Iaouank e kollis ar gueled…
An eostik, ma lavarer mad,
A gan flourroc’h e’n he gaouet
Pa vez dallet e zaou lagad :
An dall, a gærik Kemperle,
E’n he lochen e ribl an dour,
Evel an eostik a zoun flour
Etre an Izol ag an Elle.
Iannik-ar-japel, em c’hichen,
A c’hoari gant he viniou,
Dreist oll pa zun bord e veren
Evit souplad e vuzellou
Nag hen a sko, Iann va c’homper,
Gant he zounerezik lirzin
Ha d’he heul pa sko Mathurin
Eo mars guelet penaos e fringer.
Bet oun e Paris, eun devez,
O sini dirak ar Roue
Hag hen, kouls ha tud e balez,
Gant ar blijadur a c’hoarze,
A c’hoarze krenv, a c’hoarze pell,
Hep gallout miret da c’hoarzin
O klevet an dall Mathurin
O tistaga toniou Breis-Izel.
Malo-Korred a gear Ahez,
Kenta grenadour a Vro-C’hall,
A veritas klevet ivez
Sounerez Mathurin an dall.
A dost, a bell e tiredet,
Da velet patroum ar soudard
Ha da glevet mouez va bombard
O kana enor ar Vretouned.
Kals all a vije pinvidik
Ha gan-hen-me ne jomm netra
Nemet izign va bombardik
Da c’hounid va zammik bara.
Mez a ze pikol fors ne ran ;
Mê ’zouno keit ha ma vevin
Ha deis va maro na gollin
Nemet va boumbard a va diskan.