Ar c’hornandoned

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout En Ozeganned.

troet gant Yann-Vari Perrot.
1907  (p. T--)





AR C’HORNANDONED


(Les Korrigans)


AR
C’HORNANDONED
(Les Korrigans)


c’hoari farsus en eun arvest
(farce en un acte)


Graet e brezoneg Gwened
Gant an Aotrou J. Er Bayon
Ha troët e brezoneg Leon
Gant an Aotrou J.M. Perrot


Kinniget d’an Ao. Markiz

RÉGIS DE L’ESTOURBEILLON

Kannad Bro-Wened,

Rener Kevredigez Breiz.



RENNES
IMPRIMERIE BREVETÉE FRANCIS SIMON
————
1907
Droits de représentation réservés.



Gwelet ha kavet mad evit beza moullet.


Kemper, d’an 9 a viz Eost 1906.


† Fr. VIRJIL,

Eskob Kemper ha Leon.


DIWAR C’HOARI, KELENN !
————



E bro-Skaër ema ar c’hiz da lakaat, bep bloaz, eun dervez evit gwelet pere eo ar botred er vro, a zo skanva o zroad, krenva o divreac’h, ha soupla o c’horf : eur c’hourinadeg vras a vez great, hag eur bobl tud a zired eus a-dro-war-dro evit gwelet ar botred vat ; ha goude ar c’hrogad, ar mestr gouriner a vez roët d’ezan eur maout evit e zigoll eus e boan hag e galonekaat evel ma ’z eo dleet.

Eur gouel evelse a vez great bep bloaz e Skaër hag en eur barrez bennak all eus Bro-Gerne. Ar c’hiz eus ar seurt c’hoariou-ze n’eo ket deuet c’hoaz e Bro-Leon, mez dont a ra ha deuet eo zoken ar mare ma weler, bep an amzer, en eur c’horn pe gorn eus ar vro, goueliou brezonek, gourinadegou enno ivez hag a zo kement a zalvoudegez en tu all da dalvoudegez gourninadegou Bro-Gerne ha m’ema talvoudegez ar spered en tu all da hini ar c’horf.

Evelse hon deus gwelet e-doug an daou vloaz diweza-man, e Gorre-Leon, Potred Sant-Varzin-Montroulez, Lambaol-Wimilo, Sant-Nouga, Plouenan, Gwikar, Plougoulm, Ar Merzer, hag, e Goueled-Leon, re Lesneven, Plougerne, Lannilis, Gwitalmeze ha Lok-Maria oc’h ober kenetrezo gourinadegou eus ar re a c’hiz nevez-ze, hag e feac’h, red eo anzao, ez eo gourinerien bro-Leon lemm o spered, lampr o zeod, flour o mouez, ha n’emaint ket tost da gaout ezomm c’hoaz da vont da bardona da Zant-Memor.

Nan zur ! Ha dleetoc’h eun tamm mad oa e vije bet ar maout d’ezo eget da botred Bro-Gerne, rak evel ma lavare gwechall eur skrivanier latin, en eun doare dishenvel eun tammig diouz va hini :

D’an hini ’laka ’r mad hag ar brao d’en em gaout
D’hennez eo da genta beza perc’hen ar maout.

Ha c’hoarierien vrezonek Bro-Leon o deus kavet an tu da lakaat an daou dra-ze d’en em gocha ker klok ma ’z eo eun dudi her gwelet evit holl vignoned Breiz-Izel.

En deiz all ec’h en em gavis gant Fanch al Luch, unan eus va amezeien vad, eun den a c’hiz koz, eun tammig deskadurez d’ezan, eun den chentil mar deus unan, hag e savas kaoz ganeomp diwar-benn an teatr brezonek hag e lavaren : « Ar c’hoarierien, Fanch, setu aze potred ha ne c’hoarvez ket ganto evel ma c’hoarvez gant ar c’hemener kernevad, n’eo mad nemet da c’hriat, hervez ma lavar ar zon :

Ar c’hemener n’eo ket eun den,
Nemet kemener ne deo ken.

Ar re-ze, ouspenn ma ’z int tieien eus an dibab, a oar prezek ha distagellet mad eo bet o zeod d’ezo, m’hen asur d’eoc’h. »

- « Bah! eme Fanch al Luch, gwechall ne vije ket a draou evelse war ar meaz hag ez ea kant gwech gwelloc’h ar bed en dro eget breman. »

- « Selaouit, Fanch, eme-ve, ouspenn ma ’z oc’h luch ’meus aoun, ez oc’h ivez eun tamm berwel a spered evit ar pez a zell ouz an teatr brezonek. C’houi hoc’h eus c’hoant, n’eo ket ’ta, e chomfe Breiz-Izel en amzer da zont ar pez m’eo bet en amzer dremenet ? »

- « Ah ! ya, na petra ’ta, satordallik, hag e wellafe an traou ganti zoken. »

— « Mad, potred ar strolladou c’hoarierien n’o deus ken youl na ken mennoz kennebeut ! »

— « Hag e kasint anezan da benn en eur c’hoari marteze, eme Fanch ? »

— « Ya ! Ya ! eme-ve, en eur c’hoari ! « Diwar c’hoari eo kelenn, » a lavare ar re goz hag ar skiant vad a zo a du ganto war an dra-ze. Gouzout a rit Fanch, eo ar Vretoned ar bobl a zo nebeuta mestr en e di ? »

— « Oh ! Ya ! Her gouzout a ran mad, eme Fanch, ha poan vras a ra d’in gwelet penaoz kement diaveziad a deu er vro gant eun tog kern-uhel war e benn, eul lost pig e traon e gein ha galleg flour en e c’henou, a zo selaouet evel eur pabor hag a ra e lezennou d’an holl, evel ma kar hag evel ma ne vijemp ket goest hon-unan da gas an traou en-dro en hon ti. Ar Vretoned a zo re lent ! »

— « Aze eo ! emaout ganti, Fanch ; mez perak int re lent ar Vretoned, perak n’o deus ket muioc’h a hardizegez eget n’o deus, nemet abalamour ma n’o deus ket a zeskadurez a-walc’h ?

C’houi ’vez klevet awechou o lavaret o deus re. Mad, va doare da welet d’in-me war an dra-ze n’eo ket henvel ouz hoc’h hini d’eoc’h-c’houi, tamm ebed ! Me lavar n’eus ket hanter a zeskadurez e-touez an dud, mar deo ar Vretoned ar bobl a zo nebeuta mestr en e di, eo dre ma kav d’ezo re alies ne c’hell ket beza gwelloc’h an traou ganto eget n’emaint. Ha me lavar ivez penaoz an teatr brezonek a skolio hag a skleraio ar bobl en eun doare burzudus.

C’houi ho peus great eul lodenn eus ho studi, pe da vihana ho peus bet eur gentel bennak digant beleien ar barrez-man gwechall pa oac’h yaouank, hag ho peus klevet menek, en histor ar poblou koz, eus ar C’hresianed. »

— « Oh ! Ya ! satordallik, eme Fanch, pell ’zo eo sanailhet o histor glorius e-bars em spered. »

— « Mad, petra en deus great eus tud Bro-Gres ar bobl kenta eus ar bed evit ar pez a zell ouz ar spered hag evit ar pez a zell ouz ar garantez a dleer dougen d’ar vro, ma n’eo ket ar pesiou-c’hoari dispar-ze a veze displeget bep bloaz, dirak milierou ha milierou tud, hag a rea d’ar C’hresianed en em anaout ha gouzout n’eo ket an ehonder eo a ra eur vro, ken nebeut ha ma n’eo ket an niver eo a ra eur bobl.

Ar pez en deus great an teatr e Bro-Gres a raio ivez e Bro-Vreiz.

Hen eo a lakaio ar Vretoned da anaout ha da garet ar brezoneg, da welet pegen c’houek ha pegen talvoudus eo ar yez koz, pegen kaẽr eo ar soniou gwechall, ha pegen skedus histor an amzer dremenet. Hen eo a lakaio da gaout heuz ouz an dislealded ha kas ouz an techou fall a ziskar o gouenn ; hen eo a lakaio grisiou karantez Doue ha karantez Breiz d’en em douesia ha d’en em skoulma muioc’h-mui. Hen eo, en eur gomz, a lakaio hor bro garet Breiz-Izel da zevel ha da greski diouz an tu ma c’hell kaout kresk ha sav c’hoaz, da lavaret eo diouz tu an nenv.

Hep eur begad pebr hag holen
E vez meurbet goular ar zouben ;
Evelse ma n’ho peus bemdez
Nemet labour tenn hag enkrez,
E vo divlas ho terveziou ;
Red eo plijadur a-wechou !


An aotrou Guillou, eur beleg eus Bro-Leon hag eur skrivanier brudet, eo a lavare kement-se gwechal, ha re wir eo ar pez a lavare. « Eur zant trist a zo trist e zantelez », an den a rank kaout eun tam plijadur bennak bep an amzer ha pa n’her c’hav ket war ar meaz, e red d’her c’hlask e kear, ha ma ne gav ket a blijadur fur, e kemer ar re fall a en em ginnig d’ezan. An teatr brezonek a raio plijadur d’ar Vretoned, ha lakaat a raio anezo da garet gwelloc’h gwella o mesiou ha d’en em staga outo muioc’h-mui. Ya ! ma vez renet gant ar re a zo goest d’e ren, e raio d’ar Vretoned kaout plijaduriou divisoc’h d’o yalc’h, talvoudekoc’h d’o yec’hed, sasunoc’h d’o spered ha c’houekoc’h d’o c’halon eget ar re a vez kavet en tavarniou, daoubleget war eur c’hoari dominoiou pe azezet dirak eur werenad tan gwisket e melen. »

— « Sell, ya vad, gwir eo, eme Fanch, n’em boa ket sonjet c’hoaz gwelet en teatr brezonek eur gador-brezek eus ar re wella, goest da ober vad ha plijadur d’ar bobl, evel ma ran breman ! Hiviziken ne vezin ket ker berwelet en e genver, satordallik ! »

Ha setu penaoz va amezeg Fanch al Luch, p’am eus displeget dirazan, skleara ha freasa ma c’hellen, mennoz ar c’hoarieren vrezonek, a zo deuet da gaout mad-hardiz o labour ha kenta gwech ma klevo meneg eus eur c’hoariadenn vrezonek bennak, ez aio da welet ar c’hourinerien a c’hiz nevez, goude ma vefe red d’ezan ober pemp leo war e droad hag hen o ren e bewar-ugent vloaz.

Fisianz am eus, potred yaouank an teatr yaouank, e rooc’h tro d’ezan ha da re all gantan, da vont c’hoaz d’ho selaou eur wech en amzer, rak pa groger en eul labour ken santel ha ken talvoudek hag an hini ho peus boulc’het, eo red kenderc’hel

Ha lavaret da bep-hini
Ar wirionez heb damanti.

Kenderc’hel a reoc’h daoust d’an amzer ha d’ar re fall. N’eo ket c’houi eo a vanko ; an traou d’eoc’h da zisplega eo a vanko kentoc’h, rak berr eo c’hoaz niver ar pesiou-teatr brezonek hag a dal ar boan lakaat c’hoari anezo : eun hanter dousen d’an hirra n’eus ken. Abalamour da ze, hag evit rei labour da c’hoarierien Bro-Leon em eus troet diwar yez Gwened « En Ozeganned », eur c’hoariell eus ar re gaẽra savet gant an Aot. Job er Bayon, anavezet mad, hag hen yaouank, e pewar c’horn Breiz-Izel, rak kement a skriv a-veac’h ma vez bet moullet e yez Gwened, ma vez lakeat dioc’h-tu e yez Leon.

Warlene an aotrou Anatol ar Braz, eur Breizad brudet, o skriva diwar-benn « Alanik al Louarn » nevez-moullet, a lavare d’e oberour :

Trugare d’ec’h, a greiz kalon ;
Sklèr ê ar vouez ha braw ar zon.

Patelinn-goz e-mès e ve
Zo lammet gant eur fri neve,

Disket gantan brezoneg mad
Du-hont ’n eur ober e droiad.

« Fé d’am doustek !» ’vel a larer
En Gwelo kouls hag en Treger,

Meur a hini dapo an hik
Dre forz c’hwarzin gant Alanik,

Pa deuio a gastell Ker-Yann
Da redek Breiz, dre vrug ha lann !

N’é ket digemer a vanko
D’ar c’hoz-filouter en pep bro !

Gras d’ezan da vewan ken pell
Ha ma pado yez Breiz-izel.

N’oufenn ober gwelloc’h mennad
’Wit an otro Perrot, e dad.


Darn eus ar pez a venne an Aotrou A. Ar Braz a zo en em gavet : Alanik al Louarn, aboue m’eo eat da redek bro, en deus kavet dor zigor ha laouenedigez dre ma’z ea, hag er bloaz-man, o lakaat « Ar C’hornandoned » da vont en dro, ne c’houlennan ken tra nemet mac’h heuilhint an hend an deus great en o raok ar filouter koz ha ma vezo great d’ezo an digemer a zo bet great d’an « Aotrou Lan. » Fisianz am eus e vezint goestoc’h egetan c’hoaz da zederaat taliou tenval Leoniz, ha ne c’houlennan ket gwell !


J. M. PERROT


AR C’HORNANDONED


————


A zo bet c’hoariet da genta gant Potred Sant-Nouga e kastell Keryan d’ar 27 a viz C’houevrer 1906, evit Morlarjez, hag eno adarre d’ar 4-6 a viz Gwengolo 1906, evit « Goueliou ar Bleun brug ».


————


Saĩk GUILLOU, eus a Gervaliant, a rea… Maze.
Yann MILIN, eus a Germahirin, a rea… Gwillou.
Glaoda BOULC’H, eus ar Park-Goarem, a rea… Yvonik.
Josef PERON, eus a Vez-Ormel, a rea… Gigner.
Yvon TANGUY, eus ar bourk, a rea… Ar Bugel-Noz.
Laouïk Tanguy, eus ar bourk…
Saïk Herry, eus ar bourk…
Louis Cueff, eus a Lannalvas…
Saïk Floc’h, eus a Gerenok…
Saïk Pot, eus ar Zantik… a rea ar
Louis Boulc’h, eus ar Zantik… C’hornandoned
Jn-P. Stephan, eus a Gergonet…
Jn-P. Dantec, eus a Geradraon…
Louis Floc’h, eus a Gerenok…


————


D’ezo, ha d’ar re a vale a-gevret ganto, ha d’ar re a ro an dourn d’ezo, en eun doare pe zoare, da vont war-raok, e lavaran a-greiz kalon : « Bennoz-Doue » abalamour d’ar vad a reont da spered Breiz !

J.-M. P.


————



AR C’HORNANDONED

c’hoari farsus en eun arvest[1]

————


C’HOARIERIEN
MAZE. GIGNER.
GWILLOU. AR BUGEL-NOZ.
Yvonik. Kornandoned.

Eul lanneg vras gant eur mean-hir en he c’hreiz. ― Noz du-dall eo. ― Klevet a rear ar biniou hag ar vombard o c’hoari evel pa vefent pell kenan. ― An traou a dremen da Veurz al Lard diouz an noz.

————


KENTA DIVIZ
Maze, goude beza great diou pe deir gwech an dro d’ar mean-hir en ur horjellat.

Pe du ez in breman ?… a ziou ? a gleiz ?… a-drenv ? a-raok ? Diou heur zo ma kerzan el lanneg vras, satordallik… Diou heur zo !… hep kaout hend ebet da vont er-meaz. Ha ! va den, n’out ket gwall-zounn ken war da zivesker ’meus aoun. Al lagout a lounker a zav d’ar penn, ar chistr a ever a gouez d’an treid ― Eur sac’had mad a jistr a gasan hizio d’ar gear, fidandoustik !

Bah ! an aotrou Doue an deus roët d’eomp avalou er bloaz tremenet ken na dorre ar skourrou dindan o sammou : Pec’hed eo ober faë war an traou mad a ro d’eomp hag, evidon-me da vihana, ne laoskin ket va lod da vont gant eun all.

N’eus forz, me garfe gouzout koulskoude e pe gorn eus al lanneg emaon breman. ― (Youc’hal a ra) Hola ! Hola !

N’eus den ebet war-dro aze ? Ma n’oc’h na bouzar, na mut, e c’hellit respont ac’hanon emichans ! — (Goude eun ehan). Netra !… Noz du-dall ! Sorset oun bet, mil gutez ! sorset mad, hag e doare e vezo red d’in kousket er-meaz en noz-man.

Ha va faourkeaz Mari-Jann a zo du-hont o roc’hal he unan penn ouz va gortoz ! Va Doue, prenet em eus d’ezi eun « turlututu » hag unan brao evit na vezin ket re c’hourdrouzet ganti p’en em gavin er gear, hag eun tammig farz gwiniz a gasan ivez d’ezi da c’hellout kaout an tanva eus ar morlarjez mad a zo bet hizio e ti va zonton koz. Che ! Me glev eun tamm trouz… (Youc’hal a ra) Petra ?

eur vouez, o tont a bell.

Netra.

maze, a bouez e benn.

Petra ?

ar vouez.
Netra.
maze.

Netra ! Netra ! Mez komzit ’ta ! Mar doc’h eun den komzit brezoneg, mar doc’h eun diaoul komzit galleg, mez livirit d’in e pe leac’h ema an hend a ya eus al lanneg-man d’ar Genkiz. Me baeo d’eoc’h eur chopinad eus va hini gwella er wech kenta ma tremenoc’h a-biou d’am zi. — Komzit ’ta ; daoust d’in da veza mezo ne c’houlennan ket chom da dremen an noz e kambr ar stered. Ha mar doc’h kollet hoc’h-unan, me ziskouezo d’eoc’h hoc’h hend ivez. Deuit ’ta ! Deuit ’ta !

(Koueza a ra war e grabanou.)

Deuit en han Doue da ziskouez e hend d’eur paourkeaz mezvier dianket ! Me glev ac’hanoc’h mad awalc’h o fistoulat adre kein ar c’harz. Mil gutez ! Piou zo aze ?


II DIVIZ
MAZE ha GWILLOU
gwillou, adre ar c’harz.

Me.

maze.

Piou zo aze ?

gwillou.

Me.

maze.
Mouez eur c’havrig, mil gutez !… Piou te ?
gwillou.

Me, Gwillou an diwarlerc’h.

maze.

Deus ’ta, Gwillou, deus en tu-man. Sav a-c’haoliad war ar c’harz, deus war va c’hein ha me da ziskenno.

gwillou, o tont war gein Maze.

Gortoz ! Gortoz ! War evez emaout ?

maze.

Krog oun, bez dinec’h !… Satordallik, ker pounner out ha teir gestad wenan da ziben-eost ; ker pounner out ha tri leue bihan. (En eur bokat d’e gonsort) Va breur Gwillou.

gwillou.

Va breur Maze.

maze.

Petra rez-te ken diwezad e-kreiz al lanneg ?

gwillou.

Siouaz, kollet am eus hend Kergelen ; red e vezo d’in eta, m’oar vad, chom en noz-man da gousket war al letoun.

maze.

Ama ? N’emaomp ket c’hoaz e miz Eost, hag ar bleizi, paourkeaz, ne zonjez ket ?

gwillou.

Me zonj a-walc’h en o daoulagad a weler o lugerni evel goulou pa deu an noz, en o skilfou lemm-aotenn. Lounket e vezimp ganto en eur c’henaouad !

maze.

Chaoket e vezimp a dammigou.

gwillou.

E kof eur bleiz beza besiet !

maze.

E leac’h beza en douar benniget !

gwillou, en eur bokat d’e gonsort.

Paourkeaz Maze.

maze.

Paourkeaz Gwillou.

gwillou.

Penaoz en em gemerit evit o spounta ?

maze.

Kanomp, Gwillou, kanomp.

gwillou.
Aze ’ma ’n taol ! Kanomp hon-daou kement ha dek.



SON AR BLEIZI

War ton ar c’hantig : Pec’het em eus.
N.28. Toniou kantikou Kemper.

I

Er c’hoajou doun, el lanneier,
Pa harz ar chas a ger da ger,
Yud ar bleizi-noz a glever.


Diskan

Pa yud ar bleiz war ar measiou,
Tihou, hou, hou, hou, tihou, hou, hou, hou,
Diouallit mad rak o skilfou.


II

Minor kerlenn a zo chomet,
Eun noz, el lann vras da gousket ;
Ar bleizi o deus e zebret.


III

Job an Darzel an deus gwerzet
D’ar c’higer eur vandenn denved ;
Ar bleizi n’ouzont ket c’hoari.


IV

Oh ! Pa glefoc’h son ar bleizi,
Na bellait ket a-zioc’h ho ti ;
Ar bleizi n’ouzont ket c’hoari.


V

Pa valeït dre al lannou,
Pa dremenit dre ar c’hoajou,
Ar bleiz a red war ho roudou.


gwillou.

Klaskomp breman an hend hon-daou.

maze.

Me a wel du.

gwillou.

Me a wel ruz.

maze.

Selaou ’ta ! Klevet a ran unan bennak o filbouchat er bod drein-ze.

gwillou.

Krena ’ran kement… kement… ma tiver an dour-c’houez diouzin war al lanneg.

maze.

Hiviz va maouez a zo ganen ker yen, ker yen, war va eskern, ma krenan evel eur bern deliou ouz ar gwez pa vez avel. Va divesker n’o deus ket a nerz d’am dougen pelloc’h. Va breur keaz, red e vezo d’eomp diskwiza aman… e-kreiz al lanneg da c’hortoz an deiz… (Hag e kouez d’an douar).

gwillou.

… Da c’hortoz ar maro ivez, da gredi eo !

maze.

Allaz !

gwillou.

Allaz !

maze.

Sorset omp bet, paotr keaz, pa lavaran d’it !

gwillou.

Me gred ivez a-walc’h. Evet am eus diou skudellad chistr gant intanv Stank al Lann. Eul louzou-sko bennak en deus taolet em evaj.

maze.

Eun diaoul a zen !

gwillou.

D’ar galeou e tlefed kas tud ker fall-ze… d’ar galeou !

maze.

Pe d’an ifern gant an diaoulou.

gwillou.

Ma vezint rostet ha losket en tan bev.

maze.

Evit ma krevint gant ar zec’hed.

gwillou.

E keit-ze ne gavimp hend ebet, ’meus aoun, da vont d’ar gear.

maze.

Sell ’ta, en nenv ne lugern steredenn ebet c’hoaz !

gwillou.

Ma karfe al loar da vihana dispaka beg he fri.

maze.

Va breur Gwillou, kouls eo d’it en em astenn aze em c’hichenn, da c’hortos an Anjeluz da zeni en eur chapel bennak diwardro !

gwillou.

Ya, kouls eo d’in, me gred, Maze ! hag a-hent-all n’eo ket gwasoc’h kousket hizio e-kreiz al lanneg eget ne oa hen ober deac’h da noz war eur bern plouz e solier Olier ar Rouz. Ama, da vihana, ne vezo ket ar c’hoz logod daonet-ze o troial war va zro, evel ma vez er solierou brein-ze. Lakaet em boa eun nebeud silzigennou e godell va saë deac’h da noz, o sonjal o c’haout er beure-man d’am dijuni. … Al logod o deus o c’havet mad ha toullet d’in va saë evel eun tamouez.

(Diskouez a ra toull e zaë, o lakaat e vez e-barz.)

maze.

Sell, ya ’vad ! Bah ! gant eur c’hraf pe zaou da verc’h a c’hrio d’it da zaë en-dro.

gwillou.

Gwir eo, mez dommaj o deus great d’in evelato !

maze.

Che ! kas ar zonj-ze eus da benn, Gwillou, ha kousk aze em c’hichenn.

gwillou, oc’h en em astenn war an douar e-tal Maze.

Ya ! Kouskomp.

(Epad m’en em roont da gousket e c’hoarier eun ton luskellus bennak.)


III DIVIZ


MAZE, GWILLOU, YVONIK hag un eun tamm war-lerc’h GWILLOU


yvonik.

Ha ! santez Anna venniget… ! Piou eo an daou baour-keaz kristen-ma ? N’eus nemet an dud hep pec’hed hag a c’hellfe roc’hal ker krenv… Gwelomp piou int… Setu Gwillou an diwarlerc’h hag e gonsort Maze an distanket. Chomet int ama da gousket, gant o c’hovad ! Ha ! Morlarjez a oa hizio ! Ar chistr savet d’o fenn en deus brumennet o daoulagad ha n’o deus ket gellet kaout hend ar gear ! Gigner, Gigner, Gigner, deus da welet pe seurt neisiad am eus-me kavet.

guigner, oc’h en em gaout.

Ho ! daou vezvier gourvezet gant o c’hovad.

yvonik.

Penaoz ec’h en em gemerimp ’vit o dihuni ?

guigner.

Penaoz…? Sell, Yvonik, eur zonj vrao a zo deuet em spered.

yvonik.

Pehini, Gigner ?

guigner.

Ni ya d’o lakaat da c’hounit an arc’hant o deus dispignet. Kea war da zaoulin e-tal Gwillou, me en em lakaio e-tal Maze hag e c’hortozi ken n’am bô kontet betek tri. Unan… daou… tri.

(Skei a reont krenva ma c’hellont war du a-drenv ar vezvierien, hag e redont er-meaz.)
maze.

Mil gutez !

gwillou.

Oh ! kre penn-oc’h !

maze.

Eat eo da benn e belbi e doare !

gwillou.

Ha te, kredi rez emaomp aman ’vit c’hoari ?

maze.

N’eo ket c’hoari eo an dra-ze, mil gutez ! Lakaat ar re-all da zihuna o skei ker krenv war o zu a-drenv.

gwillou.

Piou en deus skoët ? Me eo m’oar vad ?

maze.

Ya, te eo ! Ha p’eo gwir n’eus nemedomp hon-daou aman, ne c’hellan ket lavaret koulskoude eo matez ar person an hini eo !

gwillou.

Matez ar person ! Matez ar person ! Kre gaouiad brein.

maze.

Gaouiad brein ! Na te, penn leue !

gwillou.
maze.
Penn leue, penn leue ! Mez, mil gurun, ma ne c’hellez ket kousket, laosk evelato ar re-all da gemeret o repoz. E leac’h ober farserez ken divalo gwell e vefe d’it eva nebeutoc’h a lagout, rak n’out nemet eul lagouter, eul lagouter, eur gaouiad, eur bambocher ! Farsal a rear meur a wech, mez ne vez ket great a draou evelse, evelato ! Ha dont c’hoaz da ober goap eus ar re-all, goude beza great kement a zroug d’ezo ! Ya ! eur penn leue ! N’am eus ket gwelet biskoaz eur penn ker bras, eur fri ker bras, eur c’hof ker bras… Ma n’az peus ket a c’hoant kousket, kea da zutal pel a-c’halenn, mez na deuez ket evelse da c’hoari war va zro-me, pe m’ez tivouzello. Klevet a rez, m’ez tivouzello ! Ne vezin ket pell evit dont a-benn eus eur c’hoz tra fall ’veldot-te ! eur c’haz pourset, eur c’havrig ! Ha serr da veg pe m’her stanko d’it.
maze.

Ya serr da veg pe m’her stanko d’it.

gwillou.

M’her serro pa blijo d’in, mil gurun !

maze.

Na pebez sonj drol ! Hennez a grede, m’oar vad, n’am bije ket gouezet.

gwillou.

Sac’h an dien ! Blonset en deus va diou feskenn !

maze.

Ha ! ma kar dizrei eo, mil gutez ! neuze e vezo lakeat ar c’houenn da zansal en e lerou. Biskoaz ! red e vo d’in mont da gaout ar c’houracher.

gwillou.

Bremaïk va lavreg a yoa ker yen hag an erc’h, lavaret ’ve great e vefe an tan ennan breman.

maze.

Gwelomp hag eur mored all a c’hellimp ober.

gwillou.

Fei ! Kouls eo ober eur pennadig kousg c’hoaz da c’hortos an deiz.

(C’hoari rear adarre eun ton luskellus bennak.)

IV DIVIZ


Ar BUGEL-NOZ, an daou vezvier kousket, Ar C’HORNANDONED.


ar bugel-noz o tont eus a-dre kein ar mean-hir, a gân. War don : Me eo Mathurin an Dall, e Kanaouennou Kerne, p. 46.


Noz dall eo, kornandoned,
Diredit ’ta, potred.
Noz dall eo, kornandoned,
Diredit ’ta, potred.
Diredit a bep tu,
Hastit affo diredet
Hag e raïmp eun dro-zanz
Ouz sell ar stered ! Gê !


(Ober a ra eur zutadenn hag ar c’hornandoned a zilamm a bep tu war leurenn an teatr. Goude eur pennad mont-dont warnezan ec’h en em lakeont da zansal en eur gana ar ganaouenn-man tennet eus Kanaouennou Kerne p. 268, gant aotre an Ao. Jezegou a zalc’h gwiriou an oberour).


diskan.

Dansomp, potred,
Dansomp d’ar red,
Dansomp, fringomp, kornandoned.


I

Dal a unan !
Prim a droad, potred.

Dal a unan,
Dansomp buhan,
En em veskomp
Holl etrezomp
Ken na baro an heol warnomp.


II

Ha dal a zaou !
Prim a droad, potred.
Ha dal a zaou,
Mad ez a an traou.
Dansal en noz,
Holl diaoulou koz,
Setu eno hor baradoz !


III

Ha dal a dri !
Prim a droad, potred.
Ha dal a dri,
Chachomp warni.
An noz tenval
A zo brao-ral ;
Deomp-ni da c’hoari, da zansal.


IV

Dal a bewar !
Prim a droad, potred.
Dal a bewar,
Hejomp hor gar.
Pa vez arneu


Da rei dour beu,
Gant an higen pesked a deu.


V

Ha dal a bemp !
Prim a droad, potred.
Ha dal a bemp,
Brao ’z a ganeomp.
Meurz an evned
A yoa bepred
An deiz ral da douza ’n denved.


VI

Ha dal a c’houec’h !
Prim a droad, potred.
Ha dal a c’houec’h,
Chachit ganeoc’h.
Ar c’horaïz,
Deut war e giz,
Ne dal netra gant e zoubenn piz.


VII

Ha dal a zeiz !
Prim a droad, potred.
Ha dal a zeiz,
Gwell eo kig preiz.
Pa ve ’n denved
Dishualet,
’Vezont re ampart da gerzet.

VIII

Ha dal a eiz !
Prim a droad, potred.
Ha dal a eiz,
Stardomp hor preiz.
Eun droïg c’hoaz,
Bihan ha bras,
Hag e tihunimp an daou c’hoaz.


IX

Ha dal a nao !
Prim a droad, potred.
Ha dal a nao,
Dansomp atao,
Great eo ar stal ;[2]
Kerzomp raktal
D’an ifern da echui ar bal.


(Hag ez eont kwit.)


ar bugel-noz a gân war don : Bosen Elliant (Barzaz Breiz).


I
’Meus aoun n’int ket dihunet mad,

Dizroït ’ta c’hoaz eur pennad,
Eur pennad c’hoaz,
Wardro ’n daou c’hoaz,
Dizroït ’ta c’hoaz eur pennad.

II

Kanit d’ezo eur zonig vrao,
D’o divezvi kanit o-nao,
Kornandoned ;
D’ar red, d’ar red,
D’o divezvi kanit o-nao.

ar c’hornandoned holl a-unan. War don : Evnig a gân er c’hoad uhel (Barzaz Breiz).

Ya ! Ya! Kanomp a bouez hor penn
Ken na gouezimp war an dachenn ;
Kanomp holl ken na dregarno
An holl hekleoiou tro-war-dro !


unan eus ar c’hornandoned, war don : Marzin en e gavel (Barzaz Breiz).


I

Ne zon ket c’hoaz an Anjelus
E chapel ebet tro-war-dro ;
Ar c’hornandoned ’vo eürus
Ken na zavo an heol warno
(2 W).

diskan.

Chut ! Chut ! Na rit ket trouz ebet,
Peoc’h ha repoz d’ar re gousket.
Peoc’h ha repoz epad an noz
D’ar vezvierien geiz dianket
(2 W).

II

An eostik-noz an deus kanet
En draonien c’hlas e vrava poz

Da luskat an douar kousket ;
Kana a ray e-doug an noz
(2 W).

III

Kouskit, kouskit, ken na zavo
An heol war ar menez gwenn-kann ;
Kouskit, kouskit, ken na gano
Ar c’hilhog skiltr e beg al lann.


unan eus ar c’hornandoned.

Mez… N’eus moien ebed d’o dihuna.

eun all.

Ar chistr en deus stanket o diskouarn.

eun all.

Marteze ez int maro.

ar bugel-noz.

Nan, va bugale, n’int ket maro, mez ho kanaouenou zo ker brao, ma chalmont anezo e leac’h o dihuni.

eur c’hornandon.

Lavaromp c’hoaz eta eur ganaouenn all d’ezo ha, ma ne zihunont ket ar wech-man, ni ouezo petra d’ober.

ar c’hornandoned holl a-unan, war don : Tour an Arvor (Barzaz Breiz).


Ma n’eo ket c’hoaz deut ar maro, — tudou,
Da zounna d’eoc’h hoc’h izili,

Dihunit hag hastit affo
Klask an hend ho kaso d’ho ti.


II

Ma tizentit ouzomp a-grenn, — tudou,
Ar bleizi-noz hep mar ho tebro ;
Hep kloc’h, na beleg, na pedenn,
Hennez ember hoc’h anterro.


III

Ar c’hornandoned n’int ket drouk, — tudou,
N’ho pezet aoun ebet razo,
N’ho pransellint ket ouz ar groug ;
Dihunit hag i hoc’h hencho.


(Kerkent ha m’eo echu o c’han, e tihunont an daou vezvierien en eur rei d’ezo taoliou-dorn hag ez eont kwit en eur c’hoarzin, ar bugel-noz war o lerc’h.)


V DIVIZ


maze.

Oh ! Va breur paour, petra welan-me ?

gwillou.

Akt a gontrision ! Va Doue, eur c’heuz bras am eus da veza hoc’h affanset, rak en em vezvi ’meus great, en em vezvi ’meus great, dre va faot, dre va faot, dre va brasa faot.

gwillou.

Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp-ni pec’herien, breman hag en heur eus hor maro ! Evelse bezet great !… Va zad spirituel, pardon, pardon, pardon, ne rin ket ken, ne rin ket ken !

gwillou.

Sell… mez ne welan mui hini.

maze.

Na me kennebeud.

gwillou.

N’am eus ket hunvreet koulskoude.

maze.

Dihun mad ’oan.

gwillou, e-kuz ouz Maze.

N’am eus ket bet kement a aoun hag hennez evelato.

maze, o tiskouez Gwillou.

Hennez en deus bet eun toullad aoun ; kredi rea gwelet an diaoul ; krena rea ken na flerie.

gwillou.

Kerkouls e vije bet gantan beza er gear. Eur c’hlenved bennak a dapo zur diwar goust ar spountadenn-man.

maze, krenv.

Fei ! beza zo tud aounik war an douar evelato !

gwillou.

Evidoc’h eo e komzit m’oar vad !

maze.

Nan ! Nan ! Evit Mari piz-munut,
’Vit ma c’hello gwellaat an dud
Gant chistr ha bokedou burlud.


gwillou.

Ha ! Me !… Gwell e vefe d’eoc’h stanka ho peg ma n’eo ken nemet evit ober goab ac’hanon eo hen digorit ker bras. Hag a-hent-all mar deus bet spountet unan bennak ac’hanomp, kredi ran n’eo ket me eo, konsort ; krena rit c’hoaz gant ho korfad aoun evel pa vefe leun a erc’h ho lavreg.

maze.

Me krena ! Set’ aze vad eur marvailh all ! Me krena ! Kre diot zo ac’hanot, evit diskouez d’it n’am eus ket bet a aoun razo, ez an d’o gervel da zont en-dro.

Evit gervel ar bugel-noz
Tra awalc’h eo sutal en noz.

(Sutal a ra.)

Ama ! ama ! ama ! deuit ’ta, deuit ’ta ! ma kredit e redin-me en ho raok.

(Ar c’hornandoned hag ar bugel-noz a deu en-dro en eur gana hag en eur en em deurel war an daou vezvier spountet.)

VI DIVIZ


maze, en eur bokat da Willou.

Paour keaz Gwillou, setu int.

gwillou.

Paour keaz Maze, emaomp devet.

maze.

En em gennerzomp kenetrezomp.

gwillou, d’ar c’hornandoned.

Truez, truez !

maze.

N’am lazit ket, n’am lazit ket !

gwillou.

Me zo eur c’hristen mad.

maze.

Ha me ! na vo ket kavet unan gwelloc’h nak e Kleder nak e Lanndi.

ar bugel-noz.

Perak ho peus c’hui hor galvet ? En em vezvi ho peus great : barnet oc’h bet. Teir dro-zanz a vezo red d’eoc’h ober gant ar c’hornandoned ha, pa ho pezo great an drede, ma ne echuit ket ar zon, ni ho krougo ouz skourrou ar wezenn aze.

maze.

Siouaz ! setu eur pennad abaoue ma n’oun ket bet o tansal.

gwillou.

Na ne kennebeut : abaoue eured va zad koz, me gred.

maze.

Abaoue eured da dad koz ! Paourkeaz Gwillou emaout o vont e belbi.

gwillou.

N’ouzon ket, n’ouzon ket.

eur c’hornandon, o kemeret dourn Gwillou.

Ma ne ouezit ket dansal ni ya da zeski d’eoc’h.

maze.

Asa mad ! Red eo senti ; anez da ze piou oar petra c’hell beza great d’eomp.

(Son-dans war don : Me eo Mathurin an Dall, Kanaouennou Kerne, p. 46.)


I
ar c’hornandoned.


Dilun, dimeurz, Dimerc’her !
Chachomp warni, potred,
Ha diriaou ha dirgwener !
Kerzomp ganti d’ar red.


an daou vezvier.

N’aimp ket sur, n’aimp ket sur ;
Ni ouzomp ket ar mezur,
N’aimp ket sur, n’aimp ket sur ;
Ni ouzomp ket ar mezur.


II
ar c’hornandoned.

Deut da ober eun dro-zanz.
Dilun, dimeurz, dimerc’her !
Ni zesko d’eoc’h ar c’hadanz,
Ha diriaou ha dirgwener !


an daou vezvier.

Aiou ta ! Aiou ta !
Tapet brao omp en taol-ma !
Aiou ta ! Aiou ta !
Piou a deuy d’hon digilha ?


III
ar c’hornandoned.

Ar c’hornandoned a groll,
Dilun, dimeurz, dimerc’her !
Gant tud fur ha gant tud foll,
Ha diriaou hag dirgwener !


ar vezvierien.

Paouezit, paouezit ;
Hon divesker zo skwizet.

Paouezit, paouezit,
Hon izili zo broustet !

gwillou.

En han Doue paouezit eun tammig, tuchentil !

maze.

Ne c’hellan ket herzel pelloc’h, mil gutez ! Paouezit ’ta, m’ho ped, paouezit ’ta !

gwillou.

Me c’hello echui ar zon.

maze.

Ha me ivez ! Ha me ivez !

ar c’hornandoned.

Echuit ’ta ! Echuit ’ta !

gwillou.

E leac’h lavaret hepken :

Dilun, dimeurz, dimerc’her
Ha diraou ha dirgwener.


maze.

Ni c’hello lavaret ouspenn :


Disadorn ha disul,
Setu echu ar zizun.

ar c’hornandoned a ra eun dro-zanz en eur gana.


Dilun, dimeurz, dimerc’her !
Chachomp warni, potred,
Ha diriaou ha digwerner,
Kerzomp ganti d’ar red.
Disadorn ha disul,
Setu echu ar zizun.
Disadorn ha disul,
Setu echu ar zizun !


ar bugel-noz.

P’eo gwir ho peus gellet echui ar zon difazi, ni ya breman da ziskouez d’eoc’h an hend ho peus kollet.

(War an ton : Pa oan er gear, Kanaouennou Kerne, p. 75).


o tiskouez da vaze.


Evit monet bete’r Genkiz
Setu an hend en tu deou,
Evit monet bete’r Genkiz

Setu an hend en tu deou.
Sellit Maze dioc’h tu va biz,
Setu an hend en tu deou.


o tiskouez da willou.


Evit monet da Gergelen
Setu an hend e-kreiz al lann,
Evit monet da Gergelen

Setu an hend e-kreiz al lann,
Setu gwenn-kann ar wenoden,
Setu an hend e-kreiz al lann.


ar c’hornandoned, e-kreiz al leurenn, an daou vezvier unan a bep tu d’ezo.


ar c’hornandoned.
Nozvez vad d’eoc’h, tud dianket.
an daou vezvier.
Trugarez d’eoc’h, kornandoned (2w).
ar c’hornandoned.

Prestik war gribenn ar menez
E c’houlaio ar goulou-dez
(2w).

an daou vezvier.

Nozvez vad d’eoc’h, nozvez vad d’eoc’h,
ha d’eoc’h ivez trugarez d’eoc’h
(2w).

ar c’hornandoned.
C’houi gousko gwell en ho kwele.
an daou vezvier.
Ni gousko gwell en hon gwele (2w).


Sant Nouga 31 genver 1906.

  1. Sujet : Une nuit de Mardi-Gras, Mazé et Guillou s’égarent dans une lande. Après avoir chanté pour effrayer les loups, ils conviennent de dormir en attendant le jour. Réveillés par deux loustics qui disparaissent aussitôt, ils s'accusent mutuellement du mauvais tour qui vient de leur être joué, puis ils se remettent à dormir. Surviennent les Korrigans pour faire leur sabbat… Les deux pochards ne s’en tirent qu’après avoir deviné le dernier couplet d’une chanson de danse.
  2. Aman unan eur ar vezvierien a ra an neuz da zihuna.