Calonad eur vestrès
Didosta, envnic rouz, gant da vouez trionfant,
Da zilaou prepozio en-tre daou den iaouanc ;
Da zilaou ar prepozio a zo bet en-tre-z-he ;
Te oa en plas da alloud zilaou piz anezhe ;
Te oa en plass da alloud zilaou piz anezhe,
Ar c’homjo elocant a oa bet en-tre-z-he.
Ma mestrezic ’zo hanvet deuz eur boket sousi,
Pe diouz eur rozen ru, pa ve ’n he iêoni ;
Pa ve troc’het he grïo a deu da dristaad ;
O Doue, ma c’halon baour, na oufes biken pâd !
O Doue, ma c’halon baour, penoz e pâdi te,
Na da lavaret adieu d’hes dous, d’hes carante?
O Doue, ma c’halon baour, rannan ri gant glac’har,
O lâret adieu d’hes dous, d’hes dous ’n hini da gar !
Disul ar c’hazimodo, ’wit ar bloaz tremenet,
Me a oa gant ma mestrès en corn he c’habinet ;
Ha me o clewet unan o drouc-comz ac’hanon,
’Vel, war ar batimancho, pa ve tenno canon ;
Me o clewet eur gwall-deod o drouc-comz war ma stad,
Evel an tenno canon ’bars en creiz eur gombad.
Me ’crigin em mestrezic hac hen em retiran,
Ha me o vonet ganthi d’ar c’hambrjo huellan.
Nac he zad a oa enn-ho, na war tout dôr he gambr,
Eur visaj a oa outhan ’vel bisaj eun tyrant.
— Mar na garet-hu, ma merc’h, dilezel an den-ze,
M’ho privo deuz ma mado, en durant ma buhe !
Fanchon, ’vel ma deus clewet, hec’h â d’he c’habinet,
Na da scrivan eul lizer gant eur galon touchet [1].
— Otro Doue ! ma Doue ! n’ gavfen ket cannader
Hac a gasfe ewit-on d’am dous coant eul lizer?
Gasfe d’ezhan eul lizer ve scrivet gant ma goad,
’Wit ma ouïo ma mignon darn deuz ma c’halonad.
— Na, ma c’hoar Fanchon, scrivet ho lizero, pa gerfet,
Eur c’hannader ’wit ho c’hass d’ac’h-c’hui na vanco ket...
— Na demad d’ac’h-c’hui, tad cri, tad cri ha dinatur,
C’hui resevfe eul lizer deuz dorn ho crouadur ?
C’hui resevfe eul lizer deuz ho merc’h Franseza ?
Lavaret deus d’in e-man ’n hec’h amzer diweza.
He zad o clewed se a ra réflexion ;
Daoust pegen cri ez eo, ê touchet he galon ;
Hac hen o pignel neuze na d’he gambr huëllan,
’Chomm eur momedic amzer, ewit em studian...
— Dâlet, ma c’hoar Fanchonic, dâlet al lizer-man,
Commerret scabel da lenn ar pez ’zo war-n-ezhan.
— Ha te, ma breur, emezhi, commer lanz pe gleze,
Ewit treujin ma c’halon, poan na ri ket d’in-me !...
Me a zavo eun dourel war vordic ar mor don,
Hac a welo ac’hane demarcho ma mignon ;
Ha me a welo du-hont lestr newe o tonet,
Hac en honnes a vezo ma dous muian caret ;
’Bars en honnes a vezo, ma dous, ma gwir vignon,
An hini hen eus plantet eur pognard em c’halon !...
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kent ’wit finissan ma zôn, am eus c’hoant da lâret
Eur gir war ar garante ’ntre pôtred ha merc’hed.
Carante ar pôtr iaouanc ’zo pluenn war an dour,
Eur zantimant goloët hac eur speret treitour.
Carante ar plac’h iaouanc a zo scanv ’vel ar pell,
A dremen en eun instant, gant eur barrad awel !
- ↑ Une autre leçon donne une fin différente. La jeune fille répond à l’ordre intimé par son père :
— Ho zalv ho crâz, emezhi, ober se mar ve ret,
Abenn eun tri de aman vin marw hac interret ;
Aben eun tri de aman, vin marw hac interret
’Bars en berred Gurnhuël (1), p’ ôtramant er porched !
Ha me ho ped holl breman, pôtred a C’hurnhuël,
Pa glewfet a vin maro, laret peb a beden.
Ha pedet ar vêleïen da dont d’am interrin,
Ebars er c’heur huëllan, en corn ar marchepi.
Laket eur groaz war ma be, ha scrivet war-n-ezhi
Penoz a vin-me marwet gant ar melanconi.
Me ho ped, ma zervijer, pa glewfet vin maro,
Na prenet eun habit du, da dougen d’in canvo ;
Na prenet eun habit du, da dougen d’in canvo,
Rac abalaraour d’ac’h-c’hui eo a vin-me maro !
(1) Gurunhuel, commune des Côtes-du-Nord, canton de Belle-Isle-en-terre.