Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Deut tud santel.
N° 27. — Dirak portret ar Galon-Zakr.
War an ton N° 27, pe N° 42.
- Deut, tud fidel,
A vouez uhel
Kanomp ol kanomp joaüs :
Gloar, trugare
Ha karante
D’ar Galon zakr a Jezus.
Diskan.
Ni ol hirie
Digant Doue
A esper gras ha pardon :
Pebes tensor
A zo digor,
O Jezus, en ho Kalon !
- Ouz ar gouli
A splan en-hi
E sav ar flam ar gaeran :
Gwir sklerijen
Evit an den
A ro d’imp Jezus aman.
- Ar groaz plantet,
Ar goad skuillet,
Ar spern a red tro war-dro,
A gomz ouzimp,
Hag a lar d’imp
Kavet zonj euz e varo.
- Gant an ele
Keit ha Doue,
Jezus, c’houi zo enoret
War an douar
Zo tud klouar
Ha tud ien en hoc’h andret !
- War an oter,
E peb amzer,
Genimp aman c’houi a chom.
D’hon farean,
Ha d’hon magan,
D’hon c’hlevet e peb ezom...
- Eno lies,
O pebes mez !
Kristen ebet na weler !
Er Zakramant
Na rer zeblant
Ouz eur Galon ken dener !
- Kalon Jezus,
Trugarezus.
Zellet ouzimp a drue :
Hon zikouret
Daoust d’hon fec’het,
Breman ha pad hon bue.
- Hon kuzet don
En ho Kalon
O Jezus, ni ho suppli :
En-hi bepret
Mar hon miret
Zur omp en Env d’ho meuli.
|
N. B. — En enor d’ar Galon-Zakr e heller kanan ive : Meulomp e peb amzer N° 22. — Jezus, Zalver an ineou, N° 125. — Enor ha gloar, N° 23, etc.
————