Eun arc’hel a beurz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Añjeluz.
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924 (p. 40).
◄ Deut, tud fidel | Eun arc’hel a beurz | Ni ho salud gant karante ► |
KANTIKOU D’AR WERC’HEZ VARI
————
N° 28. — An Angelus.
War don : Creator alme.
1. Eun arc’hel a beurz an Otrou,
A ziskenas euz an Envou,
D’anons da Vari oa choazet
Evit Mam da Zalver ar bed.
2. Mari a respontas neuze :
« Zervijeres on da Zoue :
« Bezet eta gret em andret
« Ar pez ec’h euz d’in diskleriet. »
3. An eil Ferson euz an Dreindet
Kenkent a zo bet inkarnet,
Bevet a n-euz war an douar
O c’hortos mervel er Chalvar.
4. Pedet, o Gwerc’hes, Mam Doue,
Evidomp ol e vajeste :
Ma vezimp dign euz ar grasou
A ofr d’imp Jezus hon Otrou.