados, ’n eur ganan dudius,
Warlerc’h Jezus ha Mari ec’h ei an dud eürus.

F. G.