Deut tud santel
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Deut, tud fidel.
Ni holl hirie digant Doue |
Deut tud santel
A vouez uhel
Kanomp holl kanomp joaüs
Gloar trugarez
Ha karantez
D’ar galon Sakr a Jezuz.
Eus ar gouli
A splann enni
E sav ar flamm ar c’haera ;
Gwir sklerijenn
’vit ar c’hristen
Jezuz ro d’imp da heulia.
Ar groaz savet
Ar gwad skuilhet,
Ar spern a red tro-war-dro,
A gomz ouzimp,
A lavar d’imp :
Ho pet sonj eus e varo.
Gant an Aele(z)
Evel Doue
Jezuz, c’houi zo enoret :
War an douar
’z eus tud klouar,
Ouzoc’h ivez tud skournet
War an Aoter,
E pep amzer,
Ganimp aman c’houi a chom
D’hon parea
Ha d’hon maga,
D’hon c’hlevout e peb ezomm
Hag alies,
Na pebez mez !
Kristen eno ne weler.
Er Sakramant
Piou ’ra seblant.
Ouz eur Galon ken tener ?
Kalon Jezuz
Trugarezus,
Sellit ouzimp gant truez :
D’imp ho skoazell
Ouz pep avel,
Breman ha ’pad hon buhez
D’hon c’huzat do(u)n
En ho kalon
Ni a zeu d’hoc’h aspedi :
Bepred eno
Neb a chomo
D’an Nenv ’yelo sur d’ho meuli.