Mont d’an endalc’had

Ar Zab hac an Drez.

Eus Wikimammenn
◄   Ar C’holeo hac al Leön. Ar Zab hac an Drez. Ar Pesq bian hac ar Pesqetaër.   ►



FABL 99.


Ar Zab hac an Drez.


Ar zab, a lerer, eur veach
A vimprise cals ar chaufach :
En em vanti a re zeder
Abalamour d’e c’huelder,
Ma lare e voa implijet
Er c’haëra traou a voa er bed,
Da vatissa ar palezio
Ha da voernia batimancho,
Mæs gant ar spern ha drez dister
Netra ne aillet da ober.
Unan anê, brusq hac en oat,
A lavaras : otro ar zab,
Te en em vant eus da vado
Ha rejouis eus hon drougjo,
Ha te pegen miserabl out
Pa rer pejou eus ac’hanout,
Ha discaret gant ar vouc’hel :
Neuse e voeler ar c’hontrel.
Pegement a rofes neuse
Da vea eveldomp ive

Ha da vea qement en graç
Da gaout eun assuranç qen bras.

Sans moral.


Bea so eun dra a zies
Ordinal gant pinvidiges,
Hac an antre en deus a vad
Gantàn atao eun dra bennac :
An eil egile a voeler
Netra divorc’het a zanjer.
An tourio eus ar re vrassa
A so sujet bras da guea :
Aliessa var meneio
E que qenta ar c’huruno.


————