Enor war an douar
Neuz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Enor war an douar evel e lein.
A. Prud’homme, 1934 (p. 27-28)
N° XXII. — Eur c’hantig all da Galon Jezuz.
Diskan
Enor war an douar evel e lein an Neñvou |
1
D’e Galon neb a rend enor
Nag e ve pec’her
He c’hav bepred digor
’vit e zegemer.
2
Koulskoude neb a chom amzent
Kaer en deus pedi,
Ne gerz ket war an hent
A ya betek hi.
3
Mar poaniomp d’ober hon dever,
Jezus hon miro
En e Galon dener
Betek ar maro.
4
Kalon Sakr, ni fell d’imp breman
Ha da virviken,
Ho selaou, ha beva
Hervez ho lezenn !