Margodic La Boissier

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
1890  (Levrenn I, p. 240-244)



MARGODIC LA BOISSIER
____


   Mar plij ganec’h, silaouet, hac e clewfet canan
Eur chanson divertissant ’zo zavet er bloa-man ;

   A zo grêt d’eur plac’h iaouanc a deuz cuitêt he bro ;
He c’hérent hac he ligné, hol e-maint en canvo.

   D’an amzer ma oa laeret, oa ar gwaz gant he zad ;
En em disken eur bannac’h, oc’h eva boutaillad ;

   En em disken eur bannac’h, oc’h eva d’he iéc’hed ;
— « Otro, ho merc’h Margodic am eus c’hoant da gavet. »

   An itron a oa prezant, a respont prontamant :
— « Na grédan ket ec’h afe gant mab eur païzant ;

   « He zad a zo den gentil, he mamm a zo itron,
« Ma merc’h a zo dimezel euz a gondision ;

   « Ma merc’h a zo dimezel dimeuz a La Boissier,
« Na gredan ket ec’h afe gant eur palefrigner ! »

   Ar gwaz a nefoa speret, na laras gir a-bed,
Hac a lèzas au itron d’achui he c’houplet...

   Eun de, p’errujont er gêr, a zo d’hê annonset,
Na gant ho merc’h Henori, a oa Margot collet.

   Kerkent zo zavet enclasc, partout dre an noblans ;
Na vân na zâl, na kigin, bars an apartanans;

   Na vân na zâl, na kigin, na cambr, na marchossi,
Clasket ec’h ê Margodic bete ’bars er c’houldri ;

   Clasket ec’h ê Margodic en noblans tro-war-dro,
Bete ’n poul-rod ar vilin a zellè un otro.


   « Arru an abardaë, poent ê d’imp discuiza,
« Zonet ec’h ê cloc’h ar pred, poent ec’h ê d’imp coania.

   « Goude, nin a goncluo petra a vezo grèt :
« Rèd a vo scriva lizer na d’ho mocrebezed ;

   « Rèd a vo scriva lizer na d’he moerebezed ;
« Ewit ma merc’h Margodic a renkin da gavet.

   « Warc’hoas vintin, pa zavin, me scrivo da Wengamp,
« Da gerc’hed an archerrien, oh ! ia, incontinant.

   « Neuze ’c’h in da gâd ar gwaz p’hini ’n eus hi laeret ;
« Ewit ma merc’h Margodic a renkin da gavet ;

   « Ewit ma merc’h Margodic d’in-me zur a rento,
« Ha mar na ve ket crouget, ec’h ei d’ar galeo ! »

   An dewarlerc’h pa zavas, ec’h es da gâd ar gwaz :
— « Clewet am eus Margodic a zo laeret ganac’h ? »

   — « Gwir eo : ho merc’h Margodic ha me a nem garrie ;
« Mar vec’h prest d’hon eureuji, marteze ’n em rentfe.

   « Ma rafen eur griaden d’am dous, d’am c’harante,
« Ouspenn seiz leo tro war dro ma mouez anavefe.

   « Mar na glewfe kel anon, me allfe monet c’hoas
« Da gichen eur goz ween a zo en Lann-Golvaz,

   « Pe da ilis ar Feunteun, ha hi ma c’hlewfe prest.
« Mar n’e man en Landerne, hi a zo êt da Vrest.

   Mont ra an ôtro d’ar gêr, pa n’alle goût netra ;
Ar person a zo furroc’h a deu ive brema,

   Ha war digare farsal, hen eus lâret d’ar gwaz :
« Me a oar kercouls ha c’hui pelec’h e-man ar plac’h.

   « Breman pa c’h eus hi laeret, c’hui renc hi eureuji,
« Pe na pô ket da vale neblec’h e lec’h ma vin. »

   — « Ya zur, p’am eus hi laeret, on prest d’hi eureuji,
« Ha me nem gavo ganec’h elec’h ma larfet d’in.

   — « Mar na gredet dont en de, deut en noz, mar caret ;
« Ma ve zerret an ilis, c’hui chommo er porchet. »

   An dewarlerc’h pa zavas, ’c’h a gant ar feumeulen,
Ewit mont da eureuji da ilis Sant-Jermen.

   Pa oant erru er verred, he breur, he mamm, he zad
A lemas ar plac’h iaouanc digant he c’hamarad ;

   He breur a oa iaouancoc’h a neus lâret ractal :
« Heman a zo eun tôl vil a teus grêt d’imp, ma c’hoar !


   « Na pa glewo hon ligne, kerent ha mignoned,
Gant-he dre hol er bed-ma ni a veo cazet. »

   Ar plac’hic, pa deus clewet, a deuz bet lavaret :
« Contant on d’hen eureuji, p’hen eus ma anleuvet. »

   Met he zad, a oa prezant, a laras prontamant :
« Me ho casso, Margodic, d’ar gouant da Wengamp ! »...

   ... « Et ê ma dous d’ar gouant, hac hi gwisket en griz,
Met me iello da ermit, en forest ar Markiz,

   Hac a stigno ma lasso war benn eun envnic all,
P’ê achapet ma fichon hac êt ma zenn da fall.

   C’hoas a chommis da zonjal eun neubeut er porchet,
O welet pegen buhan ec’h ê bet achapet ;

   O welet ar finesse hen eus bet ar person,
Digerri dor ar gawet ha leuskel ma fichon.

   Et ê ma dous d’ar gouant, hac hi gwisket en gwenn,
Met me iello da ermit, da forest Sant-Jermen,

   Hac a stigno ma lasso war Coat ar Vilien,
Lec’h biken ma daoulagad na wel ma mestres ken.


Mac’harit Fulup.


______________