En Ozeganned

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar c’hornandoned.

Francis Simon, 1908



EN OZEGANNED
HOARI FARSUS ÉN UR LODEN

————

EN DUD AG EN HOARI

MAHEU.
GULIEU.
IVONIK.
TELIN.
ER BUGUL-NOZ.
EN OZEGANNED.
Ur lann vras get ur menhir én hé hreis. Noz dal é. Kleuet e hrér er binieu hag er bonbard é hoari el pe vehent pèl bras.


————


I

Maheu, un turlututu én é zorn, goude en devout groeit diù pé tèr guèh en dro d’er menhir, én ur vransellat.
De bé tu mont bremen ?… A zeheu ?… A glei ?… Ardran ? Arauk ? Diù ér zou ! ma kerhan ér lann vras malinrous !… diù ér zou !… hemb kavouit pen erbet de me hent !… Ha !… men dén, nen dous chet mui goal sonn ar ha ziuar, me gred !… Er lagout e lonkér e saù aben d’er pen ; er chistr e goeh aben d’en treid… Un toullad chistr e gasan mé hinneh d’er gér elkent !… Afé, en Eutru Doué en des reit t’omb avaleu er blé men ken e dorh er bareu édan ou sam ! Kent ma vou groeit er chistr neué ret é ivet en hani kouh !… Elsen-é !… Ha ! ne lauskein ket mé ataù me lod get er réral  !… Me garehé ur sort gouiet é pé korn ag er lann é on arriu !… (Ean e huch) Holà ! Nen des chet dén tro-ha-tro ? Ma nen doh ket bouar na mud hui hel erhoal reskond merhat !… (Goudé ur poz) Nitra !… Noz dal !… Sorset on bet malinrous ! sorset mat ! Ret e vou d’ein perchanj kousket ér mez ! Ha me heh Jann-Mari e vou duhont é tirohal hé unan-kaer doh men gortoz !… Men Doué, prenet em es ataù dehi un « turlututu » ag er ré braùan eit ma ne vein ket ré hourdouzet geti pe arriùein èr gér, hag un tammig farz e gasan hoah dehi ag er pardon !… Ché ! Me gleu trouz… (Ean e huch) Petra ?

ur voèh, deit a bèl.

Nitra.

maheu, a bouiz é ben.

Petra ?

er vèh.

Nitra.

maheu.

Nitra ! Nitra ! Mes konzet ta ! Mar doh un dén konzet breton, mar doh un diaul, konzet gallek, mes laret t’ein émen éma en hent e ia ag er lann-ma betag Brambis. Me béou d’oh ur chopinad, ha kani mat, er hueh ketan ma pasehet é me repér. Konzet enta ! Bout mar don meù ne glaskan ket chom de dremén en noz ama. Mar doh fariet me ziskoei d’oh hous hent eué. Deit ta ! Deit ta ! (Ean e goeh ar é graboneu). Deit de ziskoein d’er heh meùér en hent d’er gér !… M’hou kleu erhoal é vourboutat ardran er garh… Mil malleh ru ! Più zou azé ?

DIVIZ II


MAHEU, GULIEU.


gulieu, a ziardran er garh.

Mé.

maheu.

Più zou azé ?

gulieu.

Mé.

maheu.

Boèh ur gavr, malleh ru !… Più té ?

gulieu.

Mé, Gulieu en Aroarek.

maheu.

Dès ta, Gulieu, dès d’en tu-ma… Fourch ar er garh. Dès ar me hein. M’ha tichenou.

gulieu, é tonet ar gein Maheu.

Chè me ! Chè me !

maheu, doh en dichen.

Malinbrek ! Ker ponér hous el ter ruchen gurén d’en dilost han… Ker ponér hous el tri lé bihan. (En ur vokein d’é gansort). Mem brér Gulieu !

gulieu.

Mem brér Maheu !

maheu.

Petra hres té ken devéhat é kreis er lann ?

gulieu.

Allas ! Kollet em es en hent e gas betag er Bodkelen ; ret e vou d’ein enta merhat chom de gousket ar er bratel.

maheu.

Kousket ama ?… Nag er bleidi, ne chonjés chet ?

gulieu.

Me chonj erhoal én ou chivleu, én ou deulagad e huélér é splannein de noz el goleu. Lonket e vemb én ur bégad !

maheu.

Chaket e vemb a damigeu !

gulieu.

É kov ur blei bout interret !

maheu.

É leh bout én doar beniget !

gulieu, én ur vokein d’é gansort.

Me heh Maheu !

maheu.

Me heh Gulieu !

gulieu.

Eit ou skontein, petra gobér ?

maheu.

Petra gobér ?… sonnamb hun deu.

gulieu.

Son té ketan : me reskondou.


SONNEN ER BLEIDI


1


Ér hoèdeu don, pe splann el loèr,
Pe harh er chach a gér de gér,
Boèhieu er bleidi e gleuér.

diskan.

Pe hud er blei ar er mézeu, tihou, hou,
Dihoalet mat doh é chivleu, tihou, hou, hou, hou, hou.


2

Minour Kerlen e zou chomet,
Un noz, ér lann vras de gousket ;
Er bleidi en des ean dèbret.

3

Iann Kéribot en des guerhet
D’er bosér ur vanden deved,
Er bleidi en des int lonket.

4

Pe gleuet sonnen er bleidi,
Ne bellet ket a zoh en ti.
Er bleidi ne houi ket hoari.


5

Pe valeet dré er lanneu,
Pe dremenet dre er hoèdeu,
Er blei e rid ar hou pazeu.


gulieu.

Klaskamb bremen en hent hun deu.

maheu.

Me huél mé du !

gulieu.

Me huél mé ru !

maheu.

Cheleu ta ! Kleuein e hran unan penag é fourbouchat ér bod-drein sé.

gulieu.

Krénein e hran kement… kement !… Glubet em es rah me lavreg !

maheu.

Iviz me moéz zou genein-mé, ker iein, ker iein ar me eskern, ma krenan el en dil ér gué pen des aùél ; men diùar nen des chet mui nerh erbet d’em doug pelloh, mem brér keh. Ret e vou d’omb dichuèh ama… é kreis er lann gortoz en dé ! (Ean e goèh ar en doar.)

gulieu.

Gortoz perchanj er marù eué.

maheu.

Allas !

gulieu.

Allas !

maheu.

Me lar mé d’is ; sorset omb bet.

gulieu.

Me gred erhoal. Ivet em es deu volad chistr get en intan a Len-er-Stang. Un dram penag en des taulet é men guéren.

maheu.

Er gast a zen !

gulieu.

D’er galéeu é teliehér kas tud ker fal, d’er galéeu !

maheu.

Pé d’en ihuern get en diauled.

gulieu.

Eit ma veint losket én tan biù,

maheu.

Eit ma kreùeint get er séhed,

gulieu.

En attretant ne gavemb ket eit monet d’er gér hent erbet !

maheu.

Sel ta en néan ! Stiren erbet ne splann ket hoah.

gulieu.

Ahoèl pe garehé el loer dibouk pen hé fri !…

maheu.

Mem brér Gulieu, kerklous é d’is hum asten amen étal on, ken e sonnou en Anjelus én ur chapel penag tro-ha-tro…

gulieu.

Ia, kerklous é, me gred, Maheu. A dural, kousket hinnèh é kreis er lann, en nihour ar ur bern plouz é sulér Jak er Mér, nen de ket goah ! Ahoèl ne gavemb ket logod amen él ér sulérieu-se, malinbrek ! Lakeit em boé penneu sausis é me sah-jilet en nihour é chonjal ou havouit de vitin eit men déjun… Er logod en des int dèbret ha toulet me jilet el un tanouiz.

maheu.

Sel ta ! Afé, get ur hraù pé deu ha verh e houriou éndro ha jilet.

gulieu.

Ia, mes dommaj ou des groeit t’ein ur sort, chè !

maheu.

Bout er goal chonjeu-sé ér méz ag ha ben, ché, Gulieu ha kouskamb !

gulieu, doh hum asten étal Maheu ar en doar.

Ia, kouskamb.

(Epad ma tirohant kleuein e hrér en orglézeu-bihan é hoari el aveit ou luchenat.)


DIVIZ III


MAHEU, GULIEU, YVONIK hag un tammig arlerh TELIN.


yvonik.

Ha, Santez Anna beniget… ! Più en neu beurkeh krechén-ma ? Nen des chet meit en dud hemb péhed hag e hel dirohal ker kriù-ma ! Guélamb più int ! Chetu Gulieu en Aroarek… hag é gansort Maheu en Distanket Chomet int ama de gousket get ou hovad… Ha !… Pardon bras e oé hiniù é Sant-Kornéli. Er chistr en des krapet d’ou fen, en des brumenet ou deulegad ha n’ou des chet anehé kavet en hent de vont d’er gér. Telin, Telin, dès de huélet pé sort néhiad em es kavet !

guignér, é tibouk ar el tér-hoari.

Ho ! Deù veùér get ou horvad chistr gourvéet !

yvonik.

Eit ou dihousk petra gobér ?

guignér.

Petra gobér?… Sel, Yvonik, ur braù a chonj e zou deit t’ein.

yvonik.

Pé chonj, Guignér ?

guignér.

Ni e ia d’ou lakat de hounid en argand ou des dispignet. Ké d’hum lakat ar ha zeuhlin étal Gulieu. M’hum lakou mé étal Maheu ha te hortei ken em bou kontet betag tri… Unan, deu, tri !

(Skoein e hrant a bouiz ou nerh ar diardran er veùerion hag ind e rid ér mez.)

maheu.

Mil malleh ru !

gulieu.

Ho ! kré pemoh !

maheu.

Deit hous de vout fol perchanj ?

gulieu.

Na té ? Kredein e hres é omb ama aveit hoari ?

maheu.

Nen dé ket hoarieu en dra-sé, malleh ru ! Lakat er réral de zihousk, én ur skoein ker kriù ar ou diardran !

gulieu.

Più é en des skoeit er en al ? Mé é merhat ?

maheu.

Ia, té é. Pen dé guir penaus nen des chet meit omb hun deu ama, ne hellan ket elkent laret é ma matèh er person é.

gulieu.

Matèh er person ! Matèh er person ! Kré geuiardour brein !

maheu.

Geuiardour brein ! Na té pen-lé.

(Ou deu ar un dro hemb hum lakat én ou saù.)


gulieu.

Pen-lé ! Pen-lé ! Mes malinrous ma ne helles chet kousket, lausk ahoèl er réral de gemér ou repoz ; é leh bout é hobér farseu ker lous, guel vehé d’is ivet bihanoh a lagout, rag nen dous chet meit ur lagoutér, ur lagoutér, ur lagoutér, ur geuiardour, ur banbochèr. Farsal e hrér marahueh, mes pas ér féson sé, milion ru ! Ha donet hoah de chokein er réral goudé en devout groeit kement a zroug dehé !…

maheu.

Ia, ur pen-lé ! N’em es chet guélet biskoah ur pen ker bras, ur fri ker bras, ur hov ker bras ; ma ne t’es chet hoand de gousket ké de vrechen malleh ru ! mes ne t’es chet dobér de zonet mui de hoari elsé ar me zro, pé ma tivoleùou, te gleu, ma tivoleoùou, ma tivoleùou. Ne vein ket me pel é tonet de ben ag ur blazér el hous té, ur hah kreùet, ur gavr, ur gavr. Ha cher ha veg pé m’er stankou…


maheu.

Ia, chèr ha veg pé m’er standou, me lar d’is.

gulieu.

M’er cherrou pe hrei plijadur d’ein malinrous !

maheu, a kosté.

Na pé ur chonj ! Ean e gredé perchanj penaus n’em behé ket bet gouiet !

gulieu, a kosté.

Toudidou ! Blonset en des men dibunér.

maheu.

Nen des chet anehon meit dont éndro ! Sakoustelé me lakou mé en huen de grol én é chaucheu !… Ret e vou d’ein monet arhoah de gavouit er medesinour.

gulieu.

Ker iein e oé touchant me lavreg el en erh. Kredet vehé bremen é ma en tan abarh.

maheu.

Anséamb hoah gobér un hun aral ur sort.

gulieu.

Afé, kouskamb hoah un tammig elkent aveit gortoz en dé.

(Kent pel é tirohant hag en orglézeu bihan hum lak éndro de hoari eit ou luchenat.)


DIVIZ IV


Er BUGUL-NOZ, en neu veùér kousket, en OZEGANNED.


er bugul-noz, é tisoh ag er menhir e gan.


Chetu kreisnoz ! Adrest er lann,
El loer hag er stired e splann.
Dihunet ol, tud ha lonned !
Deit de gleuet, deit de huélet
Krol ha kan en ozeganned !
Ohé ! Ohé ! Polpeganned,
Ozeganned,

Deit a beb tu,
Tud ru, tud du, tud ru, tud du,
Deit a beb tu
De grol édan sel er stired,
Ozeganned !

(En Ozeganned e hra diù pé tèr guéh en dro ag er lér-hoari, en ur gannein.)


KAN-BALÉ EN OZEGANNED


Ni zou ni en ozeganned,
En ozeganned ag er lann
E valé pe gan er gohann ;
Ni zou ni en ozeganned
E gavér ér lanneu pe splann
El loér é kreis prad er stired.


Ni zou ni en ozeganned
E huéler é tansal de noz
Pe gemér en dud ou repoz ;
Ni zou ni en ozeganned,
Serviterion er bugul-noz ;
Nen domb ket na tud na lonned.

Eit achiù :

Ni zou ni en ozeganned,
Koéhet un noz ag er stired.


er bugul-noz.


Nen dint ket ta hoah dihousket.
Laret dehé ur sonnen vraù, ur sonnen vraù.
El ma houiet.

Sonnet hou naù, sonnet hou naù
Ur sonnen vraù, ur sonnen vraù,
Ozeganned.


un ozegan.


Mar karet ni larou sonnen
Sonnen kemener er Pont-Bren.


ol er réral.


Ho! ia, ia, ia,
Sonnamb enta
Sonnen kemener er Pont-Bren,
Ho ! ia, ia, ia,
Sonnamb enta
Ken e goéhemb ar en dachen.
(Ind e son hag e grol ar un dro.)


SONNEN KEMENÉR ER PONT-BREN


E parrèz Pleuignér é hes un ermitaj ; (3 gueh)
E hes ur hemenér e hra mirakleu bras.

E hes ur hemenér hag e hra mirakleu ;
Prenet en des ur marh de vont d'é e zehuéhieu.

Sul ketan ag er blé é tremén er Pont-Bren,
Koh varh er hemenér e goéhas er vouillen.

Er hemenér d’er gér, straket el ur barbet,
En des galhùet é voéz de séhein e roched.


er bugul-noz.
Nen dint ket ta hoah dihousket… etc.


en ozeganned.

1

Ne son ket hoah en Anjelus
E chapél erbet tro-ha-tro.
En ozeganned vou eurus
Ken e saùou en hiaul éndro.

Diskan.

Chut !… chut !… Ne hret ket trouz erbet.
Peah ha repoz d’er ré kousket !
Peah ha repoz,
Epad en noz,
D'er gèh meùerion fariet.


2


En estig-noz en des kannet
Er flangen kloar é vraùan poz ;
Eit luchenat en doar kousket,
Sonnein e hrei epad en noz.

3

Kousket, kousket ken e saùou
En hiaul ar er manné guen-kann,
Kousket, kousket ken e gannou
Er hog duhont é beg er lann.


unan ag en ozeganned.

Mes… nen des chet moiand d’ou dishousk.

un aral.

Er chistr en des stanket ou diskoarn.

un aral.

Marù int marsé ?

er bugul-noz.

Pas, mem bugalégeu. Nen dint ket marù anehé, mes hou sonneneu e zou ker braù ma ou chalmant è leh ou dihousk.

un ozegan.

Laramb hoah enta ur sonnen dehé ha mar ne zihouskant ket er hueh-ma, ni huélou arlerh petra gobér.

en ozeganned.


1

Ma nen dé ket hoah deit er marù d’hou skoein
Dihousket ta, dihousket ta !
Ma nen dé ket deit en diaul d’hou skrapein,
Dihousket ta, dihousket ta !

2

Ma ne saùet ket, er blei hou tèbrou.
Dihousket ta, dihousket ta !
Hemb kloh na beleg, ean hou intèrou.
Dihousket ta, dihousket ta !

3

En doar e zou bras, en néan zou brasoh.
Dihousket ta, dihousket ta !

En ozeganned ne hreint ket poén d'oh.
Dihousket ta, dihousket ta !

(Kent achiù en devéhan poz int e zishousk en neu veùér én ur hrein tauleu kern dehé hag int e ia kuit, én ur hoarhein, er bugul-noz geté.)


DIVIZ V


MAHEU, GULIEU.


maheu.

Mem brér krechèn, petra e huélan mé ?

gulieu.

Akt a gontrision ! Men Doué ké bras em es en devout bet hous offanset, rag meùet em es, meùet em es, dré me faut, dré me faut, dre mem brasan faut…

maheu.

Santéz Anna, mam de Zoué, pedet aveit omb, keh péherion, bremen hag én ér ag hur marù, amen. Me zad spirituel, pardon, pardon, pardon ! He hrein ket kin, ne hrein ket kin !…

gulieu.

Mes… ne huélan ket mui hanni.

maheu.

Na mé naket.

gulieu.

N’em es chet hunéet neoah !

maheu.

Dihousket mat e oen.

gulieu, é tiskoein Maheu.

N’em es chet bet kement a skont el hanneh elkent.

maheu, e tiskoein Gulieu.

Hanneh en des bet un toullad eun. Kredein e hré guélet en diaul. Koustelé en des hoah kardellet é lavreg.

gulieu.

Kerklous vehé geton bout ér gér, me gav genein. Ur hlinuèd penag e hrei hoah perchanj, arlerh er skontaden ma.

maheu, kriù.

Afé, be zou tud gouiù ar en doar elkent !

gulieu.

Eit oh merhat é konzet.

maheu.

Pas, pas ! Eit Mari Piz-munut,
Eit ma hellou ésat en dud,
Get chistr ha boketeu berlut !

gulieu.

Ha ! mes !… Guel vehé d’oh cherrein hou peg mar dé eit gobér goab a n’on e hues ean digoret ker bras ! Hag a dural, mar des unan a n’omb e zou bet skontet, kredein e hran nen dé ket mé é, kansort ; krenein e hret hoah get hou korvad eun, el pe vehé lan a erh hou lavreg !

maheu.

Mé krénein ! Mes cheleu ta, kré huizour. Eit diskoein d’is penaus n'em es chet eun erbet anehé, é han aben d’ou galhùein de zonet éndro.

Aveit galhùein er bugul-noz,
Nen des meit huitellat de noz.

(Huitellat e hra un taul pé deu.)

Hama ! Hama ! Deit ta ! Deit ta ! Ma kredet é ridein mé én hou raug !
(En ozeganned hag er bugul-noz e za éndro, én ur sonnein hag én ur hobér en dro d’en neu veùér skontet.)

Ni zou ni en ozeganned… etc.


DIVIZ VI


MAHEU, GULIEU, Er BUGUL-NOZ, En OZEGANNED.


maheu, en ur vokein de Hulieu.

Me heh Gulieu ! Chetu int !

gulieu.

Me heh Maheu ! Kollet omb !

maheu.

Hum honfortamb elkent hun deu.

gulieu, d’en ozeganned.

Truhé ! Truhé !

maheu.

N’em lahet ket ! N’em lahet ket !

gulieu.

Ur hrechén mat on mé !

maheu.

Ha mé ! Guel grechénion ne vou ket kavet nag é Pleuignér na memb é Landaul.

er bugul-noz.

Perag e hues hui hun galhùet ? Meùet e hues ; jujet oh bet. Tri tro krol e vou ret t’oh gobér get en ozeganned, hag a pe vou troeit en drived, ma ne hues chet achiùet er sonnen, ni hou krougou é blein ur huéen.

maheu.

Allas ! Chetu guerso n’em es chet mé krollet.

gulieu.

Na mé naket ! A houdé fest me zad-kouh, me gred.

maheu.

A houdé fest ha dad-kouh ! Me heh Gulieu, follein e hrés !

gulieu.

Ne houian ket ! Ne houian ket !

un ozegan, é kemer dorn Gulieu.

Ma ne houiet ket krol hui e ziskou genemb.

maheu.

Arsa ! Ret é sentein ! Kenevé sé, più houi petra e vehé groeit t’omb !

SONNEN-KROL


Diskan.


Dilun, dimerh, dimerér
} 2 hueh
Ha dirieu ha digunér.
en ogezanned.
1
Deit de hobér un dro dans ;
er veuerion.
Aiou ta ! Aiou ta ! Aiou ta !
en ogezanned.
Ni ziskou d’oh er hadans.


2

En ozeganned e son
Eit dihousk er veùerion.

3

En ozeganned e grol
Get tud fin ha get tud fol.


gulieu.

Mar plij genoh arsau un tammig, tuchentil !

maheu.

Ne harzan ket mui get men diùar, malinrous ! Arsaùet ta, m’hou ped, arsaùet ta !

gulieu.

Me hellou achiù er sonnen.

maheu.

Ha mé eué ! Ha mé eué !

en ozeganned.

Achiuèt ta ! Achiuèt ta !

gulieu.

E leh laret :

« Dilun, dimerh, dimerér
Ha dirieu ha digunér.


maheu.

Ni hellou laret, mar karet :

Ha disadorn ha disul
} diù hueh
Chetu achiù er suhun.
en ozeganned.
Ha disadorn ha disul
} 2 hueh
Chetu achiù er suhun.
er bugul-noz.

Pen dé guir e hues achiùet er sonnen hemb fari, ni e ia bremen de ziskoein d’oh en hent e hues kollet.

en ozeganned, de Vaheu.

Aveit monet betag Brambis,
Chetu en hent a du deheu.

Sellet, Maheu,
Doh tu mem bis ;
Aveit monet betag Brambis
Chetu en hent a du deheu.


en ozeganned, de Gulieu.

Aveit monet d’er Bod-Kelen,
Chetu en hent e kreis er lann.
Chetu guen-kann
Er vinoten.
Aveit monet d’er Bod-Kelen,
Chetu en hent é kreis er lann.


en ozeganned, tolpet é kreis hag en neu veùér unan a beb tu e gan.


en ozeganned.

Nozeh vat t’oh, tud fariet.

en neu veuér.

Trugèré d’oh, ozeganned.

en ozeganned.

Touchant, ar griben er manné,
Splannein e hrei er goleu-dé.
Nozeh vat t’oh ! Nozeh vat t’oh.


en neu veuér

Ha d’oh eué ! trugèré d’oh !

en ozeganned.

Hui gouskou guel én hou kulé.

en neu veuér.

Ni gouskou guel én hur gulé.