Ar vestres glorus
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Vestrez Glorus.
Pa oan em c’hawel, bihanic,
Me ’m oa choaset eur vestrezic,
Trou la ri lai tra la lan
Roularilanlaine !
Breman p’omp arru braz hon daou,
A so savet caranteou.
He zad, he mamm, p’ho deus clewet,
D’ar gouant ho deus-hi casset ;
Casset ho deus ma dousic coant,
Oh ! ia, da Wengamp d’ar gouant.
Ha pa goustfe d’in pemp cant scoet,
Me iell da Wengamp d’hi gwelet.
Bars en Gwengamp p’on arruet,
Ma mestrès coant am eus gwelet.
— Bonjour ha joa, ma dousic coant,
Deut-on d’ho cuelet da Wengamp.
Lavaret d’in ma mestrezic,
Petra lâr d’ac’h ho calonic ?
— Ma c’halonic a lavai d’in
Caret vad d’ann nep a gar d’in ;
Caret vad d’ann nep a gar d’in,
D’in ma c’hunan, dreist pep-hiui.
— Tri re votou am eus uzet,
Ma dousic coant, ’tout d’ho cuelet ;
Prest on da uzan ’r bewar re,
Ha c’hoas n’ouzon ket ho toare.
— Mar oc’h scuiz oc’h uza botou,
Deut war zodennou ho lêrou,
Pe grêt ober ’r galochou lezr,
Pe, mar doc’h scuiz, chomit er gêr ;